Kelted
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Un tolpad pobloù ar C'hentistor eo ar Gelted aet da aloubiñ darnvuiañ Europa pa oant o kantren e kreiz Azia en a-raok. Anavezet eo bet o sevenadur diwar an arkeologiezh ha digant nebeut testennoù diavaez dezho nemet ar re savet e Bro-Iwerzhon e derou ar Grennamzer ma 'z eo aet da get roudoù o stuzeghezhioù ha o c'hredennoù dindan pouez brasoc'h-brasañ ar gristeniezh. N'eus ket kalz a destennoù e yezhoù keltiek a veze implijet en Henamzer pa ne grede ket ar Gelted kozh skrivañ ar pezh a grede hag ar pezh a ouie evit abegoù relijiel marteze. Chomet eo ar yezhoù keltiek implijet hiziv ha meur a roudoù o bezioù hag o savadurioù (savadurioù-difenn, roudoù o atantoù hag o zemploù).
[kemmañ] Orin an anvadur
N'anavezer ket an anv ma ree ar Gelted gantañ evit en em envel o-unan hag eo bet degaset ar gerioù Keltoï (gresianeg) ha lingua celta (yezh keltiek) gant tud ar sevenadurioù all (Gresianed ha Romaned).
Gallia est omnis divisa in partes tres, quarum unam incolunt Belgae, aliam Aquitani, tertiam qui ipsorum lingua Celtae, nostra Galli appellantur.|Julius Kaezar en e levr De Bello Gallico. Tri rann a zo da C'halia, ar Belgiz o chom e unan anezhi, an Akwitaniz en eil hag en trede rann ar re a reont diouzh o-unan er yezh keltiek ar Galianed.
Kinniget eo bet meur a c'herdarzh evit ar ger "kelt" :
- ar wrizienn indezeuropek "*kel pe *kol «trevadenn(er)»
- ar wrizienn indezeuropek *keleto «herr» pa veze kustum d'ar Gelted dilec'hiañ buan war varc'h
- ar wrizienn henvrezhonek "*kaled" (kalet e brezhoneg hiziv) a gaver ivez e-barzh anv pobl ar "Caledonii" (en Henamzer e Bro-Skos). Marteze ne oa ket mirout ar stumm kal gant ar Gresianed p'o doa ur ger re dost dezhañ (kala = kened).
Lod ao deus soñjet e veze keltoï da vezañ tostaet ouzh ar ger germanek "hahlen" (kuzh), met diaes eo kompren peseurt liamm a zo etre ar yezhoù germanek hag ar yezhoù keltiek, nemet o orin indezeuropek. Tostaet eo bet ar Keltoï, ar Galated (ur meuriad kelt aet da Azia-Vihannañ) hag ar Galli (Galianed), met n'eo ket sur evit tud a gred e teu Galated ha Galli eus ar ger keltiek ha germanek a dalvez evit estrañjour pe alouber.
Evit ar yezhoù keltiek, sell ouzh pajenn ar yezhoù keltiek.
[kemmañ] Istor ar Gelted
[kemmañ] Levrlennadurezh
- Tadhg O Droichead. Orin ar ger kelt. In : Al Liamm, n° 250, Gwengolo-Here, 1998.
- Kruta, Wenceslas. Les Celtes.