HD 28185
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Fedoù-sellout Epoc'h J2000.0 |
||
---|---|---|
Steredeg | Eridan | |
Uhelder | 04h 26m 26.3205s | |
Hedred | -10° 33' 02.955" | |
Sked dre well (V) | +7.81 | |
Perzhioù | ||
Renk spektrek | G5V | |
B-V Indeks livek | 0.750 | |
U-B Indeks livek | ? | |
Doare a steredenn gemmus | ket | |
Astrometriezh | ||
Tizh a-gostez (Rv) | 49.6 km/s | |
Tizh (μ) | RA: 80.85 mas/bloaz Dec.: -60.29 mas/bloaz |
|
Parallaks (π) | 25.28 ± 1.08 mas | |
Pellder | 129 bg (39.6 pk) | |
Sked gwir (MV) | +4.81 | |
Munudoù | ||
Mas | 0.99 ± 0.07 M☉ | |
Radius | 1.04 R☉ | |
Sked | 1.02 L☉ | |
Temperatur | - K | |
Metalekder | 173% | |
Prantad troiñ | 30 devez | |
Oad | 7.5 × 109 bloavezh | |
Anvioù arall | ||
BD −10°919, SAO 149631, HIP 20723, GSC 05317-00733
|
||
Daveoù | ||
SIMBAD | fedoù |
Ur steredenn velen heñvel ouzh an Heol eo HD 28185. Er steredeg Eridan emañ, 129 bloavezh-gouloù diouzhimp. E 2001 e oa bet kavet he doa ur blanedenn hag a zo he c'helc'htro damheñvel ouzh hini an Douar, HD 28185 b hec'h anv.
Taolenn |
[kemmañ] Perzhioù
An hevelep mas ha sked hag an Heol he deus HD 21885 met un tamm yenoc'h eo. Evel an darn vrasañ eus ar sterdennoù gant ezplanedennoù eo-hi pinvidikoc'h e metaloù eget an Heol.1,73 muioc'h a houarn egetañ a endalc'h-hi. He zroadenn a zo goustadoc'h eget hini an Heol : 30 devezh e-kenver 25,4 devez.
N'ouzer ket mat pe oad eo HD 28185 b. Kalz oberusoc'h eget hini an Heol eo he c'hromosfer, ar pezh a c'hellfe talvezout ez eo-hi youankoc'h : war dro 2,9 miliard bloavezh. He sked, tost a-walc'h ouzh hini an Heol a lakaa da soñjal eo kalz koshoc'h, avat, marteze war dro 7,5 miliard bloavezh.
[kemmañ] Koskoriad planedennek
Un ezplanedenn, 28185 b hec'h anv, a oa bet kavet war-dro HD 28185. Ur beriodenn eus 1.04 bloavezh he-deus ha kalz bihanoc'h eget hini an darn vrasañ eus an ezplanedennoù arall eo hec'h ezkreizegezh. E kreiz ar c'helc'hiad annezus emañ ha posubl eo ez eus dour liñvel war unan eus he loarennoù.
Hervez ur studi nevez gant Chauvin he-defe HD 28185 ur c'heneil planedennek arall.
Planedenn (A-ziwar ar steredenn) |
Tolzenn (MJ) |
Period (devezh) |
Radius krenn (UA) |
Ezkreizegezh |
---|---|---|---|---|
b | >5.72 ± 0.93 | 383.0 ± 2.0 | 1.031 ± 0.060 | 0.070 ± 0.040 |
[kemmañ] Loarennoù annezus
Lec'hiadur HD 28185 b e kreiz ar c'helc'hiad annezus hag hec'h ezkreizegezh vihan eñ-deus kennerzhet poelladoù diwar-benn loarennoù annezus. N'ouzer ket m'he-deus loarennoù HD 28185 b, met ur studi nevez a ziskouezh ne c'hellfent ket o tolzenn bezañ brasoc'h eget 0,001% eus hec'h hini [1]. Tostoc'h e vefent, neuze, loarennoù HD ouzh Meurzh eget ouzh an Douar, zoken ma'z eo posubl unan anezho eo bras a-walc'h da virout un atmosferenn zamdev ha donvorioù.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- SIMBAD: HD 28185 -- Star
- Extrasolar Planets Encyclopaedia: Notennoù evit ar steredenn HD 28185
- Extrasolar Visions: HD 28185