Akordeoñs
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un benveg sonerezh eo an akordeoñs ha, resisoc'h ur benveg avel. Aozet eo gant ur c'hwezerezh, hag lak an aer da vont ha da zont, ha gant touchennoù hag a zigor trapigoù evit laoskel an aer da dremen ha neuze e taskren an añchenn dieub vetalek a brodu ar son.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Deuet eo war wel ar sheng, « pe ograou beg » e 3000 a-raok J.K., anvet eo e-giz tad kozh henan an akordeoñs, ar benveg añchenn dieub kentañ eo. D'ar 6 a viz Mae 1829, fiziout a ra breved an akordeoñs an Aostrian Cyrille Demian. E 1863, Sevel a ra Paolo Soprani ijinerezh kentñ an akordeoñs e Castelfidardo hag a zo kavell an akordeoñs. Gallout a ra ober al lusk kenkoulz hag an ton hag ar gensoniezh. Talvezout a ra un orkestr neuze, gounezet en deus ur plas pouezus er balioù poblek e Bro-C'hall. Met ar re varrek war ar sonerezh ne blij ket ar benveg-mañ gant e gendonioù prest dija. Goude an Eil Brezel Bed, n'emañ ket ken an akordeoñs diouzh ar c'hiz ken daoust ma vez implijet gant kanerien evel Jacques Brel en e ganaouennoù. Mard eo un tammig pifon d'ar mare-se, a-drugarez d'ar maestroioù o tont deus ar bal beni ( bal-musette). Dont a ra en-dro diouzh ar c'hiz adalek ar bloavezhioù 80. Plijout a ra ar sonerezh hengounel ha folklorel d'an dud, hag implijout a reont an akordeoñs (sonerezh Breizh, Slavek, Cajun...); goude-se, implijout a reont kanerien evel Renaud ( hag a zo brudet tre d'ar mare-se) ; dont a ra war wel, sonerien akordeoñs pouezhus hag a ya kuit deus ar musette, evel Marc Perronne pe Richard Galliano ; ha, er fin, implijet eo ivez gant strolladoù ar scène alternative evel Mano Negra pe Les Négresses Vertes. Hiziv e vez implijet kalz gant kanerien « variétés » (Patrick Bruel, Bénabar...) pe gant strolladoù « alternatifs » (Les Ogres de Barback, Les Têtes Raides, Les Minables...) pe sonerien jazz (Richard Galliano). Implijet e vez an akordeoñs koulz er sonerezh folklorel hag en hini pobl, jazz pe klasel.
[kemmañ] Ar c'hreizennoù istorel ma oberier akordeoñsoù
Italia Castelfidardo er rannvro Ancône ha Stradella er rannvro Pavie .
Bro C'hall Beynost gant ar firm Cavagnolo ha Sarlat gant an uzin Accordiola a zo daou eus ar c'hêrioù pouezusañ evit an akordeoñs. Brive, a zo bet e-pad pell sez ijinerezh kentañ ar vro gant an uzin Dedenis. Arabat ankounac'haat Tulle gant an uzin Maugein.
[kemmañ] Skouerioù akordeoñs
- akordeoñs daoudonek
- akordeoñs hollzerez (boutonoù pe touchennoù)
- Bayan (akordeoñs russek)
- Harmonéon (benveg sonadegoù) breved gant Pierre Monichon, Bro-C'hall
- Bandonéon
- koñsertina
[kemmañ] Lesanvioù
Boest an diaoul
[kemmañ] Sonerien akordeoñs brudet
- Aimable
- André Astier
- Marcel Azzola
- Joss Baselli
- Eric Bouvelle
- Louis Corchia
- Edouard Duleu
- Domi Emorine
- Clifton Chenier
- Médard Ferrero
- Richard Galliano
- Yvette Horner
- Maurice Larcange
- Armand Lassagne
- Bruno Lorenzoni
- Tony Murena
- Alain Musichini
- Aurélien Noel
- Frédéric Langlais [1]
- Emile Prudhomme
- Michel Pruvot
- Jo Privat
- Jérôme Richard
- Joé Rossi
- Sergio Tomassi
- André Verchuren]
- Gus Viseur
[kemmañ] Sonerien Breizh
- Regis Huiban
- Jannick Martin
- Yannig Noguet
- Ronan Robert
- Yann-Fañch Perroches
- Youenn Parantoen
- Meriadec Gouriou
- Fred Guichen
[kemmañ] E lec'h all
-
- Arvern :
- Frédéric Langlais (http://www.fredlanglais.com)
- Nathalie Boucheix
- Limousin :
- Sébastien Debard
- Midi-Pyrénées :
- André Alibert
- Thierry Bonnefous
- Jacques Demeurs
- Jacky Laffont
- Nicolas Massoutié
- André Roques
- Sandrine Tarayre
- Jean-Luc Vicente
- Jacques Vlecken
- Rannvroioù all :
- Alain Abbott
- Roger Damin
- Fréderic Guerouet
- Alexandre Juan
- Bruno Maurice
- Zachary Richard
- Marc Savoy