Doueoù olimpat
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Hervez ar vitologiezh gresian e vije bet daouzeg doue olimpat (an doueoù olimpat) o chom en ur vro meneziek hag e oa dibosubl da dizhout. Hervez lod e oa ar vro-se hini ar Menez Olimpos, menez uhelañ Bro-C'hres.
Hervez ar c'hontadennoù hag ar barzhonegoù e seblante an doueoù meur bevañ evel ur familh a vage meur a dabut etrezo. Ha koulskoude o-doa galloudoù bras-tre, galloud evit ren nerzhioù bras an Douar hag an Neñv, galloud evit chañch an traou hag an darvoudoù, galloud an hud ivez.
[kemmañ] Roll an doueoù olimpat
- Zeus, an doue meur
- Poseidon, breur da Zeus
- Hades (anvet Plouto ivez), ur breur all da Zeus
- Hestia, c'hoar da Zeus
- Hera, gwreg Zeus
- Ares, mab da Zeus ha da Hera
ha bugale all da Zeus (ganet diwar merc'hed all eget Hera)
Hag ur mab da Hera (ha lavaret eo bet e vije bet mab da Zeus ivez)
[kemmañ] Buhez an doueoù olimpat
Perzh meur an doueoù olimpat a oa bezañ divarvel. Met, hervez an Henc'hresianed, ne oa ket ur perzh ennañ e-unan ha peurefedus. Ret e oa dezho evañ ul likor ispisial, difennet d'ar vevien all, an ambroazia. Un doare all e veze : bezañ soubet e dour an Styx, stêr an Ifern, met ne chomas ket hep bezañ marvet Akilleos daoust rakwel he mamm.
Evañ a rae ivez an nektar, lipousañ evaj a c'hellje bezañ.