Denoniezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An denoniezh a zo a bal studiañ an Den evel ur spesad hag, ent-resis, e berzhioù a denn d'ar gorfadurezh (pe anatomiezh), d'ar vevoniezh ha, dreist-holl, da studi e spered. Gwelet ivez Homo (doaread). Holistik eo an denoniezh, rak e tenn d'an Den e pep amzer ha e pep lec'h hag e pep ment an denelezh ivez.
Ar meizad pennañ eo ar c'hultur ha diwar an meizad-mañ e kadarner en deus spesad an Den ur varregezh hollvedel evit un emdroad davit kompren ar bed dre arouezioù a vez kelennet ha desket dre ar vuhez gevredigezhel, un emdroad evit lakaat ar bed hag e annezerien da vezañ treuzfurmet dre jeu an arouezioù-se.
Ur frapad-amzer'zo e veze dispartiet an denoniezh eus ar c'helennoù denel all diwar e dech da dreuzkenveriañ ar c'hulturoù, met bremañ e sav savboentoù disheñvel pa ya denoniourien'zo da studiañ kevredigezhioù pe strolloù en o-unan.
Da vezañ kendalc'het