Kaozeadenn Implijer:Tzintzuntzan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Tzintzuntzan, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Tzintzuntzan. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae |
||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war ar pajennoù ar wiki |
||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl |
||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Ti-chopin Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all |
||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia |
||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton zo war ar skeudenn. Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus az po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Fulup 25 Gen 2006 da 09:34 (UTC)
[kemmañ] Implijout ar pajennoù kaozeal
- Nul eo louzañ ul liamm er bajenn degemer. MP
- Trugarez dit da gemer perzh er wiki. Evit ma yafe ar c'helc'hgeriadur war-raok en un doare plaen hep tabutoù etre an dud ez eus reolennoù zo bet lakaet e plas war Wikipedia. Gallout a rez ober cheñchamantoù er pennadoù evel ma karez evit reizhañ fazioù pe glokaat pennadoù e-keñver danvez. Mar ne blij ket dit ger pe c'her avat, ar gwellañ d'ober eo lakaat un evezhiadenn war bajenn gaozeal ar pennad. Evit poent ez eus daou c'her en implij war hor wiki evit treiñ ar saozneg portal. Tud zo a ra gant portal ha re all gant porched. Kinniget eo bet porrastell gant unan bennak ivez. Evit poent n'eus bet kemeret diviz ebet gant ar gumuniezh evit unvaniñ ar c'hraf-mañ. Setu n'eo ket gwall spletus mont da cheñch un termen e n'ouzon ket pet pennad warn-ugent rak adlakaet e vo an termen kent gant an implijerien all en em santo feuket. Ar pezh zo d'ober eo implijout ar pajennoù kaozeal evit reiñ da soñj. Gallout a rez ivez mont war ar bajenn Wikipedia:Kendivizoù_reolata/Anvioù_skiantel ha lañsañ ar gaoz war ar c'hraf-mañ. Tud all a gemero perzh er gaoz ha, goude ur frapadig e vo tu da dizhout un emglev evit unvaniñ an traoù dre ur vot. Setu, kemer a ra un tamm muioc'h a amzer met ma fell deomp kensevel un oberenn a-stroll e rankomp temen dre brantadoù eskemm soñjoù ha votiñ. An doare nemetañ da zoujañ da soñj an holl eo. Setu, degemer mat c'hoazh war ar wki ha kalon dit da vont war-raok, te a welo, goude bezañ degemeret un nebeud reolennoù sevender eo aes-tre ha plijus lakaat ar wiki da vevañ. --Fulup 25 Gen 2006 da 09:34 (UTC)
Demat deoc'h.
Brav eo ober un dro kostez Ar rummad Lennegezh hag ar Portal stag : Portal al lennegezh. Traoù talvoudus zo d'ober.
MP 25 Gen 2006 da 20:38 (UTC)
[kemmañ] Dilennit ho merourien
Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ