Ouzbekeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ouzbekeg (O'zbek, Ўзбек, أۇزبېك) |
|
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Ouzbekistan, Turkmenistan, Kirgizstan, Afghanistan, Kazakstan, Tadjikistan, Rusia, Sina |
Rannved : | Kreiz Azia |
Komzet gant : | ~ 18 500 000 |
Renkadur : | 54 |
Familh-yezh : | Yezhoù turkek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Ouzbekistan |
Akademiezh : | hini ebet |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | uz |
ISO 639-2 | uzb |
Kod SIL | UZB |
Deuit da welet ivez Yezh. |
An ouzbekeg (O'zbek tili pe Ўзбек) a zo ur is a yezh turkek komzet gant an Ouzbeked kement e Ouzbekistan hag e lec'hioù all eus Kreiz Azia. Tost a-walc'h eo yezhadur ha geriaoueg an ouzbekeg ouzh re an Uigoureg. Levezonet-don eo bet ar yezh ivez gant ar perseg hag ar rusianeg. Meur a c'her a-orin arabek a vez kavet en ouzbekeg ivez, deuet ennañ dre ar perseg.
Yezh ofisiel Ouzbekistan eo an ouzbekeg ha tro-dro da 18,5 milion a dud a ra gantañ evel yezh-vamm.
A-raok 1992 e veze skrivet gant al lizherenneg kirillek met bremañ e vez implijet al lizherenneg latinek evit skrivañ ar yezh en Ouzbekistan, daoust ha ma kendalc'h ar gomzerion e Sina d'ober gant al lizherenneg arabek.
Setu ur skwer eus an ouzbekeg skrivet gant lizherennoù latinek da gentañ ha gant lizherennoù kirillek da heul (tennet eus Mellad kentañ Diskleriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den) :
- Barcha odamlar erkin, qadr-qimmat va huquqlarda teng bo'lib tug'iladilar. Ular aql va vijdon sohibidirlar va bir-birlari ila birodarlarcha muomala qilishlari zarur.
- Барча одамлар эркин, қадр-қиммат ва ҳуқуқларда тенг бўлиб туғиладилар. Улар ақл ва виждон соҳибидирлар ва бир-бирлари ила биродарларча муомала қилишлари зарур.
[kemmañ] Gwelet ivez:
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |