40
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bloavezhioù: 37 38 39 - 40 - 41 42 43 |
|
Dekvedoù: 20 - 30 - Bloavezhioù 40 - 50 60 |
|
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved |
|
Milvedoù: Iañ milved - Eil milved - IIIe milved |
Evit bloaz 40 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -40, gwelet ar bajenn : | -40 |
Evit an niver 40, gwelet ar bajenn : | 40 (niver) |
Evit an departamant gall 40, gwelet ar bajenn : | Landes (departamant) |
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
[kemmañ] Afrika
- Gouelioù e Lyon en enor d'an impalaer Kaligula. Lakaat a ra hemañ drouklazhañ e ostizad Ptolemaios, mab da Juba II, roue Mauretania kent.
- Pa glev tud ar vro keloù e varv e savont a-enep d'an alouber roman. Moustret eo an emsavadeg. Kavout a ra repu Aedemon, ur frankizad eus Ptolemaios, e menezioù ar Rif ma kendalc'h gant ar stourm betek 42.
- Deroù brezel Roma e Norzh Afrika. (fin e 42)
- Kaset eo da benn ha klozet aloubadeg Mauretania (Maroko ha kornôg Aljeria hiziv), rannet e div broviñs : Mauretania Caesariensis ha Mauretania Tingitana.
- En em gavout a ra ar gristeniezh e Egipt. Savet ez eus un iliz e Aleksandria. Krouet eo an iliz reizhkredennek koptek gant Mark an Avielour da Pab kentañ.
[kemmañ] Europa
- Gant Kaligula eo troet ar briñselezh en un emveli e doare Hellaz. Rannañ a ra an enorioù dibalamour, ha krediñ a ra dezhañ bezañ un doue. Goulenn a ra ma vefe lakaet e benn e lec'h holl pennoù an delwennoù gresian. Envel a ra e varc'h da Senedour...
- Hervez an hengoun, en em gav er Saintes-Maries-de-la-Mer ar skaf enni teir Vari ha kristenien all a vo avielet Provañs ganto.
- Savet ez eus un iliz kristen kentidik e Korinth (deiziad diasur met gwirheñvel).
- Echuet eo ar via Agrippa.
- Enframmet eo rouantelezh Norikon en impalaeriezh roman.
- Kregiñ a ra meuriad german ar Gwadied d'en em staliañ e Moravia ha Slovakia a-hiziv.
- Lestrañ a ra Kaligula evit aloubiñ Enez Vreizh ha c'hwitañ a ra mezhus.
[kemmañ] Reter nesañ
- Dont a ra ar gouel yuzev Passah da vezañ gouel Pask ar gristenien.
- Kemer a ra ar feizidi nann-yuzev an anv a gristenien.
- Kelenn a ra Philon e vez ganet dizalc'h an holl dud.
- Fin ren Herod e Jude.
- Arabia : Malchos II, roue Nabatea (40-70).
[kemmañ] Azia
- Emsavadeg an Annamited a-enep da Sinaiz goude bezañ bet galvet gant div harozez.
[kemmañ] Ganedigezhioù 40
- 13 Gouere : Agricola, jeneral roman, gouarnour Enez Vreizh
- Claudia Octavia, merc'h da Glaoda ha da Vesalina.
- 30 Kerzu 40 (pe 41) : Titus Flavius Sabinus Vespasianus, impalaer roman da zont.
- Dion Chrysostom, rhetor, istorour ha prederour gresian.
- Statius, barzh latin.
- Pedanius Dioscorides, mezeg ha louzawour gresian.
- Frontinus, jeneral roman ha skrivagner milourel
[kemmañ] Marvioù 40
- Genver - Gnaeus Domitius Ahenobarbus, gwaz Agrippina ar Yaouankañ, breur-kaer Kaligula (koeñvadur).
- Ptolemaios Mauretania, mab-bihan Kleopatra VII, drouklazhet gant an impalaer Kaligula.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Roll ar Pennoù Stad e 40