Kaligula
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Un impalaer roman eo bet Kaligula (Caius Caesar Germanicus), gourniz ha advab Tiber hag e renas wae e lerc'h eus 37 da 41. Ganet e 12 e Antium (Anzio e Italia hiziv) ha marvet e 41 e Roma e kouezhas er follentez e kreiz e garg. Pa krede e oa eñ un doue e urzhias ma vo kondaonet d'ar marv meur a zen a-raok ma vo muntreet gant gward ar pretordi.
Taolenn |
[kemmañ] A-raok mont da impalaer
Mab e oa Kaligula da (Julius Caesar) Germanicus ha da Agrippina an Henañ hag int kendirvi bihan. Tremen a reas e vugaleaj er c'hampoù milourel e Germania pa oa e dad o wareziñ harzoù an impalaeriezh ha diouzh-se e tapas lesanv Caligula (eus al latin Caliga = botoù ar soudarded, Caligula = botoù bihan, ar re douget gantañ).
Bevañ a reas gant e vamm, Antonia hag e palez Tiber e Enez-Capri pa oe 19. Taer e oa e tro-spered pa kemere plijadur o arvestiñ ouzh boureviañ ar re gondaonet. Mont a rae da verc'hetañ koulz ha da baotretañ hag e oa sod gant mont war ar plankennoù evit c'hoari ha dañsal.
E 33 e timezas gant Junia Claudilla Silana. Da augur ha da veleg-meur Roma (pontifex maximus) e yeas da c'houde. Dre ul liamm gant gwreg Makro, prefed ar pretordi e reas un emglev gantañ ha marteze en deus harpet Kaligula soudarded Makro evit muntrañ Tiber.
[kemmañ] An impalaer frankizour
Pa varvas Tiber e 37 e oe degemeret mat e warlerc'hiad, mab da Germanicus a oa bet haroz ar bobl. Douget gant al levenez e tivizas ar Sened ma vo Kaligula, an impalaer, dre ziverkañ mellad testamant Tiber a rae d'e gourniz all Tiberius, ar genhêrezh. Tomm e chomas ar bobl ouzh e impalaer yaouank pa reas enorioù d'e vamm ha d'e dad, d'e genderv, d'e eontr, Klaod ha d'e c'hoarezed. Nullañ a reas kondonidigezhioù, klask a reas gwellaat ar justis ha lemel a re.as tailhoù. Pediñ a reas ar senedourien hag ar varc'hegerien da bredoù bras ha aozañ~a reas c'hoarioù ar sirk gant gladiatored ha c'hoarerien.
[kemmañ] Follentez ha krizded
Cheñch a reas e demz-spered a-daol trumm, marteze diwar ur c'hleñved, hag e kouezhas tamm ha tamm er follentez. Evit kadarnaat an impalaeriezh en doa krouet Aogust ul lid evit awen an impalaer (Genius Augusti). Desavet gant servicherien egiptat (gour mab bihan e oa da Mark Anton, pried ar rouanez egiptat Kleopatr) e krede Kaligula e doue an Heol hag e lavare bezañ e enkorfadur. Ar re ne blege ket diouzhtu dirak e doueelezh a veze kaset d'ar marv. Kas a reas d'ar marv e genderv, Tiberius, e dad-kaer, e genderv all, Ptolemaus ha miliadoù a dud. Goulenn a rae ma vo lazhet an dud ar goustadikañ ma c'heller. Lavaret a rae alies : Oderint, dum metuant (Ra vagint kasoni gant ma dapint aon dirazon).
[kemmañ] Muntr an impalaer diroll
E-touezh prefeded ar pretordi hag ar frankizidi uhelañ e oe punet un irienn evit lazhañ un den ken dañjerus evit ar re a laboure gantañ. Goulenn a reas Cassius Cherea, pen milour ur bagad eus ar pretordi enor an obererezh hag e zic'houzougas e vestr en e balez e Roma (meurzh 41).
[kemmañ] Sell ivez
![]() ![]() |
||
Tiernelezh Jul-ha-Klaod | ||
En e raok : Tiber (14 - 37) |
Kaligula (37 - 41) |
War e lerc'h : Klaod Iañ (impalaer) 41-54 |
Heuliad Henroma |