Saozneg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Saozneg (English) |
|
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Rouantelezh Unanet, SUA, Kanada, Aostralia, Iwerzhon, Zeland-Nevez, Liberia, India ha dre ar bed a-bezh evel eil yezh |
Rannved : | Europa, Norzhamerika, Aostralia |
Komzet gant : | 380 000 000 evel yezh kentañ |
Renkadur : | 3 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | dre lezenn: Aostralia, Belize, Liberia, Zeland-Nevez ha meur a vro all eus ar c'hCommonwealth; kenofisiel: Kanada, Iwerzhon, India, Filipinez, Suafrika, Unaniezh Europa; |
Akademiezh : | - |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | en |
ISO 639-2 | eng |
Kod SIL | ENG |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zeu a Vro-Saoz. Hennezh eo yezh pe unan a yezhoù meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ar muiañ er bed.
[kemmañ] Levezon ar saozneg
Edan levezon ar saozneg ez eus e-leizh a yezhoù arall, e tachennoù pouezus hiniv an deiz, da skouer en informatik hag en darempredoù a-bell, en armerzh. Ouzhpenn evit kement-se emañ deuet da vout pouezus-bras er bed, da gentañ a-gaoz da c'halloud an impalaeriezh saoz a-wezharall, ha surtout a-gaoz da c'halloud armerzh hag arme ar Stadoù Unanet. Ken pouezus emañ deuet da vout, mard eo ar yezh vrasañ en darempredoù etrebroadel, hag eilvet yezh ofisiel ur bochad broioù.
[kemmañ] Emdroadur ar yezh
Ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zo bet edan levezon ar galleg e meur a goulz. Al levezon-se a vez gwelet dre gaozioù hag a zo bet amprestet (déjà vu pe rendez-vous, div droienn c'hallek hag a vez implijet e saozneg) hag en ur bochad kaozioù a zo savet diwar ur wrizienn latin c'hoazh ivez. Ar c'haozioù-se a zo deuet a-barzh ar saozneg dre e zarempredoù gant ar galleg: a-gaoz d'an dra-se emaint tostik-tra, er skritur, ouzh ar gaoz kar. Ar c'haozioù-se a vez kavet er saozneg a-c'houde ker pell, ma ne sella ket mui an Anglizien oute evel ouzh kaozioù gallek. Da skouer: difference,introduction, village, pure.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |