Damião de Odemira
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Damião de Odemira, anavezet ivez dindan ar stumm italianek Damiano, a zo bet ganet en Odemira (Portugal) er XVvet Kantved ha marvet er XVIvet Kantved.
Apotikaer ha c'hoarier echedoù portugalat. E studiadenn bet skrivet en italianeg hag e spagnoleg (Tratado de Xadrez e portugaleg; "Questo libro e da imparare giocare a scachi: Et de belitissimi Partiti"), embannet e Roma e 1512 a roas e vrud dezhañ. Ret oa bet dezhañ tec'hout kuit du-hont pa voe skarzhet ar yuzevion eus Portugal dindan ren Manuel Iañ.
[kemmañ] Ar Garadenn Damiano
Anvet eo bet ar garadenn-mañ diwar Damiano, daoust dezhañ bout lâret splann ne vez ket un dra vat c'hoari "f 6".
1. e4 e5
2. Mf3 f6
3. Mxe5
[kemmañ] Oberenn skrivet
- Damião de Odemira, Tratado de Xadrez, "Questo libro e da imparare giocare a scachi: Et de belitissimi Partiti", Roma, 1512.