Ger-mell
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Seurtoù doareerioù eo ar 'gerioù-mell a zo anezho gerioù a c'hell bezañ implijet gant un anv-kadarn evit spisaat pe resisaat da petra e ra dave an anv-kadarn-se.
Dre vras e c'heller ober un diforc'h etre ar ger-mell strizh diouzh un tu hag ar ger-mell amstrizh diouzh an tu all.
Taolenn |
[kemmañ] Ar ger-mell strizh
Implijet e vez, dre vras, ar ger-mell strizh da diskwel ez eo anavezet an anv-kadarn a ra dave outañ (an davead saoz. referent) pe evit diskwel e teuio war-lerc'h gerioù all (peurliesañ anvioù-gwan) o tennañ d'an anv-kadarn a rae dave outañ ar ger-mell-se, d.s.
- an den a denn d'un den a gred d'an hini a zo o komz ez eo anavezet dija gant an hini a vez o komz gantañ hag eo sañset goût diwar peseurt den resis emañ o komz
- "an den bras": spisaet gant ur anv-gwan eeun
- "an den am boa gwelet dec'h: spisaet gant ur frazennig anv-gwan
[kemmañ] Ar ger-mell amstrizh
Implijet e vez ar gerioù-mell amstrizh evit diskwel ez eo diresis ha dispis an anv-kadarn a ra dave outañ, d.s.:
- un den = un den bennaket; neus forzh piv; ne vern peseurt den
Evit yezhoniourion zo, ez eo an anvioù-gwan niverenniñ un isrummad gerioù-mell da vezañ renket e-touez ar re amstrizh ivez.
[kemmañ] Implijoù ar gerioù-mell
Meur a yezh evel an arabeg da skwer a ra hep gerioù amstrizh. E gwrionez ez eo ar brezhoneg unan eus yezhoù keltiek nemeto a implij seurt gerioù-mell.
Evit ar pezh a sell ouzh ar gerioù-mell strizh, ez eus meur a yezh ivez a ra hepte evel al japaneg hag ar rusianeg en ur implijout daoreoù all da verkañ seurt perzhioù a denn d'an daveadoù.
E meur a yezh e voe krouet ar gerioù-mell, dreist-holl ar re strizh, diwar raganvioù pe anvioù-gwan, d.s.:
- ille (latin) > el ha la (spagnoleg)
Ar gerioù-mell a c'hell talvezout da verkañ jener pe niver un anv-kadarn ivez, da skwer e portugaleg:
-
- Strizh
- o ~ os (gourel)
- a ~ as (benel)
-
- Amstrizh
- um ~ uns (gourel)
- uma ~ umas (benel)
Bez e c'hellont merkañ ivez ar rol a c'hoarvez un anv-kadarn ur frazenn gant ar yezhoù a implij sistem ar c'hasoù, d.s. e gresianeg (gerioù-amstrizh gourel unander nemetken):
- ο nominativel
- το(ν) akuzativel
- του genitivel
E brezhoneg, evel en arabeg dre gomz, e cheñch stumm ar gerioù-mell hervez ar sonioù a deul warlerc'h:
- al levr; ul levr
- an den; un den
- ar c'hi; ur c'hi
Yezhoù zo, evel re Skandinavia da skwer, a implij lostgerioù e lec'h gerioù-mell distag, da skwer e daneg:
- gourel: plan ("raktres") > planen ("ar raktres")
- nebreizh: plan ("plaenenn") > planet ("ar blaenenn")
Kavet e vez seurt lostgerioù e yezhoù all ivez , d.s.:
- consul > consulul e roumaneg
- drvo ("gwezenn") > drvoto ("ar wezenn") e makedoneg