Gweltaz (manac'h)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gweltaz zo ur manac'h brezhon a vije bet ganet e-tal Dumbarton, war lez ar stêr Klid, er pezh a oa Hanternoz ar Vrezhoned.
Manac'h e voe e Kembre, e manati Llanilltud Fawr, evel kalz a venec'h brudet eus e amzer, ha skrivañ a reas eno an De excidio Britanniae, ar skrid koshañ gant ur Brezhon diwar-benn istor Breizh.
Hervez a greder e teuas goude da Vreizh.
Roud a chom anezhañ en Enez Gweltaz e Treger, e Lokeltaz hag e Lokentaz e Bro Wened.