Goulc'han Kervella
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ul leurenner, ur c'homedian, ur rener strollad c'hoariva ha ur saver pezhioù-c'hoari ha romantoù eo Goulc'han Kervella ganet d'ar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne en ur familh a vezhinaerien. Gant e strollad c'hoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud.
Kregiñ a reas gant e studioù medisin e 1969 ha kas a reas un dezenn da-benn diwar-benn Ar medisinerezh el lennegezh vrezhonek en XIXvet hag XXvet kantved. D'ar memes koulz e oa krog da vezañ troet gant ar c'hoariva hag en doa kemeret perzh e Strollad ar Vro Bagan, un oaled evit ar re yaouank ha chomet eo e rener. E 1982 e reas e soñj mont war ar vicher komedian.
Skrivet ha savet en deus meur a bezh-c'hoari e galleg hag e brezhoneg ha kaset en deus ur pezh-mell labour evit brudañ ar c'hoariva er skolioù. Awenet eo gant istor Bro-Leon, he zud vrudet, he zud vunut hag he sevenadur, pouez ar relijion enni. Skrivet en deus levrioù ivez evel ur buhezskrid, danevelloù ha romantoù
Kemer perzh e buhez e gornad a ra Goulc'han Kervella. Bet eo bet eil maer Plougerne etre 1983 ha 2001 ha prezidant mirdi ar vezhinerien.
Roet eo bet Kolier an erminig dezhañ e 1998.
[kemmañ] Oberoù G. Kervella
[kemmañ] C'hoariva
- Ma c'helljen-me kanañ laouen, embannet gant Al Liamm, nn 245
- Buhez Mikael an Noblez
- Liberta
- Ar Basion vras
- Gwerz ar vezhinerien
[kemmañ] Skridoù all
- Laenneg medisin. Al Liamm, 1985, tezenn medisin war buhez Laenneg.
- Lara ha kontadennoù all. Al Liamm, 1989, teskad danevelloù.
- Ar chase. Al Liamm, 1980, romant.
- Brezel ar rigadell. Al Liamm, 1994, romant.
- E vrennigenn ziwezhañ. Al Liamm, 1999, teskad danevelloù.
- Yann-Vari Perrot : istor ur pezh-c'hoari, kenembannet gant Al Lanv ha Strollad ar Vro Bagan, 1991.
- Dre ar prenestr. Al Liamm, 2006, danevelloù.
Oberennoù all zo bet embannet gant Emgleo Breiz.