Informatik
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar ger informatik a sinifi ger-ha-ger « aotomatisaçion an data dre voaian un ordinateur ». Kroued eo bed en 1962 gant Philippe Dreyfus deus Bull, en galleg, deus ar gerioù « information » ha « automatique ». Deued eo ofiçiel e Frañs ur wezh en-doa gwraed Charles de Gaulle, e kusul ar vinistred, an dibab etre « informatique » ha « ordinatique ». Kemered eo bed gant kals yezhoù all dibaoe, ogosig gant toud ar yezhoù jermaneg ha slaveg. Evel-just ar vrezhonegerion a ra gantañ ! (Daoust mà zo bed kenniged dehe gerioù all evel urzhiataerezh, kompoderezh, stlennataerezh...)
Deued eo ar ger da vud implijed kenkoulous ewid koms deus ar benweg informatik hag ewid al labour koñseviñ hag administrañ an tu nann-materiel deus un ordinateur : ar software pe ar lojissielow.
Ar saosneg n'implij ked ar c'hoñsept-se ; gwelloc'h eo gantañ gober gant teir noçion :
- An informatik teoreg, diwar-benn penaos e kerzh an ordinateurioù hag ô phrogrammoù (Computer science) ;
- Toud an traou diwar-benn an tretamanchoù (Data processing) ;
- Peh-sort mod e ya war-raog an teknikoù memes, hardware kenkoulous ha software (Information technology).
Micherioù a-beb-sort - koñsever, developour, responsabl esploatiñ, ijinour sistem, teknissian dalc'hen e-sav (hardware pe software), direkteur sañtr-kalkuliñ - toud ar re-se a labour ba tachenn an informatik. Memes-tra, an term informatissian a vo implijed kentoc'h ewid tud hag a goñsev, dispak, ha laka da gerzhed soluçionoù informatik.