Daouc'hrafiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Implijet e vez an termen daouc'hrafiezh evit komz eus yezhoù hag a ra gant daou doare-skrivañ. Ez-ledanoc'h e vez implijet ivez a-wezhoù e lec'h liesgrafiezh, kalz raloc'h, pa reer gant muioc'h a doareoù skrivañ evit an hevelep yezh.
An daouc'hrafiezh a c'hell bezañ sinkronek, da lâret eo pa vez implijet an daou doare-skrivañ war un dro, pe diakronek, p'eo bet implijet daou doare skrivañ a-hed istor ur yezh resis bennak.
Unan eus skouerioù brudetañ an daouc'hrafiezh eo ar serbeg skrivet koulz gant al lizherenneg kirillek ha gant al lizherenneg latin, daosut ha ma vez skrivet muioc'h-mui gant al lizherenneg kirillek goude ma oa bet disrannet ez-ofisiel ar serbeg-kroateg.
Arguzennet e vez ivez a-wezhoù eo ar japaneg ur yezh daouc'hrafek dre ma ra war un dro gant daou sistem silabenneg (hiragana ha katakana) diouzh un tu ha gant sinalunioù (anvet kanji)diouzh an tu all. Evit tud all, avat, e rankont bezañ komprenet evel elfennoù un hevelep sistem.
Stank a-walc'h e oa an daouc'hrafiezh diakronek evit meur a yezh kopmzet en ez-Unaniezh Soviedel, evel an ouzbekeg da skouer, bet skrivet tro pe dro gant al skriturioù arabek, latin ha kirillek.
Un dispac'h yezhel e oa bet ar c'hemm bet degaset d'an turkeg pa chomas a-sav dindan ren Atatürk d'ober gant al lizherenneg arabek ha kregiñ d'ober gant al lizherennek latin.