Ezplanedenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Un ezplanedenn, hag a c'heller envel ivez estrplanedenn pe eksoplanedenn, a zo ur blanedenn hag a dro en-dro d’ur steredenn all estreget an heol. Graet e vez ivez gant an droienn planedenn estrheolel. E penn kentañ miz Here 2006 e oa bet dizoloet 221 ezplanedenn (sellet ouzh Roll ar stered gant ezplanedennoù).
Taolenn |
[kemmañ] Ar c’hentañ ezplanedennoù kavet
D’ar 6 a viz Here 1995 e oa bet roet da c’houzout gant Michel Mayor ha Didier Queloz (eus Arsellva Geneva) e oa bet kavet, evit ar wech kentañ, ur blanedenn hag a oa o treiñ en-dro d’ur steredenn all, hag ar steredenn-se a oa 51 Pegasi e steredeg ar Marc'h Askellek pe Pegaz, war-dro 50 bloavezh-gouloù diouzhimp.
51 Pegasi b a vez graet eus an ezplanedenn-se (ha Bellerophon eo hec’h anv diofisiel).
[kemmañ] Dizoleiñ ezplanedennoù
Abaoe e kaver ingal ezplanedennoù nevez, gant ur geidenn a zek bennak bep miz. Un 225 bennak a zo bet kavet evit ar poent (Genver 2007).
[kemmañ] An “ezdouar” kentañ
An “ezdouar” (pe “eksodouar”) kentañ, da lavarout eo ar blanedenn dellurek kentañ, a zo bet dizoloet d'ar 26 a viz Genver 2006 gant ar Probing Lensing Anomalies NETwork (PLANET), renet Jean-Philippe Beaulieu. Anvet eo bet OGLE-2005-BLG-390Lb da c'hortoz. 22 000 bloavezh-gouloù eus an Douar emañ, hag he mas a zo pemp gwech e hini, hag an temperadur war he gorre a zo -220°C (53K), ar pezh a laka da grediñ ez eus ur blanedenn solut anezhi.
[kemmañ] Gwelet ivez