Bergen-Belsen
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Patrom:Ébauche histoire
Bergen-Belsen, avez graet Belsen anezhañ ivez, a oa ur c'hamp-bac'h nazi e Saksonia Izel, er mervent da gêr Bergen demdost da Celle.
Da gentañ e oa ur c'hamp prizonidi-brezel (1940), nemet e 1942 e oa deuet da vezañ ur c'hamp-bac'h, dastumet ennañ Yuzevien, Romed hag heñvelrevaded. Boureviet e vez ar brizonidi alies, ha puilh e varvent gant an naon. Gwashaat a reas an doareoù-bevañ pa voe kaset di prizonidi a-leizh eus kampoù ar reter a-raok o dieubidigezh gant an armeoù sovietek.
Dieubet e voe kamp Bergen-Belsen gant an arme saoz d'ar 15 a viz Ebrel 1945, goude-se e voe distrujet abalamour d'ar vrec'h-du a oa o ren eno.
War-dro 70 000 a dud zo marvet eno, en o zouez e oa Anne Frank, marvet d'ar 15 a viz Meurzh 1945.