Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
PENAOS E YA EN-DRO AN TI-CHOPIN ?
Skrivañ ur pennad(ig) nevez, kenderc'hel gant ur gaoz, pe kregiñ gant ur gaoz all : amañ
Kaozeadeg eus ar sizhun : sizhun 13
Dielloù an ti-chopin (2004-2007) : amañ.
Kaozioù eizh sizhun a zo er bajennad.
Arabat troc'hañ skridoù ar re all, deho da chom fraezh. Respont amañ dindan.
Kaozeadeg eus an 8vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 05 bloaz 2007)
[kemmañ] 29/01/2007 — 04/02/2007
- skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun eus 2007 — An ti-chopin
[kemmañ] Patrom nevez evit ar stadoù
Ur patrom nevez 'zo bet savet ganin evit stadoù ar Bed (graet e veze beteg hen en un doare artizanel). Tu zo deoc'h kavout ar framm amañ. Ha sellet penaos ec'h implij war pajennoù Etiopia ha Kameroun. Benoni 3 C'hwe 2007 da 17:44 (UTC)
[kemmañ] Ma ne vez degaset un tammig urzh gant ar verourien, piv a raio?
Un tammig hegaset on pa welan kemennadennoù degaset war bajennoù personel pa n'eo ket o lec'h : pe kemennadennoù d'un nebeut tud (merourien) pe kemennadennoù e-keñver ar skridaozañ.
Pep a gaser kemenn a dle prederiañ ha klask gouzout ma n'eo ket un dra a-bopuez evit an holl wikipedourien. Ma 'z eus un diforc'h etre daou wikipedour, an dra-se a zo da lakaat war ar pajennoù foran.
Gwelet em eus ez eus war wikipediaoù all moaienoù kaout divizoù etre ar verourien dwb traoù teknikel. Ha n'hon eus ket un dra-evel-se.
Bez ez eus pajennoù evit ar verourien ha ivez an Ti-Chopin ha n'eus ket mui anv eus outi war ar bajenn degemer. Ret e vo adlakaat anezhi en he flas : an hini gentañ.
Degas a ran amañ kemennadennoù a oa da gas da bep a wikipedour. Diverket int bet war ma fajenn gaozeadenn.--Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 14:34 (UTC)
[kemmañ] etrefas
- Keloù evit ar verourien : Setu a-benn ar fin, echuet eo treiñ an etrefas ganin. Adveret em eus tost pep tra hag adtroet tout ar pezh a oa bet kollet er bloaz paseet. A-benn ar fin, n'eus ket kalz yezhoù eo klok o etrefas! Kavet em eus un doare da labourat war-eeun gant un diorrour. Aesoc'h eo, met pebezh labour torr-penn ! En devezhioù a zeu e tlefe an traoù dont war wel. Klask a rin gwelet penaos gwellaat ar bloc'had skridaozañ bremañ. Fulup 24 Gen 2007 da 21:59 (UTC)
[kemmañ] Kudenn gant un implijer hag a zo merour en degouezh
Salud dit. Neal, merour, en doa skrivet kement-mañ din an deiz all : «(...) Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. (…) » Mat eo din ober hervez e soñj ha tremen dre ar verourien pa sav kudennoù met penaos e rin-me bremann, pa'z eo ur merour end-eeun a ya da cheñch an titl diouzh e intrudu e-unan (evit Ceres en degouezh-mañ), a-us d'an implijerien all emañ ar verourien eta ? Dizale moarvat ez ay Nix da Noz evit bezañ diboell da vat hag heuilhañ dibab ur pennad nevez savet gant unan amañ. Goulenn a ran ganit e vefe distroet d'ar stumm Ceres evit ar blanedenn, pa ne gavan ket sirius an arguzenn "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se" (n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos). A galon. Iskomandant Marc'heg 30 Gen 2007 da 15:41 (UTC)
- Ur c'hendiviz a oa bet war bajenn kaozeal Keres (planedenn gorr) e pad pell, hag e oa sklaer ali ar muiañ niver. Siwazh da Iskomandant Marc'heg ne oa ket a-du ar muiañ niver gantañ. Gortozet 'm eus dek devezh goude fin an divizoù kenkas na vije deuet war well alioù nevez. Ne welan ket petra a c'hellfe Iskomandant Marc'heg rebech din e gwirionez, pe neuze e rank lavar eo arabat da virviken kemm anv ur pennad...Benoni 30 Gen 2007 da 16:09 (UTC)
Daoust hag eñ en deus Benoni roet un abeg sklaer (daveoù? plijadur un den n'eo ket an abeg solutañ) da gemmadur talbenn ar pennad pe lañset ar c'haoz war ar c'hemmadur? Lavaret eo bet ne c'heller ket kemm an talbennoù a-daol-trumm. (NB : plijadur = décision evel e galleg kozh "tel est mon bon plaisir"). --Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 14:34 (UTC)
[kemmañ] Implijerien faos
Kalz tud a c'hoari krouiñ ur c'hont war ar wikipedia brezhoneg just 'vit ober un dastumadeg kontoù, met hep kemer perzh gwech ebet: ne ouezont ket brezhoneg zoken. An hini diwezhañ : Implijer:Scooter. Daoust hag e vez dalc'het seurt kontoù faos? Pe daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h o diverkañ?Benoni 3 C'hwe 2007 da 18:40 (UTC)
- Ne gav ket din eo posubl mont a-enep an enskrivadurioù-se. Daoust hag eñ e vez aotreet o diverkañ hep un abeg gwir? Diwar ar stadegoù e c'heller sellout outo amañ e welimp kresk ar wikipedourien oberiant. Siwaz eo kozh ar stadegoù-se (Du 06).--Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 14:34 (UTC)
[kemmañ] A-enep kemm reolennoù ar skritur war-zigarez tostaat ouzh yezh kozh an anvioù-se
Klemm a savan dirak ar gumuniezh a-enep ar c'hoant zo peg e kroc'hen lod eus ar verourien da derriñ lezenn ar peurunvan, a boan savet gant ur vot 8 den, evit lakaat reuz er 120 pennad bennak savet diwar-benn Hellaz kozh (pezh ne vern ket kalz), ha dreist-holl lakaat reuz er skritur (pezh zo un tamm mat gwashoc'h).
- Goulenn a ran digant an dud votiñ amañ
-
- Peseurt kemm skritur? Ne ouien ket e oa reolennoù er peurunvan o tennañ d'an treuzskrivañ. Ha pelec'h e vezont kavet? Hag a arabat lakaat an dud da grediñ eo bet implijet galloud ar verourion evit lakaat ar gumuniezh d'ober tra pe dra - aozañ ur votadeg vo graet ha neuze e tivizo an implijerion/ezed a fell dezhe kemer perzh (ar verourion en o zouez. N'eus bet divizet ober kmm ebet gant ar verourion. Ret eo anzav ivez marteze eo gant unan eus ar verourion m'eo bet stourmet abaoe ar penn-kentañ evit ma vefe degemeret ar peurunvan evel doare-skrivañ ofisiel nemetañ ar Wikipedia-mañ.
Merour (Neal) (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:51 (UTC)
- Ne servij da netra lakaat ur reolenn da vezañ degemeret mar deo evit mont a-enep dezhi.
-
- Ne gomprenan mann ebet: ur wezh all, e pelc'h e kaver daveoù er skritur peurunvan o tennañ d'an doare da treuzskrivañ gerioù etren (ha n'eo ket gerioù a orin estren bet degemeret evel gerioù brezhoneg)?
Merour (Neal) (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 11:52 (UTC)
-
-
- Skrivañ Gandhi, Tony Blair, Cú Chulainn, Owain Glyndŵr a vefe un dagadenn a-enep ar peurunvan? Biskoazh kemend-all.Rognogno 5 C'hwe 2007 da 11:56 (UTC)
-
Gwir eo, ha koulskoude n'eo ket ken eeunik an traoù ... tud zo a skriv
- Suis, ha n'eo ket Suisse, Brusel ha n'eo ket Bruxelles, Naboukadnesar ha n'eo ket Nabuchodonosor, Kouc'houlen ha n'eo ket Cú Chulainn, Yaou ha n'eo ket Jupiter , ha hir e vije al listenn...
- Keres ha lod all Ceres
- Karl Marx ha marksour (sell! sed hag a dalv ar boan gwelout a dost)
- Diskar Chistr-Trenk ha n'eo ket Giscard d'Estaing
- Ur wech all e lavaran n'eus ket tu lakaat an dud da blegañ ouzh furm-mañ-furm, dreist-holl evit an anvioù divoutin. Ma vez asantet lakaat ur furm evel talbenn, pep hini a c'hello implij ar furm all (gant daveoù) e korf pennadoù all (gant an adkas ha gant ur furm hepken gant dave ret d'an eil). Ret e vo sevel taolennoù gant daou vann emichañs. N'eo ket an afer hini doujañ da reolennoù ar gumuniezh, doujañ da liestelezh ar soñjoù, ne lavaran ket. Talbennoù unvanet diouzh divizoù ar gumuniezh, gerioù daou pe dri furm dezho dindanno. Ne c'hell ket divizoù ar gumuniezh bezañ reolennoù yezh. Ur momed distabil hepken. --Ch. Rogel 5 C'hwe 2007 da 23:30 (UTC)
Na brav e vije gwelet ar furnezh-se o trec'hiñ d'ar c'hoant da c'hoari ar reolierien vihan! Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 23:41 (UTC)
- Pa vez meur a furm testeniaet e brezhoneg eo ret doujañ d'ar stummoù-se evel-just (dreist-holl nompas heuilhañ skouer geriadur An Here a dibab nemetken ur stumm hep menegiñ stummoù boutin-tre!!!), met war tachennoù nevez (evel hini treuzkrivadur ar gresianeg e brezhoneg) eo mat sevel reolennoù sklaer. Pouezus-tre eo al labour a gas Neal war-raok, ha mat vije d'an holl kenlabourat gantañ...Benoni 5 C'hwe 2007 da 23:45 (UTC)
-
- Mar plij striv da virout urzh ar respontoù en urzh : darn ha n'int ket merourien a zeu a-benn. Adlakaet ganin da skrid en e lec'h, hervez an eur.
- Gra ivez gant gerioù ar geriadur: testeniekaet.
- A-du on ganit 'hed an neudenn: doujañ ouzh ar brezhoneg zo ret: pa vez treuzskrivet gresianeg evel-just, hag e kement degouezh a c'hallfe bezañ a-hend-all: dibab nemet ken ur stumm zo galleg. Met war a seblant n'eus ket ezhomm da ober gant ar brezhoneg evit reoliñ anezhañ e rouantelezh wikipedia. Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2007 da 19:49 (UTC)
[kemmañ] Votiñ a ran a-enep kemm reolennoù ar skritur
- Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 07:27 (UTC)
[kemmañ] Votiñ a ran a-du gant kemm reolennoù ar skritur
[kemmañ] Dibab a ran chom hep votiñ
- Evit poent.Shelley Konk 5 C'hwe 2007 da 14:02 (UTC)
- Ar vot-mañ zo siek anezhañ pa ra van da lakaat an dud da grediñ e vije en em glevet war an doare da dreuzskrivañ anvioù divoutin estren mont a-enep an doare-skrivañ a vez implijet evit skrivañ ar gerioù brezhonek boutin. Kentoc'h eo savet ar vot-mañ evit mirout ouzh an dud a sevel reolennoù stroll a c'hallje dislavaret dibaboù hiniennel an implijer a ginnig votiñ amañ. Fulup 8 C'hwe 2007 da 18:40 (UTC)
[kemmañ] Soñjoù
- Un evezhiadenn siek eo honnezh. Klask a ra ur merour lakaat an dud da grediñ e c'hall daou verour all pe dri e bedig ar wikipedia, furnez ha deskadurezh gante forzh pegement evel ma tiskouez an holl oberennoù brezhonek embannet gante betek-hen, dibab petra eo ar stummoù a rank an dud all ober gante. Un tamm lorc'h a c'hall bout yac'h, un tamm uvelded a vez gwelloc'h e degouezhioù zo. E-barzh hemañ dreist-holl. Bianchi-Bihan 8 C'hwe 2007 da 20:25 (UTC)
Kaozeadeg eus ar 7vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 06 bloaz 2007)
[kemmañ] 05/02/2007 — 11/02/2007
- skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun eus 2007 — An ti-chopin
[kemmañ] Brezhonegerien an holl vroioù
-
- όχι, δε σε καταλαβαίνω.
Neal (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 17:36 (UTC)
Popeth yn iawn. Ble mae'r ffordd i'r wici llydaweg? Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 21:27 (UTC)
N'eo ket me a skriv traoùigoù e saozneg atav, geo? Do you see what I mean (sic.)? Neal (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 07:36 (UTC)
Ne welan ket perak e vije aotreet ar gresianeg ha difennet ar saozneg. Mejpeu jakte franse. Bianchi-Bihan 7 C'hwe 2007 da 03:22 (UTC)
[kemmañ] Bianchi-Bihan lakaet war evezh
Lakaet am eus Bianchi-Bihan war evezh. setu eilskrid ar gemennadenn:
Oberiant-kenañ out evit un den "diskroget diouzh al labour" evel ma embannas war da bajenn bersonel... Da lakaat a ran war evezh: arabat klask lakaat brud fall war implijerion/ezed zo, merourion pe get, dre livañ geveier (s.o. A-enep an Aotrounez a fell dezho kemm ar skritur war ar bajenn-mañ). Ma n'out ket gouest da difenn da sav-poentoù dre arguzenniñ poellek kentoc'h evit klask duañ ar re all hag a difenn sav-poentoù disheñvel diouzh da re dre klask lakaat ar gumunuezh da grediñ traoù faos e vo ret lakaat ac'hanout da sioulaat un tammig. Ar gwir en/he deus pep hini da difenn tra pe dra - nikun n'en deus ar gwir avat da blantañ reuz dreiñ kontañ geveier. Ha n'eo ket peogwir eo bet savet meur a bennad ganit (ha zoken ma vefent mil) ez pefe te ar gwir da divizout da-unan penaos ober. Ul labour a-stroill eo ar Wikipedia, gouez dit, gha kemeret e vez divizoù gant ar gumuniezh. Ne vez ket divizet seurt traopù gant ar verouerion, ha n'eo ket bet graet evel ma klaskez-te lakaat an dud da grediñ, met kentoc'h reiñ ur framm evit ma c'hello bezañ kemeret divizoù etrezomp-ni holl. --Merour (Neal) (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:59 (UTC)
Ne welan ket perak e vez kaset ar gemennadenn-mañ war ur bajenn bersonel, gant ma vefe reizh skandalañ e korf un c'hendiviz. Ne 'm eus ket komprenet eus peseurt geveier ez eus anv. Re hir ar brezegenn marteze. Re wir eo n'eus aotrouniezh dispartiet (galloud dispartiet, 'ta) ebet war ar wikipedia, nemet hini an holl izili dre ar c'henasant. Koulskoude e sav an disparti pa n'eo ket bet tizhet ar c'henasant. Ouzhpenn, da betra servij lakaat war evezh evit un nebeut gerioù? Lakaat war evezh un den a dispennfe labour ar re all eo posubl marteze. Gant alioù ar verourien all memestra. --Ch. Rogel 5 C'hwe 2007 da 23:52 (UTC)
-
- Kaset em boa ar gemennadenn-se war da bajenn gaozeal (ha n'eo ket war da bajenn bersonel war-eeun, met war ar bajenn gaozeal stag outi hag a dalvez, sañset, evit kaozeal) poewir out-te ivez unan eus ar verourion bet dilennet gant ar gumuniezh. N'eo ket dav d'ur merour goulenn ali, na nebeutoc'h c'hoazh, ali ur merour all evit lakaat un implijet war evezh, met hen kavout a ran-me talvoudus hen ober evit chom hep bezalñ tamallaet d'ober an traoù dre guzh. Ne gomprenan ket re penaos e c'helelr goulenn ali merourion all en ur reiñ an begoù hep kaozeal gante. Abegoù a-wal'h zo bet dija hag a zo c'hoazh evit kastizañ emzalc'h Bianchi-Bihan, met tud zo a fell dezhe chom hep ober mann ebet keit ha m'emañ an traoù o vont war washaat abalamour d'e emzalc'h. Ne gomprenez ket an ebegoù: sklaer, klask lakaat an dud da grediñ traoù ken faos ha hemañ: "Klemm a savan dirak ar gumuniezh a-enep ar c'hoant zo peg e kroc'hen lod eus ar verourien da derriñ lezenn ar peurunvan". Klasketam eus kavout un hentenn evit mont war-raok en un doare poellek war un dachenn resis stanket abaoe pell, dreist-holl peogiwr e nac'h B-B labourat a-skipialh (zoken m'eo bet pedet outañ ez personel degas e ali evit ma c'hellfe bet dalc'het kont outañ) ha klask a ra kas d'an traoñ al labour a-skipailh a glask ar re all sevel tamm-ha-tamm, pas dre degas arguzennoù poellek met kentoic'h dre glask duañ brud an nep na sav ket a-du gantañ diouzhtu, da skouer lakaat da grediñ n'int ket neptu ar verourion peowgir e kavont an tu d'en em glevet kenetrez. Ma c'hefridi evel merour eo klask lakaat an dud da doujañ ouzh ar reolennoù ha da labourat a-stroll.
--Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 07:50 (UTC)
[kemmañ] Gourdrouz
- Peogwir ez on tamallet da vout gaouiad, hag e fell da lod embann an dra-se war ar groaz, pa ouzont int diziraezhus ha digastiz, e lavaran ken dinec'h hag eñ em eus kavet gaouiatoc'h egedon. Hag unan prest da c'hourdrouz, enep da reolennoù wikipedia: "ret lakaat ac'hanout da sioulaat? Prest eo ar groug?
- Ur sailhad dour yen a rafe vad da lod, a gredan. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2007 da 00:10 (UTC)
-
- Arabat mont re bell ganti, me da bed. Arabat tamalla an dud da fellout dezhe da grougañ - gant stankañ da gont e vefe trawalc'h din.
Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 07:50 (UTC)
Pezh a laren: gourdrouz, plijadur ar re a c'hoari gant o zamm galloud, evel lod gant o zamm fuzuilh. Div sailhad dour. Yen-skorn. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2007 da 15:06 (UTC)
N'em eus na c'halloud na fuzuilh na groug. N'oûn ket zoken piv out, na me vern. Diwall gant ar pezh a lârez mar plij. --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:44 (UTC)
Kemmadur ebet goude "na". Ra vimp diwallet ouzh an droug hag ouzh ar groug. Pater noster, libera nos a malo, ha roit dimp bep a sac'had avalo. Bianchi-Bihan 7 C'hwe 2007 da 12:37 (UTC)
[kemmañ] Er wikipedia, n'eus lec'h kuzh ebet
Perak em eus kaset kemennadenn Neal war ma fajenn gaozeadenn d'an Ti-Chopin? Peogwir e oa ar c'haoz war un den all. Skrivañ war ar bajenn-se koulz ha war an Ti-Chopin eo lakaat an dra war wel pa c'hell an den mont da lenn anezhi. Ha n'eus ket da grediñ e c'hellfe bezañ traoù hanter koachet (?!) war zigarez e defaotfe den pe den mont da lenn pajenn an implijerien all
Ret eo skrivañ war bajennoù ar gumuniezh, an traoù a denn da reolennoù pe gonduioù da vezañ pouezet warno ha war bajennoù gaozeadennoù an implijerien ar pezh a denn d'an implijer e-unan. Ma ne vez doujet rik d'ar reoloennoù-se e vo tamm divizoù troc'het ha strewet e pep lec'h.
E keñver ar rebechoù a c'hellfe, sañset, bezañ graet da Bianchi-Bihan, ret eo eztaoliñ an dra d'ar gumuniezh a-bezh en un doare berr
M'ho peus lennet mat ma respontoù :
- N'eo ket diwar un abeg mat pa vez lakaet war evezh pe stanket un implijer a implijfe ger-mañ-ger. An abegoù evit ar stankañ a zo rouez a-walc'h : vandalerezh, brezel skrivañ-diskrivañ, kunujennoù, silañ rannbennadoù untuek pe a-enep al lezenn. Ret eo pe sevel roll ar felladennoù aleget pe ober an adkasoù d'ar pajennoù istor. Den ne c'hell bezañ sur lenn pep a vez skrivet gant un all
- Pa lavare Bianchi-Bihan e nac'h an Aotrounez a zivizfe treuskrivadurioù an anvioù gresianek, e lavare, heñveldon, n'eus ket tu ma vo graet dibaboù gerioù strizh e korf ar pennadoù (ret eo ober anezhi evit an talbennoù). Ouzhpenn-se n'eo ket ur gunujenn lakaat un nebeut tud da Aotrounez ha ne ya ket pelloc'h eget harzoù ar rendael evel ma embann barnerien'zo. Ret eo respont en ur islinennañ ar poent ha setu toud.
- Kit da welet war gannadig merourien al lec'hienn c'hallek hag e vioc'h desketoc'h war an diwalloù a dleer kemer. .Amañ. Merzit e respont war gannadig ar verourien ar re stanket p'o deus gwelet e oa ar c'haoz warno. --Ch. Rogel 6 C'hwe 2007 da 21:27 (UTC)
-
- ne oa ket bet stanket e gont gantañ na kinnet hen ober zoken - lakaet war evezh hepmuiken. da lârete o, goulenn outañ chom a-sav gant un emzalc'h resis evel merour. roet em boa da c'hoût d'ar verourion all ha d'an implijer e-unan en ur glask sevel an nebeutañ a drouz posubl war an afer met o kelaouiñ anezhe memestra. Re wir eo n'emañ ket kuzh an traoù, zoken ar pezh a vez embannet war pajenn kaozeal un implijer all, hag en o zouez re ar verourion, met awezoù eo trawalc'h kemenn an traoù war eeun d'un implijet en ur reiñ da c'hoût d'ar verourion all d'am soñj hep embann war pajennoù kalz foranoc'h. Bez e c'hell un implijer asantiñ, ha mat pell 'zo - kloz an afer hep rankout mont pelloc'h ganti nag hkas an afer dirak an holl. Ne gave ket din e oa ezhomm embann an evezhiadenn a-wel d'an holl ken splann all, setu tout, ken evit mad an imp'lijer e-unan hag evit hini ar gumuniezh 'n he fezh. N'eo ket kuzhaat an afer an hini eo9 a felle din, hna pell ac'halese, met klask un diskoulm dre hentoù un tammig siouloc'h a-raok mont pelloc'hig ganti. a galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 10:44 (UTC)
[kemmañ] Al lezennoù zo graet evit diwall al loened
A-enep da dud evel-se n'eus ket lezennoù :[[1]] Kergidu 10 C'hwe 2007 da 08:08 (UTC)
[kemmañ] Kavet em eus an dra-mañ:
Ur pennad gantañ an anv-se zo dija pe n'eo ket reizh an titl hoc'h eus dibabet. Dibabit unan all mar plij. Daou dra a gavan direizh er frazenn. Kinnig a ran : Pe an anv-mañ zo bet roet d'ur pennad a-raok, pe n'eo ket reizh an doare ma skrivit. Dibabit un anv all... Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2007 da 18:06 (UTC)
- ha gallout a rafes reisisaat un tammig eus petra zo kaoz amañ a-benn klask reiñ ur respont dit?
--Neal (Kaozeal) 19 C'hwe 2007 da 11:44 (UTC)
-
- Un deiz, pa'm boa pouezet war ur bouton, ha ne felle ket d'ar mekanik enrollañ, e lavaras din ar gerioù-se... Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2007 da 16:45 (UTC)
-
- posubl eo, ne lâran ket ar c'hontrol. met e pelec'h em boa e skrivet?
--84.78.78.41 19 C'hwe 2007 da 17:06 (UTC)
-
-
- Kemmet ganin, Benoni 19 C'hwe 2007 da 17:26 (UTC)
-
- N'eo ket ^pa vez klasket kemm anv ur pennad ha pa ne fell ket d'ar wiki?Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2007 da 18:04 (UTC)
- ??? Da skouer? Benoni 19 C'hwe 2007 da 18:12 (UTC)
Kaozeadeg eus ar 6vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 07 bloaz 2007)
[kemmañ] 12/02/2007 — 18/02/2007
- skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun eus 2007 — An ti-chopin | sizhun a-raok — sizhun a zeu
Brav e kavan labour daou c'halleger deuet amañ d'ober war-dro stêrioù Breizh. Labourat en daou bark a raen, met aet on ôg gant o doareoù em c'heñver. Repu amañ ur pennad. Kergidu 16 C'hwe 2007 da 18:52 (UTC)
[kemmañ] Sikour mar plij ganeoc'h
Sikour zo ezhomm evit adsevel al livadurioù
Trugarekaat. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2007 da 04:19 (UTC)
[kemmañ] Stêrioù Breizh
Stanket 'm eus tri implijer a oa o klask kas war ar wikipedia brezhoneg un tabut savet war ar wikipedia gall etrezo ha Kergidu (ma mignon Manchot en o zouez ). Ar muiañ niver a zo gant ar vroadelourien c'hall war ar wikipedia galleg ha n'eus ket tu kenlabourat ganto, met ne fell ket din gwellet anezho o tont d'ober o lezenn amañ. An tabut a oa savet war ar wikipedia c'hallek war rummadiñ stêrioù Breizh (difennet eo bet da gKergidu sevel ur seurt rummad). Petra soñjit? Benoni 17 C'hwe 2007 da 14:34 (UTC)
- a-du penn-da-benn gant ar stankadennoù.Merour (Neal) (Kaozeal) 17 C'hwe 2007 da 14:47 (UTC)
- Akord mil-dre-gant. Kadbzh 18 C'hwe 2007 da 14:36 (UTC)
- O paouez gwellet kement-mañ emaon : [2]. Pa weller seurt evezhiadennoù faskour evit un dra bennak ken dister ez eus tu kaout aon : "De manière générale, la remarque de Poppy éveille en moi une réflexion. Si j'en juge par les contributions ici de gens qui viennent de la WP bretonne, je suis effectivement très inquiet quant à la conformité de ce projet à l'égard de WP:NPOV par exemple. De même d'ailleurs pour toutes les wikis en langues régionales. Parler ce type de langue, c'est déjà un acte quasi-politique. On peut donc craindre que virtuellement tous les contributeurs à ce type de Wiki soient de la même opinion, même s'ils ne sont pas nécéssairement pas tous des militants obtus comme on en voit pas mal ici. Est-ce que la question de la conformité de ce type de Wiki aux principes de Wikipédia a déjà été examinée? Bradipus Bla 17 février 2007 à 11:41 (CET) " Benoni 17 C'hwe 2007 da 14:59 (UTC)
- Spontus a-walc'h eo lenn seurt traoù ha gwelet emañ an dra vrasañ eus WP gallek a-du pe diseblant gant seurt doare da welet ar bed.Rognogno 18 C'hwe 2007 da 17:30 (UTC)
- O paouez gwellet kement-mañ emaon : [2]. Pa weller seurt evezhiadennoù faskour evit un dra bennak ken dister ez eus tu kaout aon : "De manière générale, la remarque de Poppy éveille en moi une réflexion. Si j'en juge par les contributions ici de gens qui viennent de la WP bretonne, je suis effectivement très inquiet quant à la conformité de ce projet à l'égard de WP:NPOV par exemple. De même d'ailleurs pour toutes les wikis en langues régionales. Parler ce type de langue, c'est déjà un acte quasi-politique. On peut donc craindre que virtuellement tous les contributeurs à ce type de Wiki soient de la même opinion, même s'ils ne sont pas nécéssairement pas tous des militants obtus comme on en voit pas mal ici. Est-ce que la question de la conformité de ce type de Wiki aux principes de Wikipédia a déjà été examinée? Bradipus Bla 17 février 2007 à 11:41 (CET) " Benoni 17 C'hwe 2007 da 14:59 (UTC)
- Akord mil-dre-gant. Kadbzh 18 C'hwe 2007 da 14:36 (UTC)
N'eo ket ar WP gallek hepken: ar vro amezek penn-da-benn. Ha pa seller mat, an darn vrasañ eus hon c'henvroiz-ni, ar yaouankizoù dreist-holl (ha ne deuint biken betek amañ), a zo en o fenn pezh a vez lakaet e-barzh... gant ar skolioù gall, ar skinwel gall. Ar bed ne soñj ket evel Bro-C'hall, met ar Vretoned, e-lec'h sellout ouzh ar bed, ne sellont ken 'met ouzh ar C'hallaoued . Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2007 da 04:47 (UTC)
[kemmañ] Rummadoù zo
Gwelet em eus e oa
- en un tu daou rummad dister,
- Rummad:mitologiezh gresian, gant ur fazi
- rummad: mitologiezh c'hresian
- en tu all daou rummad all:
- rummad:mojennoù Hellaz, 120 bennak a bennadoù ennañ
- rummad:doueed Hellaz, 45 anv bennak ennañ
Emaon en sell da skarzhañ an daou graou dister da-vat, ha da vrasaat an daou graou all. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2007 da 04:47 (UTC)
- D'am soñj e rankfe mojennoù Hellaz ha doueed Hellaz bezañ isrummadoù eus mitologiezh c'hresian. Benoni 19 C'hwe 2007 da 10:08 (UTC)
D'am soñj e talv mojennoù Hellaz kement ha mitologiezh c'hresian, (ha mitologiezh Hellaz, pe hini C'hres), nemet ne ra ket gant ar memes gerioù. En em soñjal a rin. Bianchi-Bihan 20 C'hwe 2007 da 06:15 (UTC)
- N'eo ket meneget ar bajenn "Mojennoù Hellas" er bajenn "Mitologiezhioù" kennebeut. Klask a rin ober. Ali e vefen adkas al lennerien eus ar bajenn "Mitologiezh c'hresian" da "Mojennoù Hellas". Evit ar re na ouzont ket petra eo Hellas pa ne ve ken...--Kadwalan 20 C'hwe 2007 da 16:25 (UTC)
Kaozeadeg eus ar 5vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 08 bloaz 2007)
[kemmañ] 19/02/2007 — 25/02/2007
- skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun eus 2007 — An ti-chopin | sizhun a-raok — sizhun a zeu
[kemmañ] Egiptopedia
Salud. Lakaet on un tamm diaes gant gerioù zo a gaver e frammoù an Egiptopedia. Lenn a ran er frammoù-se : Rouantelezh kozh/nevez/krenn evit prantadoù Istor an Egipt. Kavout a reer avat Nevezimpalaeriezh, Krennimpalaeriezh ha Henimpaleriezh gant Diwan ha TES. Marteze e vefe gwelloc'h mont da heul ar pezh zo bet graet el levrioù Istor brezhonek dija?
E-lec'h "tiernelezh" (troet "dignité de prince" e geriadur ar Glev (galleg principat) ; -elezh a verk ur perzh : breizhadelezh, madelezh, padelezh, broadelezh) e lennan "tierniezh" (dornlevr Diwan p. 43) ha Geriaoueg Ofis ar Brezhoneg (Gwelet o lec'hienn). --Kadwalan 20 C'hwe 2007 da 16:29 (UTC)
- Dont a ra ar c'hemm eus ar fed eo bet troet levrioù TES diwar ar galleg a ra gant "empire" hep mont da welet petra a oa er yezhoù all. Padal war ar wikipedia brezhonek eo bet savet ar pennadoù kentañ diwar-benn Egipt diwar ar saozneg, a ra gant "kingdom". An dalc'h eo gouzout hag-eñ e seller ouzh Egipt evel ouzh ur rouantelezh kentoc'h pe evel ouzh un impalaeriezh. Techet e vefen da genderc'hel d'ober gant "rouantelezh" dre ma oa savet ar stad en-dro da galonenn sevenadur Egipt hepken (ha pa oa en em ledet un tamm er reter-nesañ ivez). --Fulup 22 C'hwe 2007 da 17:56 (UTC)
-
- Kompren a ran mat. Ne glaskan ket abeg e labour ar saver(ien) pennadoù. Evidon-me, an dalc'h a vefe kentoc'h klask heuliañ ar muiañ a c'haller an nebeud a draoù zo bet graet en dornlevrioù istor pa vez graet mat ha pa vez a-du TES ha Diwan ouzhpenn. Ne'm eus netra a-enep implij rouantelezh. En degouezh-mañ koulskoude ez eo disheñvel ar gerioù a vez desket gant ar skolajidi er c'hlasoù diyezhek (ha Diwan). Unan a glaskfe titouriñ en dije un tamm diaezamant o kavout ar pezh a fell dezhañ. Bugale int pas tud deuet. Diaesoc'h eo implij al labourioù dave evito ha ne dalv ket ar boan kreskiñ an diaesterioù.
Evit ar pezh a sell nevezimpelaeriezh er yezhoù all e kavan e wikipedia : alamaneg :Neues Reich (Ägypten), spagnoleg :Imperio Nuevo de Egipto ; galleg :Nouvel Empire égyptien ; portugeg :Império Novo
ha diouzh an tu all : saozneg :New Kingdom ; italianeg :Nuovo Regno dell'Egitto.
Setu ez on ali cheñch keit ha ma n'eus ket kalz a dra d'ober. --Kadwalan 23 C'hwe 2007 da 14:13 (UTC)
- Evit tierniezh/tiernelezh e vijen bet techet implij tierniezh ivez, met heuillhet 'm eus an dibab graet gant Fulub war ar bajenn Roll Faraoned Egipt, hag a zo unan eus ar re gentañ savet war Henegipt. Ma vez divizet cheñch e vije ret goulenn digant Yunbot ober war-dro, peogwir e vije ur sapre labour: savet 'm eus degadoù a bajennoù gant ar gêr "tiernelezh". Evit Impalaeriezh pe Rouantelezh e kavan poellekoc'h (ha simploc'h) chom gant Rouantelezh. Hag a dra sur, e keñver yezh, ez on kentoc'h a enep furmoù evel "Nevezimpalaeriezh", re bounner ha diaes da gompren. Mod all, ma fell d'ar muiañ niver lakaat "Impalaeriezh nevez", why not? Benoni 23 C'hwe 2007 da 14:43 (UTC)
-
- 1)Direizh eo implij Tiernelezh en degouezh-mañ. Ret eo cheñch ar ger-se er pennadoù. Evit a sell Yunbot, n'ouzon ket penaos ez a en-dro evit c'hoazh... Gwelloc'h 'vefe da unan boazetoc'h ober ar goulenn war-eeun marteze.
2)N'on ket sot gant ar gerioù goveliet met ne gavan ket nevezimpalaeriezh pounneroc'h pe diaesoc'h da gompren evit nevezamzer. Hag ouzhpenn eo soñj din n'eo ket hon soñj diwar-benn ar gerioù implijet eo ar pouezusañ da'm meno met an implij a vez graet eus unan pe egile gant ar muiañ niver. Pa n'eus ket, ha Doue 'oar ez eus tachennoù difraost a-vostad e brezhoneg, e c'hallomp choaz hardizh met mod all eo ve emsavoc'h chom hep direnkañ ar pezh zo graet hag implijet gant ur bern tud. --Kadwalan 24 C'hwe 2007 da 06:15 (UTC)
-
-
- Lakaomp emañ Fulub o labourat e Ofis ar brezhoneg ha fiziañs em eus en e ali war ar poent-mañ...Benoni 24 C'hwe 2007 da 23:25 (UTC)
-
[kemmañ] Meurgann/Meurzanevell
Daou bennad heñvel zo bet krouet dindan anvioù disheñvel : Meurgan, savet d'ar 1añ a viz C'hwevrer gant Bianchi-Bihan, ha Meurzanevell, krouet d'an 3 a viz C'hwevrer gant Ch. Rogel. Ret e vo dibab an eil titl pe egile...--Llydawr 21 C'hwe 2007 da 18:42 (UTC)
An daou c'her a gaver e geriadur RHemon (FB, épopée). Gwelloc'h ganin meurgan pa vez kaoz eus barzhoniezh. Meurzanevell ne vefe ket barzhoniezh. Evel-se on bet techet a-viskoazh da welout an traoù-se. Alioù all zo? Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2007 da 18:32 (UTC)
- a-du penn-da-benn ganit. Evidon, "meurzanevell" = saozneg epic (barzhoneg pe get - tostoc'h ouzh ar ger saga...) keit ha ma talvez "meurgan" kement hag epic poem. Neal (Kaozeal) 22 C'hwe 2007 da 18:37 (UTC)
[kemmañ] Broioù/Stadoù
Daou rummad damheñvel a gaver : Rummad:Stadoù Azia ha Rummad:Broioù Azia. Unan re ? --Llydawr 21 C'hwe 2007 da 22:35 (UTC)
- Ya, ret vije diverkañ ar rummad "broioù", stadoù o vezañ ur gêr resisoc'h eget broioù. Benoni 22 C'hwe 2007 da 19:15 (UTC)
Dereat e vije bet, a gav din, gortoz ma vije bet meur a hini o reiñ o soñj war an dra-se, a-raok dibab diverkañ unan eus an daou rummad. Talvoudus e vije bet kaout soñjoù an dud o deus krouet hag implijet an eil rummad hag egile.--Llydawr 26 C'hwe 2007 da 21:55 (UTC)
[kemmañ] Qatar pe Katar
Demat d'an holl dud. Marsen 'vehe gwell' gober gant Katar... galon. Klaod. Kadbzh 23 C'hwe 2007 da 13:00 (UTC)
-
- A-du me ivez. Sellit ouzh ar pajennoù-mañ ivez:
-
-
- A-du emaon evit ar C'hatar ivez --Kadwalan 23 C'hwe 2007 da 14:23 (UTC)
-
[kemmañ] Taolennoù
Div daolenn a vije da adsevel er pennadoù
. ...ma c'hall unan sikour.
Katar, ha n'eo ket ar C'hatar neuze, evel ne larer ket ar Monako.Bianchi-Bihan 25 C'hwe 2007 da 14:10 (UTC)
Kaozeadeg eus ar 4vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 09 bloaz 2007)
[kemmañ] 26/02/2007 — 04/03/2007
- skrivañ un dra bennak en navet sizhun eus 2007 | An ti-chopin | sizhun a-raok — sizhun a zeu
[kemmañ] Kemennadenn
Vot diwar-benn an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek
Digor e vo ar bajenn-mañ etre ar 26 a viz C'hwevrer betek ar 1añ a viz Meurzh evit resisaat ar c'hinnigoù war ar stern hag evit reizhañ fazioù yezh.
N'eo ket digor c'hoazh ar votadeg hec'h-unan c'hoazh avat. Digor e chomo ar votadeg da vat etre ar 1añ a viz Meurzh 2007 betek ar 15 a viz Meurzh 2007
--Merour (Neal) (Kaozeal) 26 C'hwe 2007 da 09:32 (UTC)
[kemmañ] Kemenn votadeg
Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:20 (UTC)
[kemmañ] Kemenadenn 2
Kemenn a ran ivez eo digor c'hoazh, betek ar 4 a viz Meurzh, ar vot war liester ar rummadoù: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù el liester. Benoni 26 C'hwe 2007 da 10:16 (UTC)
[kemmañ] Prim
Ar mintin-mañ eo bet cheñchet titl ar pennad Iraq zo deuet da vezañ Irak. Daoust din ober gant Irak, soñjal ez eo ar stumm implijetañ ha krediñ e tlefe titl ar pennad bezañ gant ar stumm-se dre m'eo an hini implijetañ er Wikipedia brezhonek hag er skridoù brezhonek dre vras, ne gavan ket mat an doare prim m'eo bet graet ar c'hemm, hep kaout soñjoù ar re zo bet o labourat war ar pennad (Gwenn, Pokorny, Damien Perrotin). War ar bajenn gaozeal e kaver ur goulenn (ha ne vije ket gwelloc'h lakaat ar pennad dindan an anv Irak... gant Benoni d'ar 26 C'hwe 2007 da 00:00 hag ur respont (a-du) gant Neal d'ar 26 C'hwe 2007 da 06:18. Hag ar cheñchamant zo bet graet d'ar 26 C'hwe 2007 da 10:07 gant Benoni. Gant ur merour pe zaou e vez dibabet ar stummoù, pe gant an holl implijerien, dre genasant ?--Llydawr 26 C'hwe 2007 da 22:11 (UTC)
- e gwirionez e klota ar stumm Irak gant ar erbedennoù a denn d'an doare da dreuzskrivañ an arabeg a gavi amañ. A galon, --Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2007 da 07:34 (UTC)
- Souezhet on, kaoz a zo amañ gant Neal eus "ERBEDENNOU a denn d'an doare da dreuzskrivañ an arabeg". Koulskoude, pa'z eer da welet ar bajenn e weler skrivet Setu amañ da heul UR C'HINNIG evit treuzlizherenniñ n'eus forzh peseurt anv arabek hervez reolennoù ar reizhskrivadur brezhonek evit un implij boutin. KINNIG DA VEZAN BURUTELLET graet gant Neal d'ar 17 C'hwevrer 2006. Setu neuze UR c'hinnig hag a zeu da vezañ erbedennoù. Ouzhpenn-se, da grediñ ar gaozeadenn e seblant Neal bezañ a-du gant diforc'hiñ q ha k (forzh penaos, trawalc'h eo bezañ klevet arabeg evit gouzout pegen disheñvel an daou son-se, pe neuze eo arabat e ouije ar vrezhonegerien ar c'hemm-se?).Rognogno 27 C'hwe 2007 da 09:09 (UTC)
-
- lakaomp, erbedennoù da c'hortoz. Peurliesañ pa vez savet ur c'hinnig bet burutellet diwar e benn (evel hennezh) hep ma vije savet implijer/ez ebet a-enep dezhañ (n'em eus ket bet gwelet ac'hanout o lâret ne blije ket dit ar c'hinnigopù resis-se...) e vez doujet oute peurliesañ kentoc'h evit kenderc'hel pep hini da vont war e du. Kozh-noe eo ar c'hinnig-se, bet kaozeet diwar e benn pa ne oa ket kalz a implijerion/ezed oberiant oc'h ober war-dro ar raktres-mañ. Abaoe kalz a amzer n'en deus hini ebet skrivet tra pe dra diwar e benn, ha tra evbet a-enep d'ar c'hinnig-se, neuze e welan anezhañ vel ma vije bet asantet dre diouer, hep ma vije anezhañ ur reolenn-rik evel-just. N'en eus ket lâret e oa ret ober hervez ar c'hinnig-se - met keit ha ma ne vez savet hini ebet all (ha keit ha n'eus ket bet tamm enebiezh en e geñver) e kavan gwell ober gantañ, setu tout.
Ya, div fonemenn disheñvel int en arabeg (e meur a rannyezh avat e vez distaget qaf [g] hag abalamour da se e vez graet peurliesañ gant "Gamal Nasar). E brezhoneg n'int ket avat, ha dizimplij-tre eo al lizherenn <q> e peurunvan. Ur c'hemmadur nevet a vefe ret embann ivez: Q - > G, rak pa vez doujet ouzh an dreuzlizheranndur rik evit a sell ouzh Iraq/k e vefe ret hen ober ivez atav pa vez implijet qof en arabeg, kea? --Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2007 da 09:40 (UTC)
[kemmañ] Egiptopedia
(kendalc'h ar sizhun all) Un arguzenn aotrouniezh a implijez Benoni. Evidon da gaout doujañs ouzh labour an Ofis, hag ouzh gouiziegezh ha spered Fulub dre vras, e kav din n'en deus an dra-se mann da welet gant hor c'haoz. Souezhet bras e vefen ouzhpenn e vefe embannet un dro bennak gant an Ofis e kav mat ober gant ur ger disheñvel diouzh an hini a vez implijet evit kelenn an holl vugale a dremen er skolaj, ken er skolioù Diwan, ken er skolioù publik, ken er skolioù prevez, hag a zo skrivet sklaer war o dornlevrioù.
Reiñ a ran un arguzennn a denn d'ar bedagogiezh, hag ivez d'ar skiant vat : derc'hel d'ar pezh zo graet mat a-walc'h el levrioù skol hag a zo lennet gant an holl skolajidi. Daoust hag un arguzenn gevatal zo a-enep? Lavaret em eus ma meno evel Fulub : din-me ne vern ket kalz pe rouantelezh pe impalaeriezh. Kompren a ran e vije bet choazet ar ger gant unan n'eo ket bet o kelenn war an dachenn-se. Koulskoude e kav din ez eo an implij gwirion a vez graet eus ar gerioù er bed brezhoneger a rank ren labour ar wikipedia ha choaz e benngerioù (vedettes d'articles mar karez) evel er geriadurioù bras (keñveriañ gant ar pezh a zispleger e digoradur ar Robert). Dreist-holl evit ar pezh a denn da roll studi ar skolioù.
Perak e torran ho penn gant ar skolioù? :-) Abalamour ma vez sanket boazioù e penn ar vugale evit o buhez enne (gant kalz poan abalamour ma'z int yaouank ha ma n'eo ket ar brezhoneg o yezh-vamm peurliesañ) hag evit lakaat anezhe da implijout wikipedia e brezhoneg ha bezañ en o bleud gantañ ez eo gwell loc'hañ diwar an nebeud traoù eeun a anavezont war tachennoù na vez ket komzet alies diwar o fenn e brezhoneg kentoc'h evit cheñch ger dibaouez.
Setu perak e soñj din e vefe mat ober gant ar gerioù-se keit ha ma n'eus ket kalz a draoù da cheñch : peder skouer eus « rouantelezh kozh » hepken am eus kavet , 3 eus rouantelezh nevez hag eus rouantelezh krenn. N'eus nemet ur patrom da gemm ha mat pell zo. (hag ouzhpenn-se e c'hallfen ober ma unan).--Kadwalan 27 C'hwe 2007 da 11:04 (UTC)
- Mat vije dit gortoz un ali a stroll evit cheñch tra-pe-dra, ha dreist-holl hini Fulub pa z'eo eñ n'eus kroget gant al labour war Henegipt ha dibabet ar gêrioù. Evit tiernelezh pe tierniezh n'em eus me ali ebet, met ret eo dibab ur stumm ha cheñch pep tra dre Yunbot ma zo ezhomm ur wech a-du ar muiañ-niver gant ur stumm pe an hini all. Evit Rouantelezh nevez, krenn ha kozh em eus roet me ma ali, ha Fulub ivez. Ni zo an daou hon eus labouret ar muiañ war an dachenn-se (krouet ganeomp koulz lavaret an holl pennadoù), ha stag omp hon daou d'ar furmoù-se. Ingal eo din e vije rouantelezh pe impalaeriezh, met Fulub n'eus dibabet sklaer perak e gave dezhañ e oa gwelloc'h rouantelezh, ha sevel a ran a du gantañ. Hag a-enep krenn hon d'ar furm nevezimpalaeriezh: kalz re bounner (8 silabenn!!!). Vit ar pezh a sell bezañ arbennik pe get: me zo kelenner war an istor ha dedennet gant Henegipt dibaoe atav, setu e gred din bezañ arbennik a-walc'h! Benoni 27 C'hwe 2007 da 11:47 (UTC)
- Ur wikiehan emañ Fulub oc'h ober moarvat, setu e goulennan da Yunbot lakaat kement "tiernelezh" a zo e "tierniezh", pa n'eus savet den ebet a-enep d'ar c'hinnig-se. Benoni 4 Meu 2007 da 11:34 (UTC)
-
-
- E gwirionez em eus kalz labour er mare-mañ ha ne zeuan ket a-benn da grouiñ pennadoù ken. Kenderc'hel a ran da neveziñ troidigezh an etrefas a cheñch ingal war betawiki avat ha tammoù traoù a ran ivez war ar wikeriadur. Evit rouantelezh/impalaeriezh Egipt em eus roet ma soñj. Koulskoude, adalavaret a ran amañ em boa graet da gentañ gant rouantelezh peogwir em boa troet ar pennad diwar ar saozneg. Ma'm bije e droet diwar ar galleg em bije graet gant impalaeriezh moarvat. Kalz pennadoù am eus troet hag alies n'em eus ket bet kemeret an amzer da wiriañ pep termen ha dibaboù war ar prim am eus ranket ober kement ha mont war-raok. Daoust ma chomfen a-walc'h gant rouantelezh, e kavan reizh e vije un tabut war ar c'hraf-mañ hag e rofe ar gumuniezh e soñj. Evit tiernelezh, e oan en em gavet gant an termen dinasty e pennad hieroglifoù Egipt. War ar prim em boa graet gant dinastiezh pa ne oa deuet ger ebet all da'm spered. Just goude e oa bet savet ar pennad dinastiezh gant Ch. Rogel ma m'eus soñj mat. Goude c'hoazh e e oan aet war tachenn Sina hag aze em boa merzet en doa graet Yann-Varc'h Thorel gant an termen tiernelezh en e droidigezhioù. Dre ma ne gaver ket an termen dinastiezh er geriadurioù klasel em boa graet ma soñj ober gant tiernelezh neuze kement hag ober gant un termen testeniekaet. --Fulup 4 Meu 2007 da 22:36 (UTC)
-
- Goude bezañ bet savet ar pennad dinastiezh ganin em eus merzhet e rae Fulub gant tiernelezh hag em graet gant an termen-se a gaven gwelloc'h. War ar graf pennañ : gwelloc'h eo ober gant an termenoù implijet en dornlevrioù ma 'z int a-blom gant boazioù staliet mat. Siwazh ez eus chañchamantoù hiziv hag un tech d'ober gant termenoù gallek gwisket. Ha gwir eo e vez implijet henimpalaeriezh ha nevezimpalaeriezh e-barzh dornlevr TES 6vet klas - 1996. Troidigezh gant Pêr Drezen harpet gant ur skipailh reizherien memestra. --Ch. Rogel 4 Meu 2007 da 23:45 (UTC)
[kemmañ] An urzh c'hall o ren e Warsowiki
- Iskis ar pezh zo c’hoarvezet amañ : d’ur mare zo ne blije ket gwask an alouberien :[[3]].
- Goude-se ez eus deuet unan bennak da skeiñ an taol mat : [4]. Ha den n’en deus fiñvet.
- Am eus aon e komprenan perak : [[5]].
Ne lavarin nemet un dra: marteze e c'hallfemp kaout un displegadenn. Bianchi-Bihan 28 C'hwe 2007 da 22:31 (UTC)
Er wiki gallek emaint o klask distruj kement tra a ra dave d'an disterañ tamm breizhadelezh:
Amañ e vo ret lakaat stêrioù Breizh e Bro-C'hall? Pegeit e vo aotre c'hoazh da skrivañ eo Breizhiz Robic hag Hinault? Kergidu 1 Meu 2007 da 08:53 (UTC)
-
- (red) (diwezh) 28 C'hwe 2007 da 22:36 Kadbzh (Kaozeal | degasadennoù) (Ne c'hell ket bout degemeret - Displegit ho kemmoù e brezhoneg)
(red) (diwezh) 26 C'hwe 2007 da 17:51 Anthere (Kaozeal | degasadennoù) (Europe et France) Kadbzh 1 Meu 2007 da 09:17 (UTC)
[kemmañ] Istor Gwitreg
Setu ur gaozeadenn 'm eus bet gant un istrogell deuet da genlabourat e galleg(!!!) war ar wikipedia brezhoneg. Ar wech kentañ hag ar wech ziwezhañ eo din skrivan e galleg war ar wikipedia brezhoneg. Anzav a ran na gomprenan ket tamm ebet emzalc'h Bianchi-Bihan dirak un emzalc'h ken dismegañsus. Kenderc'hel a rin da ziverkañ ar pennadoù e galleg war ar wikipedia e brezhoneg... Petra soñjit? Aet hon skuizh o welet emzalc'h impalaerour ar c'hallegerien war ar wikipedia-mañ. Benoni 3 Meu 2007 da 19:04 (UTC)
Bonjour,
Je me permets de parler en français puisque c'est la langue maternelle de nous tous... même si c'est sur le wikipédia brittophone. J'ai fait un article en français sur l'histoire de Gwitreg car je ne connais pas le breton... Alors si votre choix est d'éliminer purement et simplement mon résumé, votre Wikipédia ne s'enrichira que par l'intermédiaire de votre petit groupuscule bretonnant... Le mieux serait peut-être d'utiliser votre connaissance de la langue et de traduire ce résumé... Hé oui, Wikipédia est une communauté, ce qui sous entend «entraide»! C'est aussi dans l'intérêt de tous...
Merci de votre compréhension. (Implijer:86.214.205.114)
- Pour une fois, et dans un esprit de cordiale camaraderie, je me chargerai de cette traduction du texte que vous proposez, à mon rythme (comme dans l'article du wikipédia français il y manque mention de Pierre Landais). Mais comprenez que je laisserai cette liberté à d'autres à une prochaine occasion. Bianchi-Bihan 3 Meu 2007 da 14:50 (UTC)
- Vous êtes ici sur la wikipedia bretonnante, où on rédige les articles en breton! Si vous n'aimez pas les "groupuscules bretonnants" il y a une wikipedia francophone, où existe un article Vitré, que vous pouvez améliorer tout à loisir. Et désolé, mais le français n'est pas ma langue maternelle! Et je suis loin d'être le seul dans ce cas ici. Benoni 3 Meu 2007 da 19:04 (UTC)
- Marteze a-walc'h eo atahinerezh eus o ferzh. Ar pep furañ eo chom hep kouezhañ er pej emaint o klask stignañ (lakaat ac'hanomp diaes e-keñver Wikipedia etrebroadel). Er c'heñver-se e kavan fur ha reizh emzalc'h Bianchi-Bihan en degouezh-se.Rognogno 3 Meu 2007 da 21:25 (UTC)
- Met ma fell da unan ac'hanomp klokaat ar pennad war Gwitreg war ar wikipedia-mañ e c'hell mont da glask an titouroù pa fell dezhañ/i war ar wikipedia galleg (hag e kalz lec'hioù all). N'eo ket d'ur galleger lavar deomp war petra labourat, petra treiñ, hag all! Ijinit-ta ma rafe ar spagnoliz ur pennad e spagnoleg war ar wikipedia katalaneg, pe ar saozon ur pennad e saosneg war ar wikipedia e kembraeg!!! Kaset e vijent da sutal raktal! Hag ouzhpenn-se ez eo ar galleger-se diseven a grenn, hep doujañs ebet evit ar brezhonegerien! N'omp ket chas! Eus un tu all, e soñj din ez eo ret chom seven gant tud vel Anthere, hag all, evel just, evit abegoù politikel. Met n'eo ket dereat doare ober ar wikipedourien c'hall war hon wiki ar mareoù-mañ! Benoni 3 Meu 2007 da 21:36 (UTC)
- Just a-walc'h, just a-walc'h... Mard int diseven: bezomp seven, pe diseblant... ar respont gwellañ eo da'm soñj, hag e paouezint buan a-walc'h a gav din.Rognogno 3 Meu 2007 da 21:46 (UTC)
- Met ma fell da unan ac'hanomp klokaat ar pennad war Gwitreg war ar wikipedia-mañ e c'hell mont da glask an titouroù pa fell dezhañ/i war ar wikipedia galleg (hag e kalz lec'hioù all). N'eo ket d'ur galleger lavar deomp war petra labourat, petra treiñ, hag all! Ijinit-ta ma rafe ar spagnoliz ur pennad e spagnoleg war ar wikipedia katalaneg, pe ar saozon ur pennad e saosneg war ar wikipedia e kembraeg!!! Kaset e vijent da sutal raktal! Hag ouzhpenn-se ez eo ar galleger-se diseven a grenn, hep doujañs ebet evit ar brezhonegerien! N'omp ket chas! Eus un tu all, e soñj din ez eo ret chom seven gant tud vel Anthere, hag all, evel just, evit abegoù politikel. Met n'eo ket dereat doare ober ar wikipedourien c'hall war hon wiki ar mareoù-mañ! Benoni 3 Meu 2007 da 21:36 (UTC)
- Marteze a-walc'h eo atahinerezh eus o ferzh. Ar pep furañ eo chom hep kouezhañ er pej emaint o klask stignañ (lakaat ac'hanomp diaes e-keñver Wikipedia etrebroadel). Er c'heñver-se e kavan fur ha reizh emzalc'h Bianchi-Bihan en degouezh-se.Rognogno 3 Meu 2007 da 21:25 (UTC)
- Vous êtes ici sur la wikipedia bretonnante, où on rédige les articles en breton! Si vous n'aimez pas les "groupuscules bretonnants" il y a une wikipedia francophone, où existe un article Vitré, que vous pouvez améliorer tout à loisir. Et désolé, mais le français n'est pas ma langue maternelle! Et je suis loin d'être le seul dans ce cas ici. Benoni 3 Meu 2007 da 19:04 (UTC)
[kemmañ] Kinnig emzalc'h
Siwazh, pa weler peseurt kaozioù a deu ganto war o fajennoù e weler n'int ket prest da baouez, hag un tamm mat niverusoc'h egedomp int. Gant se e kredan eo ret leuskel anezho d'ober o c'hoari, betek ur poent. N'eus ket da gas den ebet da sutal. Evel n'eus ket da lezel tagadenn ebet digastiz. Bezañ ken reut hag int avat n'eo ket politikerezh mat. Bezañ degemerusoc'h zo gwelloc'h, hag a servijo en dazont. A-hend-all, hervez ma soñj-me, e rankomp degemer an dud a feiz vat (marteze e oa un den a feiz vat: [[8]]). Hag ur reolenn bennak diwar-benn ar feiz vat zo er wikipedia a gredan. Implijomp ar reolennoù kozh a zo, ha savomp reolennoù nevez sklaer d'en em ziwall diouzh tud evel-se en dazont, ha kemennomp anezho d'an holl alouberien.
Kinnig a ran ar reolennoù-mañ da studiañ: pa vo kemennet un dra bennak e galleg amañ en dazont gant un den a-ziavaez ne vo respontet nemet e saozneg (hag e brezhoneg) dezhañ, hag e vo lavaret:
- ar brezhoneg a zo bet dibabet evel yezh labour nemeti e-barzh ar wikipedia-mañ abaoe m'eo bet krouet,
- hag ar saozneg zo bet dibabet evel yezh nemeti an darempredoù diavaez ofisiel dre m'eo an eil hini anavezet ar muiañ gant tud ar gumuniezh-mañ. Ma fell deoc'h kaout darempredoù prevez en ur yezh all, lezit o chomlec'h elektronek personel.
Pedet eo an holl da reiñ o ali. Marteze e vo ret votiñ. Bianchi-Bihan 3 Meu 2007 da 22:27 (UTC)
- Ya, a-du ganit, met prederiet mat on gant ar pezh a c'hoarvez ar mareoù-mañ. Ha siwazh e c'hoarvez an darn vrasañ eus o c'haozeadennoù war irc, setu ne ouezomp ket zoken petra ya en dro. Arabat dont da vezañ parano, met... Marteze vije un dra vat skoulmañ liammoù gant wikipediaoù kembraeg, katalaneg, galiseg, hag all... Arabat bezañ re reut, met arabat leuskel pep tra da dremen kennebeut... A-du 'vit ober gant ar brezhoneg da gentañ ha gant ar saosneg da eil...Benoni 4 Meu 2007 da 00:03 (UTC)
- Ret eo soñjal er gwall a-raok ma tegouezho. Un abadenn echedoù e vo (lod a oar c'hoari?) ha mat vije gouzout a-raok peseurt taolioù a vo. Setu perak eo ret bezañ prest da lavarout omp degemerus (aes da brouiñ gant an holl izili divrezhoneg zo bet degemeret) hag e reomp gant reolennoù sklaer, a zo poent sevel. Arabat deomp hunvreal, pa c'hallint skeiñ e skoint didruez. Bianchi-Bihan 4 Meu 2007 da 00:27 (UTC)
Perak ne vefe ket kaset an destenn ginniget war ar bajenn gaozeadenn gant un meneg divyezhek berr war bajenn ar pennad? "Danvez kinniget war ar bajenn kaozeadenn - Matériau proposé sur la page de discussion", da skouer. --Ch. Rogel 4 Meu 2007 da 18:39 (UTC)
Bez e c'haller ober ur bajenn gant "trodigezhioù goulennet" ivez. Bianchi-Bihan 4 Meu 2007 da 18:45 (UTC)
-
- Da vout gwelet fr:Wiki et Bretons "collaborateurs" . Kadbzh 5 Meu 2007 da 18:48 (UTC)
[kemmañ] Kudennoù gant taolennoù
- Traoù a-dreuz gant Kanton Pontkastell-Keren , gant Dukark (n'emañ ket e Breizh...) ha gant Kampionezed bedel echedoù .
Skoazell m.p. Trugarez en a-raok. A galon. Klaod.
- Graet, war bouezh Dukark, e lec'h na gavan kudenn ebet...Benoni 4 Meu 2007 da 20:58 (UTC)
Emaon oc'h ober tro ar mirdioù hag al livourien a blij din: piv a skoazello da adsevel ar skeudennoù er pennad Frans Hals? Ur banne a evin gantañ fenoz. Pe meur a hini. Bianchi-Bihan 6 Meu 2007 da 13:28 (UTC)
- Ar skeudennoù-se n'emaint ket war Commons. Ret eo dit eta eilañ anezho war ar servijer, evel 'm eus graet evit ar skeudenn gentañ. A galon, Benoni 6 Meu 2007 da 13:54 (UTC)
- Klask a rin gwelout, met ne gomprenan ket ar frazenn: eilañ, n'on ket sur, ha servijer: bout. Bianchi-Bihan 6 Meu 2007 da 13:57 (UTC)
- Gw. amañ: Skoazell:Penaos eilañ ur skeudenn war ar servijer (ar pennad n'eo ket bet troet c'hoazh) Benoni 6 Meu 2007 da 17:55 (UTC)
- Klask a rin gwelout, met ne gomprenan ket ar frazenn: eilañ, n'on ket sur, ha servijer: bout. Bianchi-Bihan 6 Meu 2007 da 13:57 (UTC)
Gwelloc'h ganin sevel pennadoù: vit an traoù se n'on gour.Bianchi-Bihan 7 Meu 2007 da 05:18 (UTC)
Kaozeadeg eus an 3vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 10 bloaz 2007)
[kemmañ] 05/03/2007 — 11/03/2007
- skrivañ un dra bennak en dekvet sizhun eus 2007 | An ti-chopin | sizhun a-raok — sizhun a zeu
Ar Stummoù mat evit "Palamède" , roue "Eubée", m.p. Klaod Kadbzh 7 Meu 2007 da 20:38 (UTC)
Kavet em eus Παλαμήδης / Palamêdês. Setu e vefe da vezañ diskrivet "Palamedes" kentoc'h evit palamedis.--Kadwalan 9 Meu 2007 da 10:58 (UTC)
-
-
- Divarrek on àr seurt traoù! Ur c'henseurt din, kelennour àr al lizhiri klasel, Gresian ag orin, 'n' eus kinniget "Palamidis" ... A galon. Kadbzh 9 Meu 2007 da 20:33 (UTC)
- Ma'm eus komprenet udb etre gregach ha gresianeg, e oa gwechall Aristides ha bremañ Aristidis. Un tamm evel debriñ/dibriñ, ostaleri/ ostaliri. Gra a giri. Bianchi-Bihan 9 Meu 2007 da 21:59 (UTC)
- Divarrek on àr seurt traoù! Ur c'henseurt din, kelennour àr al lizhiri klasel, Gresian ag orin, 'n' eus kinniget "Palamidis" ... A galon. Kadbzh 9 Meu 2007 da 20:33 (UTC)
-
[kemmañ] Ur vunutennig da goll
Ar re o deus ur vunutennig da goll a c'hallo mont da vamiñ ouzh labour un den ha n'en deus ken pal en e vuhez nemet divreizhekaat marc'hhouarnerien. E saozneg :[[9]]. En alamaneg: [[10]]. Hag e spagnoleg. Shelley Konk 9 Meu 2007 da 04:54 (UTC)
Kaozeadeg eus an eil sizhunvezh diwezhañ (sizhun 11 bloaz 2007)
[kemmañ] 12/03/2007 — 18/03/2007
- skrivañ un dra bennak en unnekvet sizhun eus 2007 | An ti-chopin | sizhun a-raok — sizhun a zeu
[kemmañ] Adenvel an ti-chopin
Dibaoe mizioù e vez reoliek kinnigoù evit adenvel an ti-chopin. Setu perak 'm eus krouet ur bajenn a-ratozh evit kement-mañ, gant ar pal sevel ur vot er fin. Tu zo deoc'h mont da lakaat ho ali, sevel kinnigoù, h.a. amañ. Benoni 11 Meu 2007 da 23:05 (UTC)
[kemmañ] rummad:Gwask
Ar wask (anv gwregel) zo ur mekanik en un ti-moulañ. Ober an anv-se eus an holl gazetennoù zo kement ha dreveziñ ar galleg, netra ken. ur boaz marteze gant ar "c'houdesadedourion", ha n'eus ket da vont d'e heul: ur rummad:kelaouennoù a vije dereatoc'h. Ha trawalc'h. Bianchi-Bihan 13 Meu 2007 da 07:25 (UTC)
[kemmañ] Freuz
Distrujet eo bet ar rummad a glot gant rummad:Marc'hhouarnerien Breizh er wiki saoznek. Klask a reer ober kemend-all gant ar rummad a glot gant rummad:skrivagnerien Breizh er wiki gall. da c'hortoz traoù all. Shelley Konk 13 Meu 2007 da 19:16 (UTC)
[kemmañ] translation from english pleace
Can someone translate this : Featured article link for to your language? It's for a pywikipedia bot I am working on - WarddrBOT 15 Meu 2007 da 15:41 (UTC)
Kaozeadeg eus ar sizhunvezh diwezhañ (sizhun 12 bloaz 2007)
[kemmañ] 19/03/2007 — 25/03/2007
- skrivañ un dra bennak en daouzekvet sizhun eus 2007 | An ti-chopin | sizhun a-raok — sizhun a zeu
[kemmañ] Tan er Pireneoù
Ur rummad: Katalonia an Norzh zo amañ. He c'hoar c'hallek a fell da lod distruj, du-hont. Kemerit ur vunutenn da vont da welet. Shelley Konk 20 Meu 2007 da 14:17 (UTC)
[kemmañ] Kimiad da Hellaz kozh
Kontet em eus em boa savet tost da 250 pennad diwar-benn mojennoù ha doueed Hellaz a wechall abaoe 4 miz.
N'on ket a-du gant an dibaboù graet nag an doare da gemm ar pennadoù-se a zo o ren bremañ: setu ma paouezin krenn gant an danvez, goude ma chom pennadoù diechu, goude ma chom un 200 d'ober c'hoazh, hag am bije graet war o zro a-hend-all. Marteze e rin, met amañ ne vo ket.
Marteze ivez e kendalc'hin un tamm bihan c'hoazh, dousik, gant al livourien, keit ma ne savo ket bec'h, evit plijadur ar skeudennoù hag ar brezhoneg war un dro. Avel vat d'ar wikipedia brezhonek. Bianchi-Bihan 22 Meu 2007 da 00:07 (UTC)
- Diaes da gompren: n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet daosut ha ma oa bet na'het ganit kenlabourat dre kinnig dibbaoù da-unan hag a c'hellje bezañ bet degemeret er votadeg ha diouzh an tu all divizout az poa chom hep kemer perzh er votadeg hec'h-unna, zoken evit lâret e oas a-enep da bep kinnig. N'eo ket ret na kenlabourat dre degas kinnigoù na dre mouezhiañ evel-just, met dont da glemm war-lerc'h a zo un tammig re aes d'am soñj. N'eus forzh penaos e vo laket da dalvezout an dibaboù bet graet hervez disoc'h ur vouezhiadeg bet kaset da-benn un un doare reizh. ha ya, goût a ran, n'eo ket deuet kalz a dud da lâret o soñj dre reiñ o vot, met petra 'ri? n'heller ket rediañ an dud d'hen ober evel-just. Met d'an nebeutañ o doa implijerion zo disklêriet n'o doa ket kemeret perzh abalmour ma n'int ket gouiziek war an dachenn-se: un emdalc'h fur ha kirikiek. Tristig eo kentoc'h avat, d'am soñj atav, o welet tud sañset gouiziek war an dachenn dre m'eo bet savet kement all a bennadoù gante o tivizout chom hep kemer perzh el labour a stroll ha neuze lâret ne blij ket dezhe an divizoù bet kemeret. Bezo pe vezo, evel merour e lakain e pleustr an divizoù bet kemeret a-stroll en un doare demokratel (d'am soñj n'eo ket chomet digor e-pad keit all nep votadeg all a seurt-se). Ne blij ket dit an divizoù, daoust d'al labour bet kaset da-benn ganit n'eus netra d'ober. Merour (Neal) (Kaozeal) 22 Meu 2007 da 07:20 (UTC)
-
- N'eo ket diaes da gompren: pa vez dizemglev ec'h echu ur frapadig buhez, amañ un tammig kenlabour (400 pennad am eus keuz d'an amzer tremenet ganin ouzh o sevel), ahont un dimeziñ. Hervez frankiz pep hani.
- Kemer perzh en ur votadeg rakfardet gant tud n'o doa ket labouret war an dachenn n'em boa ket c'hoant d'ober. Frankiz pep hani, ur wech ouzhpenn.
- Ober a rez-te klemm eus ar pezh zo dizemglev em geriadur. Ma ne gomzomp ket ar memes yezh e vo diaes en em gompren.
- Ar vouezhiadeg eo a lakaez-te a-raok pep tra: ar c'henemglev etre ar re a labour war an dachenn a lakaan-me. Fentus eo gwelout eo unan eus alioù wikipedia ( Discuss, don't vote, a gredan) ha ne dalvez ket amañ.
- Biken ne vin a-du gant divizoù kemeret gant tud ha n'o deus ket labouret war an dachenn. Setu perak ne gemeran ket perzh er mouezhiadegoù. Setu perak em eus keuz da vezañ graet al labour am eus graet. Amzer kollet ganin, diwar-goust traoù all.
- Gwelloc'h e vije bet din dilezel abretoc'h an tachennoù aret ganin pa oa bet bet reuz gant an departamantoù gall.
- D'ar re o deus votet diwar-benn un dachenn n'anavezent ket nemeur (eveldon kent kregiñ) d'ober al labour bremañ. D'o zro. Bianchi-Bihan 22 Meu 2007 da 19:27 (UTC)
- Aozet e oa bet ar votadeg, evel e ouzez mat-tre, peogwir ne oa ket tu da dont a-benn d'ur c'henemglev etre an dud bet labouret war an dachenn resis-se. Lod a gave dezhe e rankfe mont ar maout gant an hini bet savet ar muiañ a bennadoù war an dachenn-mañ'n-dachenn ganti/añ, met n'eo ket evel-se ma'c'h a an traoù. Ur pouez hñvel en deus pep implijer/ez hag oar gwir da lâret o soñj ha/ pe da vouezhiañ mar fell dezhe. Keuz a lârez, ne welan ket re perak. Hag evidout da-unan eo e savez pennadoù? Ha ma vefe tennet gounid oute gant implijerion/ezed all ne vern? Ur gumnuniezh eo ar wikipdia ha n'eo ket ur park-peuriñ hiniennel. Chalte on un tammig avat gant ar fed ma kred dit "ar re o deus votet diwar-benn un dachenn n'anavezent ket nemeur". Piv? Perak? Dismegañ evit an implijerion/ezed all n'eo ket gwall yac'h d'am soñj. taol ur sell ur wezh all da gentañ ouzh an evezhidennoù bet skrivet ganin diwar-benn traoù o tennañ d'un dachenn all, hini ar yezhoniezh. Ha ne gomzan ket eus an dibab termnoù met eus ar c'healoù o-unan (s.o. Yann 8:7).--Merour (Neal) (Kaozeal) 22 Meu 2007 da 19:38 (UTC)
-
- C'hoant am eus amañ gourc'hemeniñ Neal ha Bianchi-Bihan evit al labour ramzel bet kaset ganto da benn diwar-benn Hellas. N'emaon ket a-du avat gant rebechoù Bianchi-Bihan: pa na gemerer ket perzh en ur vot (padal e oas kelaouet) n'eus ket ar gwir pizmigañ an disoc'hoù. Gellet tije er c'hontrol kenlabourat gant Neal evit gwellaat e ginnigoù, h.a. Ur c'henlabour eo wikipedia, met ezhomm 'zo tud a volontez vat...Benoni 22 Meu 2007 da 19:40 (UTC)
- Hervez reolennoù diazez ar wikipedia, ma'm eus komprenet un dra bennak enne, eo ar re a labour war un dachenn a rank en em glevout. Ret e oa gortoz ken e rajent. Hag o dije graet. Met atav ar memes tra: ret e vez hastañ atav, hastañ lakaat ur gudenn e-lec'h n'eus ket, hastañ votiñ evit un diskoulm. N'eo ket evel se e welan an traoù, hel lavarout a ran amañ, pa n'em eus ket bet tro d'ober e lec'h all. Mat pell zo.
- Pa lavaran "un dachenn n'anavezent ket nemeur" n'eo ket, evel ma soñjez, ur gunujenn d'az kouiziegezh war ar gresianeg, met ar pezh a c'hallfe n'eus forzh piv lavarout diwar-benn ma anaoudegezh-me eus Egipt kozh pe eus ar rugbi, ha ne deuje biken ar soñj din mont da votiñ evit an disterañ tra a denn dezhe pa n'em eus ket graet war o zro. Hag echu. Bianchi-Bihan 23 Meu 2007 da 07:13 (UTC)
- C'hoant am eus amañ gourc'hemeniñ Neal ha Bianchi-Bihan evit al labour ramzel bet kaset ganto da benn diwar-benn Hellas. N'emaon ket a-du avat gant rebechoù Bianchi-Bihan: pa na gemerer ket perzh en ur vot (padal e oas kelaouet) n'eus ket ar gwir pizmigañ an disoc'hoù. Gellet tije er c'hontrol kenlabourat gant Neal evit gwellaat e ginnigoù, h.a. Ur c'henlabour eo wikipedia, met ezhomm 'zo tud a volontez vat...Benoni 22 Meu 2007 da 19:40 (UTC)
-
-
-
-
-
- Arabat lâret n'eus forzh petra. Pelec'h ac'h eus gwelet ur reolenn hag a lâr eo ret gortoz betek ma vefe tizhet ur c'henemglev gant an implijerion/ezed o labourat war an dachenn-mañ-'n-dachenn? Ha perak e vefe savet mouezhiadegoù neuze, koulz war ar raktres-mañ ha war an holl re all? Hastañ a lârez? Ya, gortoz nouspet miz, sevel pennadoù a-ratozh-kaer o tennañ d'ar gudenn da vezañ dirouestlet (sell ouzh an dielloù stag our pajenn gaozeal ar pennad reolata-mañ), kas kemennadennoù war-eeun d'an holl implijerion/ezed bet labouret war an dachenn o c'houlenn o ali hag ivez d'an holl re all dre vras, kas kemennoù dit-te war-eeun o pediñ da ali (nac'hañ eo ar bet ar respont nemetañ diouzh da berzh atav), sevel ur prantad div sizhunvezh evit gwellaat ha kemmañ ar c'hinnigoù war ar stern da vezañ votet war o fenn da c'houde, div sizhunvezh eo chomet digor ar vot ivez. Ya mac'hat, hastañ spontus. N'eo ket rediet an dud da labourat war ar wikipedia, met pa divizont labouront warnañ eo ret dezhe kompren eo ret labourat a-gevret hag a-stroll: n'eus na tachenn (nag ar yezhoniezh evit a sell ouzhin ivez, evel-just) na pennad ebet war ar wikipedia ma vefe perc'hen warnañ implijer/ez pe implijer/ez ha zoken ma vije bet labourate ganti/añ warne kalz muioc'h evit n'eus forzh piv all. Evit tud zo e kopmpren e c'hell bezañ start gwelet penaos e c'hell bezañ kemmet pennadoù bet savet gante gant tud all en un doare na blij ket dezhe, met evel-se 'mañ an traoù.Merour (Neal) (Kaozeal) 23 Meu 2007 da 07:33 (UTC)
-
-
-
-
-
-
-
-
- Ha moarvat n'eo ket disoc'h ar votadeg un dra da badout da vat ha da virviken. Pa vo aet Wiki bzh war-raok war an dachenn-se e vo gwelet marteze ez eus mankoù hag e vo ret diwariañ tra pe dra a-benn ur pennad ac'hann. Forzh penaos, ken nebeut a dud a oa o votiñ ken e c'helle ur vouezh hepken lakaat an divizoù da gemm penn-da-benn.Rognogno 23 Meu 2007 da 08:43 (UTC)
-
-
-
-
-
-
-
-
-
-
- Padout a raio betek ma vo aozet ur votadeg all evel gant disoc'h an holl kenemglevioù tizhet war ur raktres wikipedia, dre vot pe get. Gwir eo eo dister an niver a dud deuet da reiñ o mouezh, met ret eo anzav da gentañ eo dister an niver a dud a labour ingal war ar raktres and da eil e vez dister atav an niver a dud a deu da vouezhiañ war ar wikipediaoù dre vras, zoken e saozneg pae e galleg. N'haller ket rediañ an dud da votiñ, met na votont ket ne c'hell ket talvezout da abeg evit klem da c'houde rak ne blj ket dezhe disoc'h ar votadeg. N'eus forzh penaos, ne denn ket ar wirionez d'an niver a dud a deu da vouezhiañ ha bez' e c'heller kemer divizoù poellek hep ma teufe miliadoù pe kantadoù a dud da reiñ o soñj. War an dachenn-mañ eo bet tizhet ur c'hendiviz disheñvel diouzh kinnigoù kentañ an implijer/ez-mañ'n-implijer/ez dre en emglevet etre meur a hini. Demoktratel penn-da-benn.Merour (Neal) (Kaozeal) 23 Meu 2007 da 09:51 (UTC)
-
-
-
-
-
[kemmañ] Kaozeal
- Adlavarout a ran: n'eo ket klemm, tamall, na tabutal, gerioù taolet din a bep eil, a glaskan amañ, met kaozeal. Ha kaozeal sioul a garfen kenderc'hel d'ober.
- Ne lavaran ket n'eus forzh petra.
- Sed a lennan er wiki gallek (kemend-all a gaver e yezhoù all): En cas de désaccord sur le contenu d'un article, les wikipédiens cherchent à déterminer ce contenu par un débat argumenté et raisonné, afin d'en arriver à un consensus. Il n'y a jamais de vote sur le texte d'un article, car la retranscription des connaissances ne peut pas être le résultat d'un processus démocratique.
Setu. Bianchi-Bihan 23 Meu 2007 da 11:00 (UTC)
-
- Kudenn ebet evit kaozeal diwar-benn danvez ur pennad ("contenu") - graet e evz peurliesañ evit ma vanfe neptu ar pennadoù. Netra da welet gant ar reolennoù envel avat na viront ouzh hini ebet da sevel pennadoù.
- Kaozeal a oa bet pedet ouzhin ganin evel merour nouspet gwech diwar-benn ar c'hraf resis-mañ ha nac'hañ bewech e oa bet da respont nemetañ.
- Lâret forzh petra an hini eo klask lakaat an dud da grediñ e oa bet "hastet votiñ evit un diskoulm" en ur c'hoût e oa bet digor ar prantad div sizhunvezh rakfardañ digor d'an holl da reiñ o soñj diwar-benn ar c'hrafoù da vezañ votet diwar o fenn ha da heul ur prantad div sizhunvezh all evit votiñ. Ha kemend all goude d'an nbeutañ div vizvezh o kaozeal diwar-ben an tem. Tri mizvezh (d'an nebeutañ) a zo hastañ evit dont a-benn da gaout ur sistem unvan evit treuzskrivañ anvioù divoutin gresianek?
Merour (Neal) (Kaozeal) 23 Meu 2007 da 12:06 (UTC)
-
-
- Ne lavaran ket n'eus forzh petra.
- Ganit emañ ar gwir atav.
- Ne respontin ket eta. Bianchi-Bihan 24 Meu 2007 da 03:54 (UTC)
-
[kemmañ] Vot digor war adenvel an ti-chopin
Ur vot a zo bet digoret amañ evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ o ali. Benoni 25 Meu 2007 da 12:13 (UTC)
Kaozeadeg eus ar sizhunvezh (sizhun 13 bloaz 2007)
[kemmañ] 26/03/2007 — 01/04/2007
- skrivañ un dra bennak en trizekvet sizhun eus 2007 | An ti-chopin | sizhun a-raok — sizhun a zeu
[kemmañ] Erru ur gont a vez... (krennlavar brudet)
Aet on skuizh ha tremen skuizh o welet ar memes tra bepred. Kaer a oa bet lavaret: kendelc'her a ra an traoù war o c'hemend-all: ar re a zlefe diskouez ar skouer vat (ar verourien) oc'h ober fae war an implijerien all. Kompren a ran re vat ar re a zo aet kuit, ober a ran evelto, eta. Ne gemerin mui perzh er Wikipedia brezhoneg evit ar poent (Goude un 2000 perzhiadenn bennak). Petra 'zo c'hoarvezet ar wech-mañ? Hep reiñ an disterañ displegadur ez eus aet ur merour da cheñch anvioù broioù, kevandirioù, patromoù, hep teurel pled eus ar pezh a oa war Wikipedia br. a-raok, ha dreist pep tra eus ar vuhez wirion a zo eus an tammig deskadurezh vrezhonek a c'haller kaout (Diwan, levrioù ha kartennoù TES, &c). Re zo re, ha kement-se en deus lakaet ar c'harr da wintañ. Arouezius eo eus ar fae a zo o ren amañ. Kement-se a oa bet lavaret ganin ha gant tud all. Poan gollet e oa, sklaer eo.Rognogno 26 Meu 2007 da 14:45 (UTC)
- ??? Eus petra hag eus piv e komzez? Me? O vezañ ma 'm eus labouret war Okeania hiziv? Koulskoude 'm eus doujet da 100% d'ar pezh a gaver e geriadur An Here. Setu 'm eus treusfurmet un Oseania bennak e Okeania dre m'eo ar furm ofisiel e brezhoneg. Krouet ur patrom evit stadoù ha tiriadoù Okeania (n'eo nemet er fin em eus gwelet e oa unan dija war un nebeut tiriadoù eus ar SUA, met graet 'm oa tout al labour dija). Ha setu tout... N'eus netra da rebech din. Ha forzh penaos n'am eus graet al labour-se nemet evel kenlabourer ha pas evel merour. Setu ma 't eus rebechoù resis d'ober, gra en un doare sklaer ha pas en un doare sil.Benoni 26 Meu 2007 da 15:04 (UTC)
- N'ouzan ket c'hoazh a-enep da biv eo tagadennoù Rognogno. O klask war Okeania hon kouezhet war ar bajenn-mañ avat: Kaozeal:Okeania. Adanvet 'm eus eta Oseania e Okeania hervez ali ar muiañ niver ha graet kement-all er patrom.Benoni 26 Meu 2007 da 15:13 (UTC)
[kemmañ] Kudennig
Lavreer-an-Botorel pe Lavreer-Botorel. Kadbzh 26 Meu 2007 da 19:49 (UTC)