Atreüs
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Atreüs a oa roue Mikenae pe Argos. Mab e oa da b-Pelos ha da Hippodamia. Brudet e oa abalamour d’ar gasoni a vage ouzh e vreur Thyeste.
Tad e oa da Agamemnon ha da v-Menelas, ar re gentañ eus lignez an Atrided.
Taolenn |
[kemmañ] E anv
E gregach e oa Ατρεύς / Atreús e anv, da lavarout eo « dizaon ».
[[Image:Tholos of Atreus.jpg|thumb|right|200px|Toull-dor ur bez mikenat, anvet « teñzor Atreus » savet e 1250 kent JK.
[kemmañ] Mojenn
[kemmañ] Rouaned Mikenae
Atreos en devoa ur breur gevell Thyestes, hag o-daou e voent harluet gant o zad peogwir o devoa lazhet o lezvreur Chrysippus evit bezañ rouaned en kêr Olympia.
Repu a gavjont e kêr Mikenae, ha kemer a rejont lec'h ar roue Eurystheus pa oa aet da vrezeliañ a-enep an Herakleided. Sklaer e oa ne badje ket pell o ren, nemet mervel a eure ar roue er brezel.
[kemmañ] Oan alaouret
Atreus a ouestlas aberzhiñ e oan gwellañ da Artemis. P'edo o klask e dropellad e kavas un oan alaouret a roas d'e wreg Aerope, d'e guzhat ouzh an doueez. Ha hi d'e brofañ d'he dousig, Thyestes. Hennezh neuze a en em glevas gant e vreur evit ma vije roue an hini a oa perc'henn d'an oan burzhudus. Ha Thyeste da ziskouez an oan, ha da c'houlenn ar gador a roue.
Atreus avat a zeuas a-benn da vezañ roue oc'h ober diouzh kuzulioù an doue Hermes : Thyeste a ouestlas reiñ ar rouantelezh d'e vreur pa'z afe an heol war e giz en oabl. Graet e voe an taol gant Zeus e-unan. Hag Atreus war gador ar rouaned, ha Thyestes en harlu.
[kemmañ] Dial
Neuze eo e klevas Atreus anv eus avoulriezh Thyestes hag Aerope, ha mennout a eure kas an dorzh d'ar gêr. Lazhañ a eure mibien Thyestes, hag o foazhañ, nemet mirout a reas o daoudroadoù hag o daouarnioù. Servij a eure ar c'hig anezho d'e vreur, ha diskouez dezhañ o izili.
[kemmañ] Diougan
Un diouganer a ziskulias da d-Thyestes e vije lazhet Atreus ma en dije ur mab digant e verc'h Pelopia. Kement-se a voe graet, ha lazhet e voe Atreus Thyestes gant e vab Aegisthus .
Koulskoude, pa voe ganet Aegisthus, e voe dilezet gant e vamm, mezhekaet abalamour d'he zorfed. Kavet e voe ar c'hrouadur gant ur mesaer, roet gantañ da Atreus, a en desavas evel e vab. Erru Aegisthus en oad-gour e voe lavaret dezhañ gant Thyestes e oa tad ha tad-kozh dezhañ war un dro. Hag ar paotr da vont da lazhañ Atreus.
Hervez skridoù zo e oa Atreus tad da b-Plisthenes. Peurvuiañ e vezont kontet da vezañ breudeur.
[kemmañ] An Atreided
Graet e vez gant ar ger Atreided (pe Atrided) da envel mibien Atreus, Agamemnon ha Menelaus, —, hag a-wechoù ivez bugale ar re-se, pe o bugale vihan.
[kemmañ] Dune
E romant Frank Herbert Dune eo kontet istor Leto, Paul, ha Leto II eus Tiegezh an Atreided, enebourien ar c'hlan Harkonnen. Lavarout a reont diskenn eus Atreided brezel Troja.
[kemmañ] Oberennoù
- Prosper Jolyot de Crébillon en deus skrivet Atrée et Thyeste, un drajedienn e pemp arvest c'hoariet e Pariz e 1707 evit ar wech kentañ.