Doareer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur rummad gerioù eo an doareerion (saoz. determiner) a dalvez da resisaat kementad pe da didermeniñ un anv-kadarn. Meur a doare doreer resis a zo:
-
- Gerioù mell
- Gerioù-kementiñ
- Gerioù diskouezhañ
- Raganvioù-perc'hennañ
Peurliesañ, er yezhoù indez-europek e vez implijet doareerion distag a reer klitikoù oute, da lâret eo gerioù distag ha n'int ket kengerioù lakaet pe e penn pe, raloc'h, e dibenn un anv-kadarn (pe frazennig anv). Yezhoù zo avat a ra kentoc'h gant kengerioù, dreist-holl lostgerioù evel e svedeg, da skwer:
- bok ("levr") > boken ("al levr")
[kemmañ] Doareerion ar brezhoneg
-
- Gerioù mell: an; al; ar (strizh) , un; ul; ur (amstrizh)
- Gerioù-kementiñ: pep, nebeut, kalz, meur a...
- Raganvioù-perc'hennañ: ma, da, e, he, hon/hol/hor, ho, o
- Gerioù diskouezhañ: -mañ, -se, -hont,