Kaozeadenn Implijer:Yun
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Trugarez evit bezañ brezhonekaet skeudennoù ar pennad ezklozadur. Penaos ac'h eus graet ? un toullad kartennoù all a garfen treiñ met n'ouzon ket penaos en em gemer. Fulup 30 Aug 2005 à 10:45 (UTC)
Pellgarget em eus paint shop pro. Penaos e vez graet evit diverkañ ar pezh zo skrivet hep diverkañ ar foñs ? Ha goude evit skrivañ rik heñvel met en ur yezh all ? Fulup 31 Aug 2005 à 16:07 (UTC)
Trugarez dit ivez evit da alioù war Paint shop. N'em eus ket klasket labourat gantañ c’hoazh. Evit troidigezh an etrefas, bremañ pa welan pelec’h en em gav an tammoù frazennoù e verzañ kalzik a fazioù pe traoù a vo da zigammañ (frazennoù savet a-dreuz). Graet e vo tamm-ha-tamm pa vo bet echuet brezhonekaat pep tra gant meziant ar wiki. Da'm soñj e vo nevezaet an holl etrefasoù a-barzh pell forzh penaos (ur stumm nevez a vo). --Fulup 5 Gwe 2005 à 17:48 (UTC)
Salut dit,
Gwengolo hepken gant un bennlizherenn pe an holl mizioù ? --Paotr 10 Gwe 2005 à 10:12 (UTC)
Slut Yun,
setu, ur gudennig am eus ha ne deuan ket d'he diskoulmañ. klasket meus bet graet n'oûn ket pet gwech fenoz da embann ur pennad diwar benn ar vogouleg met n'a ket en-dro an traoù. setu 'pezh vez skrivet. hag un diskould 'tefe? trugarez, Neal 27 Gwe 2005 à 19:39 (UTC)
Fazi bank roadennoù Ur pennad tennet eus Wikipedia, ar c'helgeriadur digor. Fazi ereadur er bank roadennoù. Setu ar goulenn bet pledet gantañ da ziwezhañ :
(SQL query hidden)
adal an arc\'hwel "Article::insertOn". adkaset eo bet ar fazi "1062: Duplicate entry '0-Vogouleg' for key 2 (10.0.0.102)" gant MySQL.
salut dit, trugarez evit da respont. a-benn ar fin e oa bet diskoulmet ar gudenn drezi hec'h-unan pe gant unan bennaket all. marteze a-walc'h nne oa nemet ur gudennig bet en em silet er sistem ha war-lerc'h bet skarzhet kuit. Neal 30 Gwe 2005 à 17:39 (UTC)
[kemmañ] Anvioù-lec'h estren e brezhoneg (eksonomiezh)
- Da live an ABU ez eus ur strollad arbennigourien a bled gant an anvioù-lec'h, ar GENUNG eo (Groupe d'expert des Nations-Unies sur les noms géographiques). Krouet e oa bet diwar atiz Kebekiz e penn-kentañ. Ganto ez eus bet embannet un nebeud erbedadennoù evit klask kaout an hevelep reolennoù e pep bro ha lakaat un tamm urzh er bed luziet-mañ. An div reolenn bouezusañ eo
- 1 : ul lec'h = un anv. Evit ma ouife an holl sklaer eus petra zo kaoz hag evit ma vefe plaenaet kudennoù zo. Lakaomp e Norzhiwerzhon e ra ar Gatoliked gant Derry hag ar Brostestanted gant Londonderry evit an hevelep kêr. Jeruzalem zo Jeruzalem evit Israeliz met Al-Quds evit Palestiniz hag an Arabed. Setu, evit ma vefe an nebeutañ a gudennoù emgompren evel-se e vez broudet ar Stadoù da ofisielaat stummoù o anvioù-lec'h hag e vez broudet an dud all da zegemer ar stummoù ofisiel-se evel m'emaint en o yezh dezho. Setu perak eo bet erlec'hiet Pekin gant Beijing (stumm romanekaet ofisielaet gant gouarnamant Sina). Heñveldra, eo deuet kêr Bombay da vezañ Mumbay ha Madras da vezañ Chennay en India.
- 2 : an eil erbedadenn bouezusañ eo doujañ da reizhskrivadur yezh krouiñ an anv-lec'h. Da lavaret eo degemer en e yezh an anvioù evel m'emaint er yezh orin. Da skouer, stad Georgia er Stadoù-Unanet, a c'haller degemer dindan ar stumm Georgia (stumm ofisiel) e brezhoneg ha neket dindan ar stumm Jorjia (brezhonekadur un distagadur).
Mat, evel-just, seurt erbedadennoù n'int nemet reolennoù dre vras ha disheñvel eo boaz pep yezh ha pep bro. Mat eo gouzout kouskoude ez a an erbedadennoù etrebroadel war an tu-se ha n'eo ket war an tu azasaat pep anv estren e pep yezh. Evit ar brezhoneg e kaver a bep seurt. Emglev a oa bet etre Ofis ar Brezhoneg (ennañ ur servij a bled gant an anvioù-lec'h), An Here ha TES evit diazezañ reolennoù. Diwar ar reolennoù degemeret aze eo bet embannet kartenn ar Bed gant TES, ar c'hartennoù a gaver el levrioù Istor ha Geografiezh hag ivez roll geriadur an Here. Abaoe e vez implijet stummoù ar roll-se er gelaouenn Bremañ ivez. Ar pezh a oa bet divizet dre vras eo kement-mañ : pa vez ur stumm brezhonek testeniekaet mat er skridoù evit an anvioù estren : derc'hel d'ar stumm-se, da skouer Londrez, Pariz, Bro-Saoz, Spagn, hag all. Pa n'eus ket a stumm brezhonek testeniekaet mat (ur stumm a vez kavet e meur a oberenn, e meur a gelaouenn, dindan bluenn tud disheñvel), klask degemer ar stumm ofisiel e yezh ar vro : Costa Rica, Belarus... Mat, n'eo ket aes atav gouzout petra zo testeniekaet mat ha petra n'eo ket. Ar pezh a gont a gav din eo e oa bet tu da dizhout ur seurt treuzvarc'had hag ez eus bet embannet oberennoù pedagogel diazez gant ar stummoù-se. Setu, kavout a ra din n'eus nemet mad da gaout diwar implijout ar stummoù a gaver e geriadur an Here ha pa vefe tu da arguzenniñ war stumm pe stumm, forzh penaos ne vo morse a-du an holl war ur roll evel-se. Oc'h heuliañ ar roll zo en Here en em lec'hiomp dre vras el luskad etrebroadel a embann e ranker degemer ar stummoù evel m'emaint e yezh ar vro. Evidomp-ni Bretoned eo ivez un harp evit ma vo ofisielaet un deiz stummoù evel Kemper pe Ar Roc'h-Derrien e-lec'h Quimper pe La Roche-Derrien. --Fulup 27 Her 2005 da 09:38 (UTC)
Trugarez dit, Fulup, skaeroc'h eo. Marteze e c'hellfes sevel ur pennad war an eksonomiezh?--Yun 27 Her 2005 da 11:07 (UTC)
Ya, marteze a-walc'h, evit poent e kavan aesoc'h treiñ eget sevel avat (diouer a amzer). Trugarez atav evit bezañ lakaet ur skeudenn war ar pennad Naso. Mankout a rae met ne oa netra er pennad spagnolek orin. Kalz bravoc'h eo bremañ --Fulup 27 Her 2005 da 14:05 (UTC)
[kemmañ] goulenn skoazell evit skeudennoù
Oc'h adlabourat emaon war ar pajennoù zo ezhomm evit skoazellañ ar Wikipedourien nevez da gemer perzh er raktres. Adkempennet em eus ar pajennoù Skoazell:Kammedoù kentañ diwar skouer ar pezh zo e galleg. Teir fajenn zo bremañ. Lakaet em eus liammoù evit skeudennoù met n'ouzon ket penaos en em gemer evit krouiñ ur skeudenn eus ar skramm brezhonek evit diskouez skouerioù. Daoust ha tu zo dit sikour ac'hanon evit ober war-dro an dra-se ? Gallout a rez mont war fr:Aide:Premiers_pas er wiki gallek evit gwelet penaos eo ar skeudennoù. Mankout a ra teir skeudenn en holl, div war Skoazell:Kammedoù kentañ hag unan war Skoazell:Kammedoù kentañ/2. Trugarez dit en a-raok. --Fulup 26 Du 2005 da 12:58 (UTC)
Graet eo. Trawalc'h eo pouezañ war an douchenn moulañ skramm evit eilañ ar pezh a vez diskwelet war ar skramm. Goude se e c'heller pegañ an dra-se e-barzh Paint pe Paint Shop Pro ha labourat war ar skeudenn.--Yun 27 Du 2005 da 11:54 (UTC).
Dispar, trugarez vras dit. Pellgarget em boa Paint shop pro met kalz a boan am eus bet oc'h ober gantañ evit cheñch skeudennoù, dreist-holl evit diverkañ ha skrivañ war c'horre; ne zeue ket brav ha treiñ a raen sod. Trugarez c'hoazh. --Fulup 27 Du 2005 da 14:17 (UTC)
[kemmañ] Patromoù babel
Trugarez dit da vezañ kempennet ur patrom babel nevez evit an esperanteg. Hir-tre hag arabadus-kenañ eo kempenn an holl patromoù gant an niver spontus a yezhoù zo. Evit poent e oan bet ma-unan gant se hag un tamm digalonekaet e oan rak a labour a chom d'ober c'hoazh. --Fulup 18 Kzu 2005 da 18:13 (UTC)
[kemmañ] Sikour adlenn mar plij
Mar plij, ma'z peus un nebeud amzer, ha tu a vefe dit d'ober un tamm adlenn d'ar pennad E=mc² ? N'eus ket ur skiantour ac'hanon ha n'on ket sur eo peurreizh ma zroidigezh (pell alese). Labouret em eus diwar ar pennad saoznek. Emañ war talbenn ar Wiki ar sizhun-mañ ha droch e vefe ma chomfe traoù spontus e-barzh. Trugarez vras dit en a-raok. --Fulup 18 Kzu 2005 da 22:51 (UTC)
[kemmañ] L cont.
Gwelet em eus L cont. e-barzh ar meneger e Un nozvezh ha mil. Petra eo ? Ha peseurt diforc'h gant "L" ? Trugarez. MP
[kemmañ] Un nozvezh ha mil
Perak an doare-se ? Hud an treiñ eo. Lennet em boa un droienn evel-se ≈ "Den warn-ugent" evit "UN den warn-ugent". Ha da gentañ, em boa soñjet (Un nozvezh >) Nozvezh ha mil evel Unan ha kant. Re verr an dro em eus lakaet UN : setu Un nozvezh ha mil, hag a zo ul levr… disoc'h . MP
Kompren a ran. Dav eo doujañ d'ar boazioù a zo diazezet dre gomz kerkoulz ha dre skrid e brezhoneg. N'eus ket da cheñch ar gerioù bep mintin, me zo akord ganti war pep tra teus skrivet din. Met n'anavezen ket an droienn teus roet din. Hag a-hend-all n'eo ket bet troet kalz a bajennadoù eus al levr (nemet teir c'hontadenn - ha re all marteze ?) nag a-ziwar doare Galland nag a-ziwar kontadennoù arabeg. Paour eo hêrezh a-fed levr an nozvezhioù arab en brezhoneg. MP
OK. Penaos cheñch pep tra en titloù ? Pennadoù n'eo ket diaes… MP
[kemmañ] Emplantennoù-bronn
- Dispar da bennad. Laouen-kenañ on o welet pennadoù evel-se a ya er-maez eus ar bedig ma vez bac'het ar brezhoneg re alies. Spi am eus e kendalc'hi da sevel traoù en-dro d'ar yec'hed ha d'ar vezegiezh. Ezhommoù bras zo war an dachenn-se a denn da vuhez an dud. Farsus eo met seurt pennadoù a ro kalon evit an dazont. Moarvat em bije-me dibabet ober gant termenoù all aliezik met n'eo ket strikt. Pouezus-kenañ eo kinnig traoù evel-se d'an dud. Gourc'hemennoù dit c'hoazh. --Fulup 28 Gen 2006 da 18:35 (UTC)
- ya, gouzout a ran. Ur bern gerioù a seblant din bezañ bet degemeret war ar prim hep tamm gwir burutellañ ebet avat hag alies e vez distroet war termenoù a oa diazezet mat a-raok, ar pezh a zegas kemmesk e penn an dud. Evidon-me n'haller ket dispartiañ yezh ar skol eus ar yezh a vez en implij tro-dro er c'helaouennoù, er geriadurioù hag er skridoù brezhonek bet skrivet abaoe ouzhpenn kant vloaz. Souezhet on, da skouer, gant implij ar ger jel a gaver gant Diwan, implijet ganit en da bennad. Hañvalout a ra din bezañ un amprest gallek diezhomm. E geriadur an Here e kaver gel. Dont a ra an termen eus al latin gelu hag ent reizh e tle reiñ gel e brezhoneg. En alamaneg e kaver gel (distaget gel), e saozneg gel (distaget djel), e spagnoleg gel, (distaget c'hel), hag all. Perak erbediñ jel eus un tu ha geografiezh eus an tu all ? Diboell eo, ret e vije bet dezho mont war-du jeografiezh neuze. Kavout a ran furoc'h heuliañ ar reolenn voas evit deverañ an anvioù a orin latin hag ober gant g : gel, gen, genetik... A-hend-all n'em befe ket lakaet a varrennig-stagañ etre emplantenn ha bronn. --Fulup 29 Gen 2006 da 09:48 (UTC)
[kemmañ] Dilennit ho merourien
Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ
[kemmañ] Deiziad diglok
salut dit Yun. ya, gwelet 'm eus e oa diglok an deiziad - pe kentoc'h e vanke un eur...! ha goût a ouifes penaos ober evit renkañ ar gudennig-se? Neal 12 C'hwe 2006 da 10:07 (UTC)
n'eo ket strikt - treuzet hom linennoù... :-)) Neal 12 C'hwe 2006 da 21:05 (UTC)
[kemmañ] Epi/hipokreizenn
Trugarez dit da vezañ klokaet pennad hipokreizenn ha da vezañ brezhonekaet ar skeudenn. E pennad Epikreizenn n'on ket gwall asur eus ma zroidigezh evit afer ar gwagennoù treuz (n'eus ket ur skiantour ac'hanon). Moarvat e vefes gouest da lakaat an traoù un tammig splannoc'h ha digammañ an tamm frazenn-se (sell er pennad e saozneg). Trugarez dit en a-raok ma kavez un tamm amzer evit se. --Fulup 14 C'hwe 2006 da 20:58 (UTC)
[kemmañ] logo ar wiki
- Kloz eo ar votadeg. Gallout a ri ober war-dro kempenn al logo mar plij ? --Fulup 2 Meu 2006 da 18:39 (UTC)
- dont a ra ur framm gwenn en-dro d'al logo bremañ. a-raok ne oa ket, bravoc'h e oa a gav din. Posupl eo cheñch ? --Fulup 2 Meu 2006 da 21:47 (UTC)
- Dispar, deuet eo kaer. Trugarez vras dit, pouezus e oa ober ur cheñchamant buan bremañ pa'z eus bet kemeret un diviz.
[kemmañ] porched ar fizik
- Ne gav ket dit e vije tu da soñjal sevel ur porched bravik bremañ evit lakaat war wel tout al labour bet graet ganit war dachenn ar skiantoù ? Sell ouzh ar re-mañ a gavan bravik hag aes a-walc'h da azasaat :
- Physics
- Física
E galleg eo brav ar bloc'had kentañ met goude n'eo ket dispar rak n'eus ket gwir skeudennoù :
Petra a soñjez ? Mat eo din sikour ac'hanout un tamm ma fell dit --Fulup 3 Meu 2006 da 19:17 (UTC)
- Kroget eo bet e-barzh ! : Porched:Fizik
MP 19 Gou 2006 da 08:57 (UTC)
[kemmañ] Kimiezh ha kembraeg
Ur porched evit ar gimiezh ivez, goude ma n'eus ket pikol tra marteze: Primo Levi a oa kimiour. Ur pennad ganin db ar Ziklon B (ziklon?) hiziv. A-hend-all on bet mil souezhet o welout ne oa ket bet boulc'het Taliesin gant Kembreiz c'hoazh! Bianchi-Bihan 17 Ebr 2006 da 16:05 (UTC)
[kemmañ] Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)
Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.
Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.
Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.
Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)
--Neal 5 Du 2006 da 09:42 (UTC) (Merour)
[kemmañ] Dre ma brasañ faot
Kompren a ran da savpoent, hag aet on re bell, am eus aon. Setu ne rin ket ken. Komzet em boa un tamm eus se koulskoude en ur bajenn bennak (pehini? 'm eus ket soñj ken) abalamour ma kaven e oa stlabez gant ar rummadoù en tu-se: skrivagner(ien) (v)brezhonek(g), betek 5 rummad en holl, ma'm eus soñj mat. Goude-se em boa soñjet ne oa ket ezhomm eus kement-se a rummadoù. Met pa lavarez din perak e komprenan gwelloc'h. Gwir eo e vezan techet bremañ da vont da-heul tud zo a ya kalz re vuan da ziverkañ traoù zo: ur c'hleñved a red dre ar wikipedia, ha tizhet on bet ivez. Mat 'peus graet lavarout din, diwall a rin diwar vremañ. Lavar din en-dro ma kavez abeg em labour. Klask a ran ober pennadoù a c'hallo servij da implijerien ar wikipedia, skolidi, studierien ha kelennerien. Brezhonegerien, petra. A galon ganit. Bianchi-Bihan 28 Du 2006 da 20:55 (UTC)
[kemmañ] Rummad:Duged Breizh
Salud dit Benoni. Krouet em eus ur rummad Rouaned ha Duged Breizh evit renkañ ar pennad Alan IV a Vreizh. Dibabet em boa an titl-se abalamour d'ar pennad Roll Rouaned ha Duged Breizh. Emaon o paouez gwelet ez poa krouet ur rummad Duged Breizh c'hoazh. Daou a zo re eveljust ha ret e vo dilemel unan. Petra 'soñj dit ? --Yun 29 Du 2006 da 20:51 (UTC)
- Daou rumm evit lavarout ar memes tra, ya. Er wiki gallek e oa bet kaoz eus se gwechall ivez, ha tabut abalamour da c'hout pe roue pe get e oa Nevenoù kozh. pell zo n'on ket bet o welet pet rumm zo. Bianchi-Bihan 29 Du 2006 da 22:03 (UTC)
- Ingal eo din. Marteze 'z eus tu derc'hel ur rummad "Duged Breizh", kaout unan all "Roueed Breizh", hag e vijent o daou isrummadoù eus "Pennoù Breizh"?Benoni 29 Du 2006 da 23:11 (UTC)
N'in ket da sevel ur skritur nevez fenoz, met kompren a garfen petra eo ar fallvarchoù: n'eus liamm ebet gant ur pennad gallek da sklerijennañ ma spered beuzet e teñvalijenn an diouiziegezh. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:42 (UTC)
[kemmañ] Rummad bloavezhioù
Salut dit,
Ne oa ket ken diaes met ur gudenn a chom evit ar bloavezhioù kent jezus Krist n'ouzon ket penaos renkañ anezho
--Paotr 8 Kzu 2006 da 08:36 (UTC)
[kemmañ] kartenn ar wikipedourien
- Demat dit, azasaet em eus kartenn ar Wikipedourien vrezhonek. Mar fell dit bezañ warni e c'hallez goulenn amañ : Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien. Fulup 9 Kzu 2006 da 15:26 (UTC)
Salud, labous-noz. Ne gomprenan ket penaos e vez kontet ar pennadoù gant ma zamm labour noz e tleje bezañ tizhet an 11 000 pennad. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 04:35 (UTC) Tremenet eo eus 10995 da 11001. Ganit eo deuet an niver 11 001. Ez an d'ober un tamm kousk. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 04:40 (UTC)
[kemmañ] Bot
Salut Yun. Gwelet am eus eo bet krouet ur bot ganit. Arabat ankounac'haat e rank an holl botoù bezañ aotreet gant ur merour a-raok lakaat anezhe e pleust. Me n'on ket ur mailh war seurt traoù - gwelloc'h e vefe d'am soñj displegañ palioù ar bot-se da Fulup ha goulenn digantañ ma vefe aotreet. Trugarez. --Merour (N) 17 Kzu 2006 da 14:43 (UTC) Trugarez evit da respont ken prim all. Ya, talvoudus-tre d'am soñj. Aotreet ganin neuze. Te an hini eo a vo kiriek d'ar bot-se ma'c'h a-dreuz....
- Dreist! Ha daoust hag-eñ e ouife da vot ivez peurechuiñ krouiñ ar pajennoù bloavezh, pa 'z eo arabadus ober seurt labour. Goût a ran eo bet graet seurt labour gant botoù war ar wikioù all. Benoni 17 Kzu 2006 da 17:09 (UTC)
[kemmañ] Bot
Trugarez evit bezañ goulennet un aotre - daoust din chom hep bezañ komprenet re vat ar goulenn!!! n'ues forzh penaos, mac'h out sur ne vo kaset tamm distruj da-benn gant ar bot-se ha touiñ a rez da renkañ da-unan forzh peseurt reuz plantet gantañ dre fazi ne welan kudenn ebet evit ober gantañ. Petra eo pal(ioù) reis ar bot-se? Petra a ra? (buan-ha-buan hag displegadurioù re deknikel). Ha gallout a rafes sevel botoù all evit ober war-dro traoù resis (evel tennañ ar patrom Peurunvan diwar ar pennadoù)? A galon --Merour (N) 19 Kzu 2006 da 19:04 (UTC)
- Salut Yun. N'eus bureviad ebet c'hoazh war ar wiki brezhoneg. Setu evit ar mare eo ret da perc'henn ur bot goulenn ar "banniel" bot war meta, amañ. Kemenn a rez deomp ur wech tapet ganit ar banniel bot evit Yunbot? A galon, Benoni 19 Kzu 2006 da 20:27 (UTC)
[kemmañ] YunBot
Trugarez dit evit an ditour. Hervez am eus komprenet e ranker kaout asant ar Wikpedia brezhonek (sevel ur votadeg) a-raok goulenn ar statud Bot gant ur steward. --Yun 20 Kzu 2006 da 05:55 (UTC)
- N'eus pajenn ebet evit-se c'hoazh. T'eus nemet lavar zo ganit asant ar merourien, ha sevel ul liamm o kas war-zu da bajenn kaozeadenn. Pa m'o amzer e savin ur bajenn vot evit ar botoù...Benoni 20 Kzu 2006 da 10:47 (UTC)
- Botoù zo (daou anezhe d'am soñj) o vont war-dro war ar Wikipedia-mañ dija. Aotreet e oant bet gant Fulup d'am soñj. Marteze e c'helles mont darempred gantañ war e bajenn ha goulenn outañ penaos en doa graet.
--Neal 20 Kzu 2006 da 12:33 (UTC)
[kemmañ] Sinadur
salut! ha gallout a rafes lâret din ez-reis petra ac'h eus skrivet er penndibaboù a-benn gallout kemmañ da sinadur. kaer am eus klask ober met ne deuan ket a-benn. kas din ar sintaks leun implijet ganit hag e rin gantañ. trugarez en a-raok. --Neal 22 Kzu 2006 da 16:59 (UTC)
[kemmañ] Peurunvan
Salud dit, Yun.
Skrivañ a ran e peurunvan - gant kalz fazioù em eus aon ;-D
N'em eus ket skrivet ar pennad Saoznek (yezh gwened) ! Kaved em eus ar pennad-mañ dindan Saoznek. Setu perag em eus krouet tri pennadoù :
- Saoznek, gant liammoù da :
-
- Saoznek (Peurunvan)
- Saoznek (yezh gwened)
Arnodet em eus al liammoù e wikipedia e yezhoù all : al liamm a zo d'an pennad kentañ.
N'ouzon ket gant piou ar pennad e yezh gwened a zo bet skrivet met n'em eus ket an urzh da nullañ ar pennad-se (a gredan) ! Petra eo da sonj ?
Ouzhpenn-se kempennet em eus ar pajenn kaozeadenn !
Da galon Luzmael 22 Kzu 2006 da 17:05 (UTC)
[kemmañ] Bot
(sorry for writing in English)
Your request for a flag has been granted, thank you. --M7 29 Kzu 2006 da 21:20 (UTC)
[kemmañ] Demokratelezh
[[1]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:06 (UTC)
[kemmañ] Trugarekaat
Plijout a ra din gwelout livadurioù brav er wikipedia brezhonek. Bianchi-Bihan 2 Gen 2007 da 08:48 (UTC)
[kemmañ] Renket an traoù
Setu, renket eo bet ganin ar gudenn, sañset. A galon, Benoni 4 Gen 2007 da 16:24 (UTC)
[kemmañ] Labour evit Yunbot
Demat. Echu eo ar vot war implij ar peurunvan war wikipedia. Divizet zo bet lammañ kuit ar patrom {{peurunvan}} eus an holl bennadoù. Daoust-hag eñ e c'hallfe Yunbot ober war dro? Trugarez dit! A galon, Benoni 7 Gen 2007 da 13:36 (UTC)
- Trugarez dit evit da labour! Benoni 8 Gen 2007 da 18:10 (UTC)
[kemmañ] ezhomm eus ur bot erlec'hiañ
Daoust hag e c'hallfe da vot lakaat an droienn Unaniezh Soviedel e-lec'h Unvaniezh Soviedel en anv ar rummadoù hag e titloù ar pennadoù (Gant NEal e oa bet krouet an darn vrasañ eus ar pennadoù/rummmadoù-se)? Sell ouzh ar gaoz amañ : http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Neal#Unaniezh_.2Funvaniezh Trugarez dit en a-raok. A-hend-all e vo ret din en ober unan hag unan peogwir e oan krog gant se hep merzout e oa dija ur bern pennadoù war an danvez-mañ er wiki. Fulup 2 C'hwe 2007 da 17:35 (UTC)
- Trugarez vras. Efedus eo da vot, ur bam ! Laosket em eus un adkas evit ar pennad pennañ unvaniezh soviedel > Unaniezh Soviedel. diverket em eus ar re all. Fulup 3 C'hwe 2007 da 10:45 (UTC)
[kemmañ] adlec'hiañ ur gartenn
- Ha gouzout a rafes penaos lec'hiañ ar gartenn am eus lakaet war ar pennad gwambiaeg war an tu dehou ? Ur patrom eo ha ne gavan ket an tu d'he dilec'hiañ. Lavar din ma n'ouzez ket ober, MP. Klask a rin bezañ skoazellet gt ub all. Fulup 3 C'hwe 2007 da 22:08 (UTC)
[kemmañ] Brezhonekaat ur skeudenn
- Ha tu a vefe dit brezhonekaat ar skeudenn a gaver war ar bajenn-mañ, mar plij Patrom:Degemermat_nevez. E lec'h ar frazenn e spagnoleg, laka : Evit sinañ klik war ar bouton-mañ. Trugarez dit en a-raok. --Fulup 4 C'hwe 2007 da 20:55 (UTC)
- ya, evel-just, Klikañ evit sinañ so kalz gwelloc'h. Gallet az pije cheñch diouzhtu. N'on ket chalet.
Trugarez dit. Fulup 6 C'hwe 2007 da 20:11 (UTC)
[kemmañ] Translation Request
Salut Yun!
Can you please help me translate these passages into Brezhoneg?
- "Recevoir l'Esprit-Saint, démontré en parlant dans des langues, est la garantie de notre transmission du royaume du ciel".
- "Le Baptême de l'eau est le pour la rémission des péchés pour la régénération. Le baptême doit avoir lieu dans l'eau vivante normale, telle que le fleuve, la mer ou le ruisseau.
- "Le sacrement du lavage de pieds permet de se référer à un acte du Seigneur Jésus. Il sert également de rappel constant qu'on devrait avoir l'amour, a sainteté, humilité, la rémission et le service.
Any help at all would be very gratefully appreciated, Thankyou very much. --Jose77 10 C'hwe 2007 da 07:42 (UTC)
[kemmañ] Kendiviz reolata war ar rummadiñ
Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:53 (UTC)
[kemmañ] Kemenn votadeg
Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:14 (UTC)
[kemmañ] Degemer
Trugarez dit evit ar reizhadenn war ar bajenn degemer. Dleet e vije bet din teurel evezh !--Llydawr 4 Meu 2007 da 09:17 (UTC)
[kemmañ] Labour evit Yunbot
Demat! Daoust hag-eñ e c'hellfe Yunbot lakaat tierniezh e plas tiernelezh, kement e titloù ar pennadoù, titloù ar rummadoù, diabarzh ar pennadoù, hag all.? Trugarez bras dit en a-raok! A galon, Benoni 4 Meu 2007 da 11:10 (UTC)
- Ya, gallout a rafe kemer al labour-se e karg. Met perak e vije gwelloc'h tierniezh eget tiernelezh ? Da geñveriañ gant rouantelezh, priñselezh, emirelezh... Ha petra eo soñj ar wikipedourion all ? --Yun (kaozeal) 4 Meu 2007 da 16:42 (UTC)
-
- Ur goulenn a berzh Kadwalan eo. Me n'am eus ali ebet. Ar goulenn zo bet savet war an Ti Chopin gant Kadwalan dibaoe pell zo dija, ha n'eus bet den o sevel a-enep ar c'hinnig-se. Ouzhpenn-se e vez kinniget "tierniezh" gant Ofis ar brezhoneg (deus an tu all eo gant Fulub eo bet implijet ar ger tiernelezh da gentañ tout)...Benoni 4 Meu 2007 da 19:55 (UTC)