Wikipedia:Erbedennoù war live ar yezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
[kemmañ] Saviad an daelioù war ar c'heriaoueg hag al liveoù yezh
Meur a savboent a sav etre ar vrezhonegerien desket e-keñver ar gerioù nevez hag an doare da heuliañ evit dibab anezho (da lavaret eo ar geriaouiñ).
Ma n'eo ket ket resevet gant an holl ar gerioù ijinet gant KIS-SADED er bloavezhioù 1970, un darn a zo bet degemeret en deskadurezh pa 'z eo gwir ez eus bremañ gerioù degemeret ez-ofisiel gant an Deskadurezh-Stad hag a vez kavet e levrioù, fichennoù ha pladennoù embannet gant Ti-Embann ar Skolioù (TES).
Dre vras, an dud a skriv gant an doare-skrivañ peurunvan, an doare-skrivañ ar muiañ implijet, o deus fiziañs er geriadurioù embannet gant Al Liamm (Roparz Hemon-Ronan Huon), an daou c'heriadur hollvrezhoneg An Here hag ar geriadurigoù embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.
Mammennoù all a zo evel levrigoù Kreizenn ar geriaouiñ Diwan ha levrigoù Ofis ar Brezhoneg (ha e ziaraoger, Servij ar brezhoneg Skol Uhel ar Vro). Rummad an dud a ra gant an doare-skrivañ "skolveuriek" (hag ar re a ra gant an etrerannyezhel) na zegemer ket kalz a c'herioù implijet gant an dud o deus desket ar peurunvan.
Diforc'hoù a vez kavet ingal e kelaouennoù an daou du hag e geriadur Garnier (Dictionnaire breton, 1986).
Kostez ar skolveuriek e vez graet gant filozofi e-lec'h ma vez kavet filozofiezh e peurunvan, sivil e lec'h keodedel, liberet e lec'h dieubet, choaz e lec'h dibab hag all.
[kemmañ] Penaos ober er Wikipedia brezhonek?
Ne vo ket aes kompezañ an tabutoù war ar poentoù-se pa weler ne glask ket an tuadoù ar memes pal. Dre vras e klask un darn sevel ur yezh a c'hellfe tretiñ n'eus forzh peseurt tem hep implij ar gerioù galleg en noazh pe dreuzwisket. A-wechoù e vez degemeret gerioù galleg gwisket e brezhoneg (da skouer : teorienn evit théorie, met lod a ra gant damkaniezh) , a-wechoù ne vezont ket.
Tud ar "skolveurieg" hag an etrerannyezhel n'int ket chalet gant gerioù galleg treuzskrivet ken evezhiek ma 'z int e-keñver ar yezh komzet gant an darn-vrasañ eus ar vrezhonegerien a-vihanig ha lod anezho a lavar e reont gant "ar gwir brezhoneg".
Goude ur vrezelig seizh miz-pad, e Miz c'hwevrer 2005, a zo bet gant an nebeud tud zo kroget da sevel ar Wikipedia brezhonek, e vo degemeret pep doare-skrivañ. Klasket e vo sevel ar "redirections" (adkasoù) evit doujañ da bep doare-ober.
Ur skoilh e vo evit hor Wikipedia pa ne vo ket posubl da'n nen ledanaat pe reizhañ ur pennad savet en un doare-skrivañ n'anavez ket. Ret e vo en em zizober ha dreist-holl displegañ e didaboù/choazoù ha diskouez doujañs d'ar re all.