Artemis
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Artemis ( Ἄρτεμις / Ártemis e gregach) a oa doueez an hemolc'h, pe ar chase, hag al loar en Hellaz kozh. Diana e oa gant ar Romaned.

Taolenn |
[kemmañ] An doueez
Merc'h eo d'an doue Zeus ha da Leto ha c'hoar eo da Apollon doue an heol.

[kemmañ] He bugaleaj
Pa oa tri bloaz, hervez ur varzhoneg gant Callimachus, e c'houlennas Artemis ouzh he zad Zeus, p'evedo-hi war e varlenn, reiñ tri c'hoant dezhi.
Da gentañ e c'houlennas chom hep dimeziñ, kaout chas da vont d'e heul ha kirvi da sterniañ ouzh he c'harr, ha nimfezed da c'hoari ganto.
Ha Zeus da reiñ dezhi he c'hoant, hag an "tri-ugent plac'hig, merc'hed Okean", a rankas chom gwerzheded hervez he flijadur.
[kemmañ] Mojennoù
[kemmañ] Kallisto
Kallisto a oa un nimfenn, kompagnunez da Artemis, a voe diwerc'hezed gant Zeus dre widre, gwisket gantañ tres Apollon, pe hervez mojennoù all hini Artemis hec'h-unan (gevelled e oa Apollon hag Artemis).
Droug en doueez (dre warizi marteze), ma voe troet Kallisto gant Artemis en un arzhez. Lod a lavar eo gant Hera, ken gwarizius all, lod a lavar eo gant Zeus, evit he gwareziñ.
Ur mab he doe Kallisto diwar-lerc'h an nozvezh-se, Arkas e anv, hadont a reas da vezañ roue Arkadia. Un deiz ma'z edo-eñ o chaseal e c'hoantaas lazhañ un arzhez hag a oa e vamm. Mirout outañ a reas Zeus, pe Artemis gouez da lod. Kaset e voent o-daou, mamm ha mab, d'an oabl, e-lec'h ma splannont o-daou, ar vamm evel Ursa Major he mab evel Ursa Minor.
Hervez mojennoù all e vije bet lazhet an arzhez gant ur saezh tennet gant Artemis.
[kemmañ] An Doueez werc'h
Evel Atena ha Hestia eo ur werc'hez an doueez Artemis. Betek an XIX-vet kantved e veze gwelet evel un doueez c'hlan ha diorged hepmui. Nac'h a ra kentoc'h an darempred gant ar baotred. Kastizañ a ra
- Akteon en do he gwelet en noazh
- Kallisto p'he devoa kousket gant Zeus. Ret eo derc'hel soñj en devoa Zeus kemeret tres Artemis evit dont a-benn eus ar plac'h.
[kemmañ] Arouezioù
- Gwelet e vez gant ur wareg, ha gant loened, un heizez peurvuiañ.
[kemmañ] Nevedoù
- Brudet e oa Templ Artemis en Efeza, unan eus Seizh Marzh ar Bed
- Lenn Stumfal en Arkadia ;
- Neved Olbia e Hyères) ;
- Neved Artemis Orthia e Sparta.
[kemmañ] Levrioù
- Burkert, Walter, 1985. Greek Religion (Cambridge:Harvard University Press)
- Graves, Robert (1955) 1960. The Greek Myths (Penguin)
- Kerenyi, Karl, 1951. The Gods of the Greeks
[kemmañ] Liammoù diavaez
-E saozneg :