Maoutken aour
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar maoutken aour, e mojennoù Hellaz kozh, eo kreoñ ar maout askellek Krisomallos (Χρυσόμαλλος / Khrusómallos e gregach, diwar χρυσός / khrusós, « aour » ha μαλλός / mallós, « tamm gloan ») Hennezh a oa ul loen burzhudus, speredek, a ouie komz hag a c'halle nijal d'al lec'h a gare.
Galvet e oa bet gant Hermes da vont da saveteiñ bugale Nefele, a oa bet gwreg Atamas, roue Orc'homenos, e Beotia.
Ar vugale-se, Friksos ha Helle, a dec'has warnañ diouzh o lezvamm Ino, a veze ouzh o heskinañ. Siwazh dezhi e kouezhas Helle er mor, a zo bet graet gant ar C'hresianed an Hellespont anezhañ, pa oa ar maout e greoñ aour o lammat eus Azia da Europa.
Pa voe erru Friksos gant al loen e Kolkida, war aod ar Pontos-Euksinos (ar Mor du), e voe aberzhet ar paourkaezh maout da Zeus d'e drugarekaat, ha roet ar maoutken da Aetes, roue ar vro, abalamour d'e zegemerusted,pa oa aet betek reiñ e verc'h C'halkiope da Friksos.
Neuze e voe lakaet un aerouant da ziwall ar c'hreoñ.
Diwezhatoc'h ez eas Jason hag e Argonaoted da gerc'hat ar Maoutken aour.
(da echuiñ)