New Immissions/Updates:
boundless - educate - edutalab - empatico - es-ebooks - es16 - fr16 - fsfiles - hesperian - solidaria - wikipediaforschools
- wikipediaforschoolses - wikipediaforschoolsfr - wikipediaforschoolspt - worldmap -

See also: Liber Liber - Libro Parlato - Liber Musica  - Manuzio -  Liber Liber ISO Files - Alphabetical Order - Multivolume ZIP Complete Archive - PDF Files - OGG Music Files -

PROJECT GUTENBERG HTML: Volume I - Volume II - Volume III - Volume IV - Volume V - Volume VI - Volume VII - Volume VIII - Volume IX

Ascolta ""Volevo solo fare un audiolibro"" su Spreaker.
CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Stadoù-Unanet Amerika - Wikipedia

Stadoù-Unanet Amerika

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Image:32px-Labour_zo.png Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.


United States of America
Banniel ar Stadoù-Unanet Skoed-ardamez ar Stadòu-Unanet
(Banniel ar Stadòu-Unanet) (Skoed-ardamez ar Stadòu-Unanet)
Kan broadel The Star-Spangled Banner
Yezh ofisiel hini ebet
(met ar Saozneg a vez implijet evit aferioù ar velestradurezh kevredel)
Kêr-benn Washington, D.C.
Gorread
-En holl
-% dour

9 631 418 km²
4.87%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

299 598 000 (2006)
32/km²
Prezidant George W. Bush
Eil-prezidant Richard Cheney
Gouel broadel 4 a viz Gouere
Moneiz Dollar ($)
Kod pellgomz 1
Kod war ar Genrouedad .us .gov .mil .um


Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask eo Stadoù-Unanet Amerika (SUA) pe ar Stadoù-Unanet. Amerika pe Bro-Amerika ha SUA a vez graet anezho peurliesañ. Abaoe deroù an XXvet kantved eo ar Stadoù-Unanet ar riez c'halloudusañ er bed.
Un ezel diazezer eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ e New York. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo.
Broudet en deus ar gouarnamant amerikan ar broioù a fell dezho lakaat un harz d'an Unaniezh Soviedel da sinañ e 1945 Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel.

Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian, Amerigo Vespucci.

Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 Stad eo ar vro bremañ.

Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhoù ar muiañ komzet, met ouzhpenn yezhoù an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhoù an embroidi en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher).


Taolenn

[kemmañ] Douaroniezh

Trede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h Rusia ha Kanada hag a-raok Republik Poplek Sina. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo Stadoù an Alaska ha Texas. Ar bloc’had 48 Stad (a vez anvet « Mainland » a-wechoù), zo dezhañ ur stumm a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg) </ref> J.-Y. Cleach [...], “La puissance américaine” p.104 </ref>. 2500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. An Stêr Missouri hag ar stêr-veur Mississipi zo o-div 6000 km a hed ha redek a reont er “Mainland”. Ken hir int o-div hag ar stêr Amazonia zo o redek e su Amerika.

[kemmañ] Harzoù gant broioù all

12 034 km harzoù [1]:

  • 8 893 km gant Kanada (en o mesk 2 477 km gant Alaska)
  • 3 141 km gant Mec’hiko
  • 28 km gant Kuba (bon ar morlu e Guantanamo)

[kemmañ] Douaroniezh natur

Skeudenn:DeathValley dunes1.png
Traoñienn ar Marv (Death Valley), al lec’h izelañ ha tommañ eus ar Stadoù-Unanet
  • Un nebeud lec'hioù dibar:
    • Ar gêr bobletañ : New York (19 milion a dud en tolpad-kêrioù)
    • Ar beg uhelañ : Mont McKinley en Alaska (6 194 metr)
    • Al lec’h izelañ : Badwater e Traoñienn ar Marv e Kalifornia (- 86 metr)
    • Ar stêr bennañ : ar Missouri-Mississippi zo ouzhpenn 6 000 km hed dezhi.
    • Gorread : 9 631 417 km² (en trede plas war-lerc'h Russia ha Kanada)
    • Aod : 19 924 km
    • An Uhelderioù pellañ : - 86 m > + 6 194 m

[kemmañ] Torosennadur

Skeudenn:Snakeriver.jpg
Snake River ha Grand Teton, Wyoming

Lieseurt eo torosennadur ar Stadoù-Unanet:

Torosennadur ar Stadoù-Unanet zo er reter hag en em led a norzh da greisteiz dreist-holl.

Er C'hornôg emañ Rocky Mountains (menezioù roc’hellek), al Lammoù-dour hag ar Sierra Nevada, 4500 metr well-wazh a uhelder dezho. En o zouez emañ plateizioù ha diazadoù Colorado.

Plaenennoù ha plateizioù bras-ec’hon kreiz ar Stadoù-Unanet zo hollad ar stêrioù Mississippi ha Missouri o redek enno. Eus an dibab eo an douaroù enno ivez. Er Reter ez eus menezioù kozh, an Appalaches o anv, dezho 2300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor.

[kemmañ] Menezioù-tan

Mont Hood, Oregon
Mont Hood, Oregon

An darn vrasañ eus ar menezioù-tan bev zo er c’hornôg, en Alaska hag en enezeg Hawaii :

  • Menez Rainier (4 392 m), Washington
  • Menez Shasta (4 322 m), Kalifornia
  • Mauna Loa (4 171 m), Hawaii
  • Menez Adams (3 743 m), Washington
  • Menez Hood (3 429 m), Oregon
  • Glacier Peak (3 213 m), Washington
  • Menez Redoubt (3 108 m), Alaska
  • Menez Saint Helens (2 549 m), Washington

[kemmañ] Hinoù

An holl zoareoù hin a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ (hinad pennahelel en Alaska) d'an tommañ (Traoñienn ar Marv), eus ar glebañ (Gwalarn, (Stad Washington) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù e Gwalarn Amerika]]). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno.

[kemmañ] Stêrioù

 Grand Canyon
Grand Canyon
  • Missouri-Mississippi : 6 270 km
  • Missouri : 4 370 km
  • Mississippi : 3 778 km
  • Río Grande : 3 060 km
  • Arkansas : 2 348 km
  • Colorado : 2 317 km
  • Ohio : 2 102 km
  • Columbia : 2 044 km
  • Snake River : 1 670 km
  • Tennessee : 1 049 km

[kemmañ] Lennoù

Skeudenn dre loarell eus al Lennoù Bras
Skeudenn dre loarell eus al Lennoù Bras

Gorread hollek al Lennoù Bras zo war-dro 250 000 km2, bezet an hanter eus gorread Frañs ar c’hevandir.

  • Roll al Lennoù bras, eus an hini vrasañ d'an hini vihanañ :
    • Lenn uhelañ
    • Lenn Huron
    • Lenn Michigan
    • Lenn Érié
    • Lenn Ontario
Lenn Powell, Utah
Lenn Powell, Utah
  • Al lennoù pennañ all zo :
    • Lenn Pontchartrain
    • Lenn Sall Bras
    • Lenn Champlain
    • Lenn Mead
    • Lenn Powell
    • Lenn Utah
    • Lenn Tahoe

[kemmañ] Douaroniezh denel

Gourhentoù pennañ ar Stadoù-Unanet
Gourhentoù pennañ ar Stadoù-Unanet

[kemmañ] Dasparzh an annezidi

An Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habasak hag en Alaska n'eo ket ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez e Kalifornia. Kalifornia zo ar Stad amerikan ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet.

[kemmañ] Kêrioù ha niver an dud enno

En tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet. megalopolenn BosWash zo e biz ar vro.

  • Roll an tolpad-kêrioù pennañ eus ar Stadoù-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno [2] :
Los Angeles, Kalifornia
Los Angeles, Kalifornia
Chicago, Illinois
Chicago, Illinois
San Francisco, Kalifornia
San Francisco, Kalifornia
  1. New York (New York) : 24 112 176
  2. Los Angeles (Kalifornia) : 18 313 809
  3. Chicago (Illinois) : 11 318 384
  4. Washington (DC) - Baltimore (Maryland) : 8 026 607
  5. San Francisco (Kalifornia) : 7 159 693
  6. Philadelphie (Pennsylvania) : 5 951 797
  7. Dallas - Fort Worth (Texas) : 5 931 956
  8. Detroit (Michigan) : 5 905 754
  9. Miami (Florida) : 5 726 495
  10. Houston (Texas) : 5 280 752
  11. Atlanta (Georgia) : 5 034 362
  12. Boston (Massachusetts) : 4 411 000

[kemmañ] Istor berr SUA

An Indianed a oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat. Er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar Mississipi hag e-se e enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile.

E [[1607] e tiazezas ar Saozon o c’hêriadenn gentañ, Jamestown hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennoù niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oa Plymouth, Boston, Salem, Williamburg. D'ar mare-se e voe krog da harluañ ha da werzhañ tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegoù kotoñs er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmoù.

C’hwennet e voe an Indianed gant ar c’hleñvedoù-red (brec’h, ruzell) a voe degaset gant an difraosterien. Miliadoù a Indianed all a voe lazhet en ur vrezeliañ gant Europiz ivez. E-pad ar brezel brasañ ez aloubas ar Vreizhveuridi tiriadoù ar C’hallaoued hag e-se e oant deuet a-benn da zaougementiñ gorread an douaroù a veze dalc'het ganto betek ar mare-se.

Sinadur Bonreizh ar Stadoù-Unanet
Sinadur Bonreizh ar Stadoù-Unanet

Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh ouzh Breizh-Veur d'ar 4 a viz Gouere 1776. Degemeret e voe ganto Bonreizh Stadoù-Unanaet Amerika e 1787. Ar vonreizh kentañ bet degemeret e broioù ar c'hornôg. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se.

Disklêriet e voe brezel an disrannidigezh E 1861 abalamour d'ar sklavelezh ha da blegoù fall an armerzh er Stadoù-Unanet. Ne viras ket ouzh a vro avat da vont war-raok. Evit gwir e oa bet miliadoù a dud o vont d'ober o annez ahont a-hed an XIXvet kantved. D'ar mare-se eo ivez e voe diorroet ar greantelerezh er vro hag e voe aloubet ar c’hornôg pa voe diorret an hentoù-houarn ahont.

En XXvet kantved eo deuet ar Stadoù-Unanet da vezañ galloudusañ bro ar bed a-fet armerzh, sevenadur ha politikerezh (dresit-holl war-lerc'h an Eil Brezel bed), daoust m'o doa renerien ar vro c'hiwtet o zaol da vare ar brezel er Viêt Nam. Gwall skoet e voe an Amerikaned gant se. Abaoe m'eo peurechu ar brezel yen hag abaoe ma n'eus ket mui eus an URSS (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel) eo ar Stadoù-Unanet ar vro dreistgalloudekañ nemeti er bed, evit a sell ar gallout milourel peurgetket.

[kemmañ] Politikerezh

An Ti Gwenn, Washington DC
An Ti Gwenn, Washington DC

Ar vro zo anezhi hanter-kant Stad kevreat a astenn o beli leun war meur a zachenn : ur c'hevread eo. Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevread prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile. Dilennet e vez ar prezidant hag ar bezprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe 1951 n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar Strollad republikan hag ar Strollad demokratel.

Kartenn ar Stadoù-Unanet
Kartenn ar Stadoù-Unanet

Dilennet e oa bet George W. Bush da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2000 (d'an 20 a viz Genver 2001 e krogas e respet)). E 2004 e oa bet dilennet en-dro.

Al lez-veur zo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel.

[kemmañ] Stadoù ar Stadoù-Unanet

Pa oa bet disklêriet frankiz ar vro ne oa nemet 13 Stad, hag a oa an trizek trevadenn eus ar Rouantelezh Unanet. Tamm-ha-tamm eo savet o niver betek tapout 50 da heul gounid tachenn etrezek ar c'hornôg hag ar su. An div Stad diwezhañ, Alaska ha Hawaii a zo distag o ziriad diouzh peurrest ar vro. Alaska 'zo e penn gwalarn Kanada ha Hawaii 'zo un enezeg er Meurvor Habask.

Kartenn ar Stadoù-Unanet gant bevennoù ar Stadoù. N'emañ ket Alaska ha Hawaii a-skeul gant ar peurrest.
Kartenn ar Stadoù-Unanet gant bevennoù ar Stadoù. N'emañ ket Alaska ha Hawaii a-skeul gant ar peurrest.

[kemmañ] Liammoù diavaez

  • USAAK Stadoù-Unanet Amerika 600.000 Liammoù
  • hour
E yezhoù all

Static Wikipedia (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2006 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia February 2008 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu