Arz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Arz : (ger bed newez forjed à-ziwar al latin artum)
[kemmañ] An istor berr-hà-berr
D'ar penn kentañ, ne oa an arz nemed ewid tud desked bras, tuapl anehe da skeudenniñ kenkouls ar bed en-dro dehe, an traou bewed gante, ô santimañchow ha kement so, ken mà vije influañsed ar re all gant ô oberennoù. Med bremañ e vez disheñvelig an traow, n’eus forzh piw hell bezañ un arzour gant mà vo talant, mailhoni hà spered da grouiñ gantoñ.
Kevreed ew ar spass gant an arzoù plastik, hàg an amser gant ar muzik hag al literatur pe lizheradur. Gant an teatr hag an dañs e teu an nen da vezañ danvez e arz. Gant ar film an heni ew la vez ideed ar seurt seblant-mañ.
War a seblant ne vez, gant an arz, pal pre-etablissed e-bed, hà ba'r sort frankis-mañ emà lec’hied e wir signifiañs. Uhellaed e vez an den à-us da chañs-dichañs madoù ar c’horf. Med kement-se ne sinifi ked ew an arz, ar pezh a vije gwraed arz ewid arz, nemed ewid artisted pe esteted.
Med gwir ew er memes tra lar eo daw à-walc’h d’an nen en em gustumañ deus an arz kent kompren anehoñ mad. Kent karoud ha kompren an arz, ew gwell mat bezañ bed kelenned war an arz à-raog.
Liammed ew tamm pe damm signifiañs an arz gant an diduiñ, da-lavared-ew ar fed da drec’hiñ war an ezommoù diavaes. Ewid d'an arz nompass bezañ talvoudus dre red, e vez dalc'hed an artisted gant komanant urzh prenañ an dud.
Implijed ew bed an artisted ewid propagantaoù relijiel pe politik.
An oberenn, e-barzh fin ar gont, a so ur sort emglew etre ar pezh emà war-c'hlask an den o paeañ, pe an dud o profitañ deus an oberenn, hag ar pezh en deus c'hoant an artist. Hag ar mod-se vo liwourion relijiel ar Renaissance skignerion an Humanism, kement-se bed arc'hanted gant an Ilis, se so vasil.
Ul liwour pe ur skrivagner n'ew ked un artist kin pa suj d'un ideoloji e-maes deus an arz. Ne hall ked an artist lavared e soñj dehoñ e-hunan diwar-benn tra-mañ-tra nemed p'emà en ur stumm pe un ober estetik mà hell an nen gweled pe santoud à drugarez dehe.
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.