Arouezioù LGBT
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Amañ da heul e vez kinniget ur roll eus an aroueziañ muiañ-implijet evit ober dave d'an dud LGBT (Lesbianel, Gae, Divrevel ha Treuzrevel) gante o-unan.
Taolenn |
[kemmañ] Tric'hornioù du ha roz
Dont a ra an daou arouez zo eus ar merkoù e veze rediet da gwiskañ kement an baotred heñvelrevel (Tric'horn roz) hag ar maouezed "enep-sokial", en o zouez al lesbianed (Tric'horn du).
[kemmañ] Lambda
E 1970 e oa bet dibabet al lizherenn c'hresianek lambda evel ur c'hampagn bet lañset gant Krevredad an Emsaverion C'hae (Gay Activists Alliance) o stourm evit frankiz ar re c'hae. Pevar bloaz war-lerc'h e oa bet dibabet en-dro evel arouez ar C'hendalc'h Etrebroadel evit Gwirioù ar re C'hae (International Gay Rights Congress) dalc'het e Din-Edin (Bro-Skos). Peurliesañ e vez livet al lizherenn gant al liv roz pe limestra.
[kemmañ] Banniel kanevedenn
Gwelet ar pennad pennañ-mañ Gant Gilbert Baker e oa bet krouet ar banniel kanevedenn a-ratozh e 1978 evit Dibunadeg Frankiz Gae San Francisco.
[kemmañ] Kelc'hioù ar frankiz
Krouet e oa bet kelc'hioù ar frankiz gant David Spada. Graet int gant aluminiom ha gwisket evel troioù-gouzoug, gwalennoù, troioù-brec'h hag all.
[kemmañ] Ar vouc'hal daoubennek
Hervez ar vitologiezh c'hresian e veze liammet ar vouc'hal daoubennek ouzh an doueez Demeter (pe Artemis hervez ar vitologiezh roman). Sañset e veze graet lidoù gant darempredoù reizhel etre maouezed evit kanañ meuleudi an doueez-se. Hervez ar mojennoù e veze implijet ivez gant kadourezed Scythian hag a rene warne div rouanez war un dro. Arouez al lesbianelezh emren an hini eo.
[kemmañ] Arouezioù an divrevelezh
Krouet e oa bet banniel an divrevelezh gant Michael Page e 1998 diwar skwer banniel an heñvelrevelezh.
[kemmañ] Arouezioù an dreuzrevelezh
Krouet e oa bet banniel an dreuzreviadezh gant Monica Helms evit un dibunadeg lorc'h gae er Stadoù-Unanet e 2000.
[kemmañ] Banniel ar BDSM
Gwelet ar pennad pennañ-mañ
Krouet e oa bet e er bloavezhioù 1980 gant Tony DeBlase ur banniel ispisial anvet Leather pride flag ("Banniel al Lorc'h Lêr") e saozneg evit an heñvelrevourion/ezed hag an arallrevourion/ezed hag a blij dezhe ar BDSM ((Hualelezh-sentelezh, Mestronelezh-sujelezh, Sadelezh-mazoc'helezh, diverradur diwar ar saozneg: Bondage-Discipline, Domination-Submission ha Sadism-Masochism).
[kemmañ] Arouezoù nebeutoc'h implijet all
- Ouzhpenn an arouezioù brudet-se e vez implijet meur a arouez all alies pe aliesoc'h, da skwer:.
- Implijet e vez alies arouez an Aozadur Etrebroadel evit an Deskoni Revel (International Foundation for Gender Education (IFGE) [1] - e-krec'h a-gliez) evel arouez an dreuzrevelezh pe c'hoazh ur valafenn pe ur yin ha yang livet e roz ha glas sklaer;
- E Henroma hag ivez er Breizh-Veur en XIXvet kantved e veze implijet al liv gwer evit ober dave d'an heñvelrevelezh;
- Abaoe ar 1añ kantved eo bet implijet ar bleiz-broc'h, ar c'had hag ar gaerell evel arouezioù an heñvelrevourion;
- Talvezout a rae ivez ar feniks da arouez an heñvelrevourion dre ma tiskwele penaos e "adc'hane" ar c'halc'h bewech ma veze entanet.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Banniel an divrevelezh
- Banniel an arallrevelezh
- Banniel an heñvelrevelezh
- Banniel an dreuzrevelezh
- Banniel an hollrevelezh
- Tric'hornioù roz ha du
[kemmañ] Liammoù diavaez
![]() |
Porched ar revelezh denel – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |