Argo
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Argo (Αργώ}} / Argố e gregach) a oa anv al lestr ma eas warnañ an haroz Jason hag an Argonaoted adal Iolcos da gerc'hat ar Maoutken aour.
Diwar-benn ar vojenn-se n'eus ket gwelloc'h skrid eget hini Apollonios Rodez, an Argonautiques.
Savet e voe an Argo, hervez ar mojennoù, pe gant an argaonot (moraer) Argos, mab da Arestor, pe gant Argos mab da Frixos, a roas e anv d'al lestr. Gallout a rae al lestr Argo komz ha diskuliañ an amzer da zont, rak graet e oa e koad derv Dodone.
Gwarezet e oa al lestr hag ar voraerien gant an doueez Hera, a oa he skeudenn ouzh staon al lestr.
[kemmañ] Stered
Ur steredeg zo bet anvet war-lerc'h anv al lestr, steredeg Argo, rannet e teir steredeg vihanoc'h, ar Gouelioù, an Aros, ar C'horf-lestr.