Amerika
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Amerika a zo, hervez ar savboentoù, pe ur c'hevandir pe hollad daou gevandir: Norzhamerika ha Suamerika. En degouezh-mañ e vez graet ivez gant an anvadur Amerikaoù. Disrannet eo diouzh Azia gant strizh-mor Bering. Dont a ra an anv Amerika eus anv ar merdeer Amerigo Vespucci, unan eus ar re gentañ aet da zizoleiñ ar «Bed Nevez». Dibabet e oa bet an anv-se e-kerzh ur vodadeg graet en-dro d'ar chaloni Vautrin Lud er bloaz 1507 e Saint-Dié-des-Vosges.
Indianed Amerika a ginnig reiñ an anv Abya Yala d'ar c'hevandir.
A-wechoù e vez graet ivez Amerika eus Stadoù-Unanet Amerika.
Kevandirioù ha rannvedoù | |||
Norzhamerika |
Europa |
Eurazia |
Azia |
Amerikaoù |
Eurafrazia |
Okeania |
Aostralia |
Suamerika |
Afrika |
Antarktika |
Gourgevandirioù kozh : Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia |