Emgleo Breiz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Emgleo Breiz zo ur c'hevredad, pe ur c'hengevredad, aozadurioù a ra gant ar brezhoneg, dreist-holl evit embann levrioù skrivet en doare-skrivañ a vez graet "skolveurieg" anezhañ gant e implijerien.
[kemmañ] Istor
Savet eo bet ar c'hengevredad e 1955, evit brudañ implij ar yezh en deskadurezh, er c'helaouiñ, er vuhez foran.
Pellaat a felle d'e renerien diouzh menozioù an emsav a-raok hag e-pad ar brezel, ha chom feal d'ar brezhoneg pobl.
Enebet e oa ouzh Kuzul ar brezhoneg, savet e 1959, a felle dezhañ kenderc'hel gant labour Gwalarn, ha brudañ ar peurunvan.
[kemmañ] Embannadurioù
Er bloavezhioù 1950, e voe embannet levrioù dindan anv Emgleo Breiz, gant
- Ar Falz-Skol Vreiz, ur c'hevredad hag a oa dezhañ ur gelaouenn anvet Ar Falz-Skol Vreiz, renet e-pad pell gant Per Honoré, eus Plourin-Montroulez; er bloavezhioù 1970 e savas a-du gant un trede doare-skrivañ, a vez graet "etrerannyezhel" anezhañ gant e implijerien; goude e troas a-du gant ar peurunvan hag e voe savet ti-embann Skol Vreizh;
- ar gelaouenn Brud, hiriv Brud Nevez, renet e-pad pell gant Andreo Merser, hag hiriv gant Fañch Broudig.
Ur c'hatalog 450 oberenn zo gant Brud Nevez, Ar Skol Vrezoneg hag Emgleo Breiz. Bep bloaz e teu 10 pe 15 levr nevez gante.