Kaerell hir he lost
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
M. frenata
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
Genad : | Mustela | ||||
Anv skiantel | |||||
Mustela frenata Lichtenstein, 1831 |
|||||
|
Ar gaerell hir he lost (mustela frenata) a zo ar mustelida boutinañ en Amerika. He c'havout a reer eus Kanada betek norzh Amerika ar Su. En endroioù digor, e-kichen an dour, e vez o vevañ.
Heñvel eo ouzh ar gaerell dre he feson, gant ur c'horf hir, berr he gar ha hir he lost. Muzuliañ a ra ar pared etre 33 ha 45 cm ha pouezañ a reont 450 g. 15 bihanoc'h e vez ar parezed. Gell e vezont gant ur c'hof melen met er rannvroioù erc'hek e yeont da wenn e-pad ar goañv. Du e chom penn o lost.
Evel an holl gaerelled e tebr ar gaerell hir he lost skrignerien dreist holl. Dezho e ro o c'horf hir tro da heuliañ o freizhoù e-barzh o douaarenn. Anevaled-noz ez int met ogwellout a c'heller e-pad an deiz wechoù'zo. Tachennadel ez int ha ganto o-unanig e vevont estreget e-pad an amzer-barañ.