Historia Regum Britanniae
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Historia Regum Britanniae, Istor Rouaned Breizh, eo al levr brudetañ, skrivet e latin, gant Jafrez Menoe, ur manac'h eus kêr Menoe e Kembre, en XI-vet kantved.
Gant al levr-se eo bet brudet dre Europa mojennoù ar roue Arzhur ha marc'hegerion an Daol Grenn.
Kontañ a ra istor Enez Vreizh, abaoe donedigezh Brutus a Droja, mab da Eneas, betek marv Cadwallader er VII-vet kantved, war-lerc'h ober anv eus Kaezar, hag eus ar roue Arzhur.
Hervez ar skrivagner eo diazezet e oberenn war ul levr kozh a Gembre, met n'eu s ket kalz tud eo krediñ e vehe gwir. An darn vrasañ a zo diazezet war levr Nennius, eus an IX-vet kantved, Historia Britonum, war ul levr all anvet Historia ecclesiastica gentis Anglorum, ha war levr Gweltaz De Excidio Britanniæ, gant un toullad mojennoù kembreat ha roman ouzhpenn [1].