Bannoù-treset
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
N'eo ket ar pezh a vez anvet ar bannoù-treset ("bande dessinée" e galleg) ur c'henderc'had hollvedel. Er bed saoznek e vez kaoz eus comics pe comic strip pe cartoon pe graphic novel ha n'int danevelloù skeudennet hir a-walc'h war n'eus forzh peseurt tem. Un afer gall-belgiat eo ar bannoù-treset ha p'eo ar Suis Rodolphe Töpffer a greder bezañ bet an hini en deus lakaet asamblez skeudennoù ha testennoù. Met ur gelaouenn gristen evit ar yaouankiz belgiat Petits belges embannet war-dro 1920 en deus dispaket kentañ bannoù-treset gant ur glogorenn e-lec'h ma skriver komzoù an tudennoù treset. Ar Japaniz o deus bannoù-treset a reer manga pe hentai eus outo. E Bro-C'hall hag e Belgia e vez anv ar bannoù-treset evel an 9vet arz (goude ar 7 arz pennañ hag ar sinema).
[kemmañ] Istor
Skrivañ a reas ar Suis Rodolphe Töpffer an Histoire de Monsieur Vieux-Bois (embannet e 1837). Pep a bajenn gant tresadennoù a zispake an testenn a-us. E penn an XXvet kantved e embannas Christophe Les aventures du sapeur Camenber, meur a istor fentus berre kontet dre skeudennoù ha dre an testenn a-is. Graet e veze seurt produioù evit ar vugale, rak ne grede ket an dud en oad e oa dereat "lenn" levrioù skeudennet. Pa embannas ur beleg belgiat ar gelaouenn "Petits belges" e klaskas reneveziñ ar bannoù-treset. Pelloc'h e oa krouet ar Petit Vingtième, urgealouenn gristen evit ar yaouankiz all hag e tegemeras labour Georges Rémi a rae gant Hergé evit e anv-pluenn. Hemañ a ijinas un istor gant ur c'helaouenner yaouank oc'h ober ur veaj en Unvaniezh soviedel. Pal an oberour koulz hag hini rener kristen ar gealouenn a oa pismigañ ar gomunouriezh a rene buhez ar riez nevez. Berzh a reas an istor hag e oe embannet e 1930 en ul levr distag, Tintin e bro ar soviedoù. Kroget e oa bet "Troioù-kaer Tintin".
Padal e oa bet enporzhiet en Europa ar comics strips amerikan hag ar Journal de Mickey a embanne darn anezho e galleg. Pa rene e reuz an Eil brezel bed e oa difennet gwerzhañ ar produioù amerikan ha diouzh-se an dreserien velgiat a reas berzh bras e Bro-C'hall hag e Belgia. Er gelaouenn velgiat Bravo e oe gwelet kentañ oberennoù Jacobs, Jacques Laudy, Raymond Reding, Albert Uderzo ha Willy Vandersteen.
Spirou magazine, krouet e Belgia just a-raok ar brezel a oa berzhet a-brantadoù gant an nazied , met e talc'has da chom bev hag e embannas un dastumad levrioù bannoù-treset pa echuas ar brezel e 1944.
Da vezañ kendalc'het