Antropoloji
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An antropoloji a so ur siañs, unan deus ar siañsoù humen, hag a studi an Den war gement doare : social, kulturel, pe c'hoazh fisik (anatomi, fisioloji, patoloji, evolucïon, ha kement sort). Ar c'helenn-se a labour kals o studiañ ar c'hevredigezhoù nann-oksidantal, pe c'hoazh ar minoriteoù etnik oksidantal, etc. (vez komsed deus "etnoloji" pa studiër ur boblad ressis, med deus "antropoloji" pa glasker kompren ar spess human en é bezh)
Bez zo meur à skol war sujed an antropoloji :
- ar skol sociolojik galleg (Émile Durkheim, Marcel Mauss, Claude Lévi-Strauss)
- an antropoloji social britanik (J.G. Frazer, Bronislaw Malinowski, A.R. Radcliffe-Brown, E.E. Evans-Pritchard)
- an antropoloji kulturel etasunian (L.H. Morgan, Franz Boas, Marvin Harris, Clifford Geertz)...
Ar model galleg a sell dreist-oll deus ar c'hostez simbolik ha deus ar c'hostez social deus an Den ; ewid ar model-se, an etnoloji so ur brank deus ar sossioloji, setu lod a gav deze ne vez ked studiëd a-walc'h, g' ar model galleg -se, an c'hostezioù materiel ha fisik. Ar model anglo-saoson neuse, a vez muioc'h multidissiplinar, oh rannañ an antropoloji etre pewar brank :
- an antropoloji fisik (an antropobioloji), hag a studi penaos evolu karakteristikoù fisik an Den, jenetik ar pobladoù, ha diasennoù biolojik komportamant an Dened, pe heni é gerent siñjoù bras (primatoloji) ;
- an antropoloji social, da studiañ (da heul traou all) ar g-kerentiezh, ar politik, an organisassion sossial... ; hag an antropoloji kulturel, da studiañ ar modoù-bewiñ, ar relijïon, ha toud kostezioù simbolik ar c'hevredigezhoù humen (an diw dachenn-mañ a so ur memes brank : an etnoloji) ;
- an antropoloji pre-istorik, da studiañ ar c'hevredigezhoù humen deus gwezhall, dre an artefaktow chomed war ou lerc'h ;
- an etnolinguistik, ewid studiañ penaos vari ar yezhoù dre ar c'hevredigezhoù humen.
Taolenn |
[kemmañ] Un nebeud temoù studiëd gant an antropolojisted
[kemmañ] An Den hag an Natur
- Homo sapiens
- Teoriennoù an evolucïon
- Primatoloji kompared
- Ekoloji human
- Paleoantropoloji
- An dinosaored
[kemmañ] Antropoloji social
[kemmañ] Ar modeloù hag ar c'hodoù social
- Ar c'h-kultur
- An etni pe ar rass
- An aparchant etnik
- An eskemmoù kulturel
- Ar rouedadoù social
- Ar hierarchi
- An daremprejoù etre maoused ha gwased
- Ar mod-bewiñ
- Ar gwir
- Ar socialisadur hag an deskadurezh
[kemmañ] Ar gerentiezh hag an aliañsoù
- Ar g-kerentiezh
- An tipoù aliañsow : an dimezi.
- An interaksionoù e-barzh ar familh
- Ar ligne human
[kemmañ] Organisacion ar politik
- An Antropoloji politik
- Ar bresel
[kemmañ] Kostezioù simbolik
- An antropoloji psichik
- An antropoloji relijiel
- Antropoloji an Arz
- Ar c'hoarïoù
- Ar g-koms hag an diskour
- Ar ritoù
- Ar simbolik manuel
- Teknikoù ar c'horf
[kemmañ] Antropoloji ekonomik
- Ekonomi ar c'hevredigezhoù tradissionel
- An Antropoloji deus an antreprisoù
[kemmañ] Istor an antropoloji social
- Ar skol evolucionist :
- Lewis Henry Morgan (1818-1881)
- Edward Tylor (1832-1917)
- James George Frazer (1854-1941)
- ar materialism :
- Karl Marx
- Leslie White
- Marvin Harris
- an difusionism :
- Franz Boas (1858 - 1942)
- William H. R. Rivers (1864 - 1922)
- ar skol sociolojik frañses :
- Émile Durkheim (1858-1917)
- Marcel Mauss (1873-1950)
- Max Weber (1864-1920)
- ar skol britanik :
- Alfred Reginald Radcliffe-Brown (1881-1955)
- Edward Evan Evans-Pritchard (1902 - 1973)
- Margaret Mead (1901-1978)
- Meyer Fortes (1904 - 1983)
- ar fonksionalism :
- Bronislaw Malinowski (1884-1942)
- Arnold Van Gennep (1873-1957)
- ar strukturalism :
- Claude Lévi-Strauss (1908-...)
- an etnoloji postmodernist :
- Clifford Geertz (1926-...)
[kemmañ] Gweled iwe
[kemmañ] Liammoù diabarzh
- Istor an antropoloji
- Listenn antropolojisted bruded