Brezel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
[[Skeudenn:Nagasakibomb.jpg|250px|right|thumbnail|Ar Stadoù-Unanet o deus lakaet da darzhañ ur vombezenn atomek e neñv Nagasaki e 9 a viz Eost, 1945. Ar [[bombezadegoù atomek war Hiroshima ha Nagasaki o deus lakaet da vervel diouzh tu etre 100 000 ha 200 000 nannsoudard, ar wechoù nemeto m'eo bet implijet seurt armoù evit brezeliñ.]]
Ar brezel a zo ur bec'h etre riezoù pe strolladoù bras a-walc'h o vent a ya da lakaat anezho da implij armoù ha an nerzh fizikel hag dispaket int dre sevel luioù soudarded kaset e tu all an harzoù a oa etre an div gostezenn a-raok. Pal ar vrezelerien a zo tapout pe virout tiriadoù'zo hag e c'hoarvez ma vez kollet hag adtapet an tiriadoù en-dro gant pep a du. Un aozadur hag ur raktres milourel a vez savet gant an emgannerien. Bez e c'hell ar brezel bezañ berr (dindan ur bloaz pe ur miz) pe badout meur a vloavezh gant meur a gampagn, da lavaret eo prantadoù tagadennoù e-kreiz ehannoù.
Meur a abegoù a vez evit mont da vrezeliñ : gounid pe adc'hounid ar riegezh, un tiriad, pinvidigezhioù naturel, ledanaat levezon ur relijion pe un ideologiezh. Pa vez adtapet un tiriad a oa bet skrapet hag ac'hubet e vez kaoz eus ur brezel dieubiñ. Pa 'z eus ur brezel etre kostezennoù diabarzh ur riez e vez kaoz eus ur brezel diabarzh. Betek diwezh an Eil brezel bed e veze kustum embann anezhañ dre un diskleriadur ar brezel ofisiel, spis e stumm.
Gant ar brezel e vez kaset tud d'ar marv ha n'int holl dibellaus, dreist-holl pa vez lazhet nannsoudarded e-leizh evel e-korf brezelioù an XXvet kantved ha re an 21vet ivez. E-pad an XXvet kantved eo bet jedet e c'hellfe bezañ bet lazhet etre 130 000 ha 142 milion a den, nannsoudarded an darnvuiañ anezho. Hag e-touez ar buhezioù kollet-se, 51 milion a dud a zo marvet e diwezh an Eil brezel bed.
[kemmañ] Istor ar brezel
[kemmañ] Sell ivez ouzh
- Brezel-bro
- Brezel-diavaez
- Brezelekaerezh
- Brezelerezh
- Brezelgarouriezh
- Brezelouriezh
- Kadouriezh