Caer Celemion
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Caer Celemion a oa ur rouantelezh vrezhon lec'hiet er pezh a zo Hampshire hiziv. Hogozik netra ez-eus diwar-he-fenn en testennoù met an arkeologiezh a ziskouez e oa ur greizenn-stourm bennañ eus ar vrezhoned. Anvioù keltiek o-deus ar keriadennoù ar vro evel Andover, Micheldover, Candover ha Pentbridge. Bezioù gourion niverus a gleuzjod e tuchennoù Vro ar C'hleiz, tost a-walc'h eus ar c'helc'hiad ma voe bet savet Caer Celemion, ar pezh a zamveneg e voe kalz emgannoù er rannvro.
Un douflez, Douvez Bokerley, a savas Caer Celemion war he harzioù an hanternoz d'en em wareziñ ouzh argasadegoù ar saksoned.
Netra a anavezer diwar-benn he rouaned met mojennoù lec'hiel a-zivout ur ramz Orion e anv, a zamveneg bezañs un tiern Einion e anv.
E-pad ar c'hwec'hved kantved e voe peuraloubet ar rannvro gant Mercia ha Wessex.
![]() |
Keltia | ![]() |
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |