Kaozeadenn Implijer:Wikioñff
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Salud, Wikioñff, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Wikioñff. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae |
||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war ar pajennoù ar wiki |
||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl |
||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Ti-chopin Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all |
||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia |
||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton zo war ar skeudenn. Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus az po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Fulup 2 Ebr 2006 da 14:28 (UTC)
- Setu krog mat out ganti bremañ. Gwelet em eus out bet o reizhañ traoù yezh war un toullad pennadoù. Un dra vat eo. Diwall memes tra da reizhañ fazioù hepken ha neket cheñch dibaboù yezh aozerien ar pennadoù n'int ket fall dre ret. Da skouer, n'eo ket direizh ober gant "gwech" e-lec'h "gwezh". Arabat reizhañ neuze pa n'eus ket bet degemeret diviz ebet war ar poent-mañ war ar wiki evit c'hoazh. Diwall ivez pa cheñchez traoù en ur ger pe un droienn etre sonelloù [[...]] rak gellout a rez terriñ liammoù war-du pennadoù all. Ma, nebeut a dra. Kalon vat dit da genderc'hel ganti. --Fulup 2 Ebr 2006 da 17:45 (UTC)
[kemmañ] Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)
Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.
Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.
Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.
Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)
--Neal 5 Du 2006 da 09:42 (UTC) (Merour)