Jörg Haider
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jörg Haider (ganet d'ar 26 a viz Genver 1950 e Bad Goisern, Aostria-Uhel) a zo ur politikour aostrian. Nazied a oa e dud, ha levezonet-don eo bet Haider gant o mennozhioù politikel broadelour alamaneger ("deutschnational"). Eus 1986 betek 2000 e oa e penn an FPÖ (Freiheitliche Partei Österreichs, "Strollad ar Frankiz Aostrian"). E 2005 e krouas ur strollad nevez anvet BZÖ (Bündnis Zukunft Österreich, "Emglev evit dazont Aostria") hag e tilezas an FPÖ. E miz Mae 2006 e lezas e blas e penn ar BZÖ da bPeter Westenthaler.
Taolenn |
[kemmañ] Ideologiezh
War a seblant n'eus ket a ideologiezh eeun da Haider. Meskañ a ra elemantoù broadelour, sokialour, frankizour, pro-arabek, pro-italian, enep-slovenek hag enep-amerikan, met cheñchet en deus e savboenchoù politikel meur a wech dija. Sklaer eo avat ez eo bet levezonet gant ideologiezh e dud hag a oa nazied penn-kil-ha-troad.
[kemmañ] Red-buhez
1964-1968 | E-pad e amzer el lise e ya Haider e-barzh ur strollad liseidi eus an tu dehoù pellañ (an "Albia") |
1971 - 2005 | Ezel eus kuzul-ren an FPÖ |
1976 | Dilec'hiañ a ra eus e vro c'henidik (Aostria-Uhel) da gKarintia |
1976 - 1983 | Sekretour an FPÖ e Karintia |
1979 - 1983 | Kannad yaouankañ er breujoù |
1982 - 13 a viz Mae 1983 | Skridaozer ar gelaouenn „Kärntner Nachrichten“ ("Keleier karintian") |
1986 | Tagañ a ra Haider ar c'hlasoù divyezhek publik e Karintia ha mont a ra an trec'h gantañ; rannet eo ar c'hlasoù e slovenegerien hag alamanegerien a oa bet skoliet asambles er penn kentañ |
1986 - 1989 | Kannad e Breujoù Aostria (Nationalrat) |
1983 - 1998 | Lakaet e penn an FPÖ e Karintia |
1992 - 1999 | Kannad er breujoù adarre |
1986 - 2000 | Lakaet e penn an FPÖ en Aostria a-bezh |
30 a viz Mae 1989 - 21 a viz Even 1991 | Pennrener Karintia; kollet e garg abalamour m'en doa difennet politikerezh an nazied war dachenn ar c'hrouiñ-labour |
1991 - 1999 | Eil-bennrener Karintia |
18 a viz Ebrel 1999 | Pennrener Karintia adarre |
2000 | Kengevredad an FPÖ gant mirourien an ÖVP. Haider a ya da gKarintia da vat; lakaet e vez Susanne Riess-Passer e penn an FPÖ war e lerc'h |
2001 | Urzhiañ a ra lez-varn pennañ Aostria e vo savet panelloù divyezhek (alamanek-slovenek) e tost da 200 kumun garintian. Nac'hañ a ra Haider hen ober abalamour ma'z "eo a-enep da se al lodenn vrasañ eus alamanegierien Karintia" ha "n'o deus ar pennoù bras e Vienna gwir ebet d'hon lakaat d'ober traoù ne blijont ket deomp" (arroudennoù [1]). |
Meurzh 2004 | Pennrener Karintia evit an 3de gwech |
2005 | Savet ur strollad politikel nevez (BZÖ) gantañ e kuita an FPÖ. |
2006 | Klask a ra Haider gounit dilennerien eus an tu dehoù pellañ evit e strollad nevez en ur zismantrañ panelloù divyezhek bet savet dija e Bleiburg/Pliberk. |
[kemmañ] Haider ha slovened Karintia
Kerkent ha lakaet e penn e strollad e Karintia e 1983 e krogas Haider da dagañ ar vinorelezh sloveneger er vro-se en ur c'houlenn e vefe krouet klasoù evit ar skolidi sloveneger o-unan (lesanvet "klasoù ghetto" gant stourmerien evit ar sloveneg). Dont a reas a-benn da zistrujañ sistem hengounel ar skolioù divyezhek e 1986, ha rannet e voe ar c'hlasoù evel m'en doa bet goulennet. Pa voe lakaet da bennrener Karintia e 1989, e kinnigas rannañ an arc'hant skoazell roet da gevredadoù sevenadurel ar slovened ha reiñ ul lodenn anezhañ da gevredadoù an asimilanted hag a felle dezho e vefe alamanekaet ar rannvroioù sloveneger.
[kemmañ] Oberennoù
- Friede durch Sicherheit Freiheitliches Bildungswerk, Wien, 1992
- Europa der Regionen Stocker, Graz: ISBN: 3702006761, 1993 (Umberto Bossi, Joze Pucnik, Jörg Haider)
- Die Freiheit, die ich meine Ullstein Verlag GmbH, Frankfurt/Main - Berlin, 1993
- The Freedom I Mean Swan Books, New York 12567, Juli 1995
- Befreite Zukunft jenseits von links und rechts Ibera Verlag/European University Press GmbH, Wien, 1997
- Zu Gast bei Saddam - Im Reich des Bösen Ibera Verlag/European University Press GmbH, Wien, 2003
- Bewegung Ibera Verlag: ISBN: 3850521745, 2004
[kemmañ] Mammennoù (en alamaneg)
- de:Jörg Haider (Wikipedia alamanek)
- Brigitte Bailer-Galanda, Wolfgang Neugebauer: Haider und die Freiheitlichen in Österreich, Berlin 1997
- Brigitte Bailer-Galanda, Wolfgang Neugebauer: Handbuch des österreichischen Rechtsextremismus, Wien 1996
- Michael Jungwirth: Von Haider bis Le Pen - Europas Rechtspopulisten. Styria, 2002
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Pro Kärnten/Za Koroško Lec'hienn ar stourmerien evit gwirioù yezhel slovened Karintia
- Lec'hienn ar BZÖ
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria. |