Unanennoù diazez ar sistem etrebroadel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar sistem etrebroadel a zo seizh unanenn ziazez ennañ.
Unanennoù all ar fizik a c'heller deverañ eus an unanennoù-se : graet e vez unanennoù deveret eus ar sistem etrebroadel anezho. Dre an analizenn ventel e vezont deveret. Graet e vez gant rakgerioù evit skrivañ berroc'h an niveroù hir (bras pe vihan).
An unanennoù amañ da heul eo ar re ziazez a zo deveret an holl re all diouto. Dizepant ez int ent mentel, nemet ar c'handela a zo bet adtermenet diwar an unanennoù SI diazez all. Daoust da se eo chomet un unanenn ziazez evit abegoù istorel.
Anv | Simbol | Kementad | Termenadur |
---|---|---|---|
metr | m | hirder | Ar metr eo an hirder graet er goullonder gant ar gouloù e-pad 1/299 792 458 segondenn. (17vet CGPM (1983), Disentez 1, CR 97) |
kilogram | kg | mas | Ar c'hilogram eo an unanenn vas. Kevatal eo da vas pimpatrom etrebroadel ar c'hilogram (ur granennad platin-iridiom (90%-10%)). Miret eo hemañ e Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù e Sèvre, e Frañs. (1añ CGPM (1889), CR 34-38). Notañ ez eo ar c'hilogram an unanenn ziazez nemeti gant ur rakger. Termenet eo ar gram evel un unanenn deveret, kevatal da 1/1000 eus ur c'hilogram. Lakaet e vez ar rakgerioù dirak ar gram ha n'eo ket dirak ar kg. da skouer Gg ha n'eo ket Mkg. Bez eo ivez an unanenn nemeti termenet gant ur pimpatrom danvezel e-lec'h ur fenomen naturel a c'heller muzuliañ. |
segondenn | s | amzer | Ar segondenn eo pad 9 192 631 770 periodenn eus ar skinadenn a glot gant an tranzitadur etre daou live hipertanav eus stad diazez an atom seziom 133 d'un temperadur 0 kelvin. (13vet CGPM (1967-1968), Disentez 1, CR 103) |
amper | A | tredan pe red elektrek | An amper eo fonnder ar red elektrek digemm a brodufe un nerzh kevatal da 2 × 10-7 newton dre vetrad hirder ma vefe dalc'het e-barzh daou gonduer eeun ha parallelek, anfin o hirderioù, disterdra o zroc'h, ha war-hed ur metr an eil diouzh egile er goullonder. (9vet CGPM (1948), Disentez 7, CR 70) |
kelvin | K | temperadur | Ar c'helvin, unanenn demperadur termodinamikel, eo ar gevrenn 1/273,16 eus temperadur termodinamikel poent tric'hement an dour. (13vet CGPM (1967), Disentez 4, CR 104) |
mol | mol | kementad danvez | Ar mol eo kementad danvez ar sistemoù a zo enno kement a hamboudoù elfennel hag ez eus a atomoù e-barzh 0,012 kilogramad karbon 12. (14vet CGPM (1971), Disentez 3, CR 78) Pa reer gant ar mol e ranker resisaat petra eo an hamboudoù elfennel a c'hell bezañ atomoù, molekulennoù, ionoù, elektronoù, partikulennoù all pe strolloù resisaet eus an hevelep partikulennoù. War-dro 6,02214199×1023 eo an niver-se (NA). |
candela | cd | kreñvder gouloù | Ar c'handela eo kreñvder gouloù, en un durc'hadur roet, an andonioù a embann ur skinadur monokromatek, 540.1012 hertz o frekañs, hag a zo kevatal o c'hreñvder energiezh en durc'hadur-se da 1/683 watt dre steradian. (16vet CGPM (1979) Disentez 3, CR 100) |
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diabarzh
- Rakgerioù ar sistem unanennoù etrebroadel
- Troidigezh an unanennoù
- Unanennoù diazez
- Unanennoù deveret eus ar sistem etrebroadel