Erich Eliskases
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Erich Gottlieb Eliskases, bet ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1913 en Innsbruck (Aostria) , marvet d'an 2 a viz C'hwevrer 1997.
Mestrc'hoarier echedoù aostrian, alaman, arc'hantinat ha braziliat.
Mestr Etrebroadel adalek 1950, Mestr Meur Etrebroadel adalek 1952.
P'edo 15 vloaz e voe trec'h e tournamant stad kevredet Tirol: abalamour d'an trec'h-se e c'hellas kemer perzh e kampionad broadel Aostria. Kentañ e voe, a gevred gant ar mestr aostrian Esra Glass (+5=3-1).
Labourat a reas evit ar gazetenn echedoù Wiener Schachzeitung ha dont a reas da vout he fenngazetennour e 1936.
C'hoari a reas en Olimpiadoù echedoù e anv Aostria e 1930 hag e 1935, Alamagn e 1939 hag Arc'hantina e 1952, 1958, 1960 ha 1964 .
[kemmañ] Liammoù diavaez
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.