KoЯn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
KoЯn a zo ur strollad neo-metal (pe nu-metal). Savet e 1992 e Baskersfield, e banlev Los Angeles, SUA. Ur strollad stummet gant al leurenn eo KoЯn, ha leun a abadenn a reont a-raok bezan gwelet gant Ross Robinson hag a vo o broduktour kentan. KoЯn a embann ur bladenn gentan, « KoЯn » e anv, e 1994. Buhan e teu ar bladenn da vezan anavezet ha dont a ra KoЯn da vezan arouez strolladoù nevez metal gant Marilyn Manson hag an deftones. Gant ur sonerezh (glauque) glas-dour ha pozioù nepell eus an neuroz eman KoЯn ur strollad (controverse) disputet-kennan. E miz C’hwevrer 2005, Brian « Head » Welch a guit ar strollad evit en em gouestlañ d’ar relijion kristen.
Taolenn |
[kemmañ] Stummadur
- Jonathan Houseman « HIV » Davis (kaner, binioù bras),(ganet d'an 18/01/1971)
- Reginald Quincy « Fieldy snuts » Arvizu (izgitarour),(ganet d'an 02/11/1969)
- David Randall « Wally balljacker » Silveria (taboulinoù, binvioù-skein),(ganet d'an 21/09/1971)
- James Christian « Munky » Shaffer (gitarour),(ganet ar 06/06/1970)
- Brian Phillip « Head » Welch (gitarour kozh),(ganet an 19/06/1970)
- Rob Patterson (gitar)
Head a zo gitarour kozh KoЯn. Erlerc’hiet e oe e 2005 gant Rob Patterson (gitarour kozh ar strollad Otep). Met hennezh ne son nemet e-pad an abadennoù, pa ra Munky e-unan war-dro ar gitarioù studio. Met ne ya ket Rob e plas Head war al leurenn, met chom a ra kuzhet a-drenv ha maskl ur c’honifl war e dremm.
[kemmañ] A-raok KoЯn
Kroget en deus pep tra gant ur strollad anvet LAPD hag a oa bodet ennañ Munky, Fieldy, David ha Richard Morill (ha non pas Richard Morales evel eo faziet re alies) o kanañ. Seniñ a raent war leurennoù bihan tro-dro Los Angeles betek 1989, pa voe graet ur "single" kentan, Love And Peace, Dude (da lavaret eo LAPD, o taveiñ, dre fent, da Los Angeles Police Department) war al label Triplex records. E 1991 e embannjont o fladenn gentañ, Who's laughin' now ?. Met skarzhet e oe ar c’haner, dre ma seblante re « ispisial ». Kontet en deus Munky en deus e nac’has Morill da ganañ dre m’en doa Munky troc’het e vlev, ar pezh en doa torret ar « wave », hervez ar c’haner. Dre-se e ya d’ar strad LAPD. Diviz a reont neuze ar sonerien da gemer Brian « Head » Welch ganto evit krouiñ ar strollad Creep. Head ha Munky en em anavezent abaoe ar skolaj, met nac’het e oa bet gant LAPD kaout un eil gitarour. N’en doa labouret Head evito nemet er studio. Met ar strollad ‘zo bepred hep kaner. Jonathan Davis a zo o kanañ er strollad Sex art. Ne anavezomp nemet ur ganaouenn eus ar strollad-man, “Inside” e anv hag a vez kavet war un dastummadeg a zastumm strolladoù vihan a Baskerfield, cultivation '92. E-pad un abadenn eus ar strollad-man, e-lec’h e oa Munky ha Head o vont kuit pa voe klevet ganto mouezh Davis. « Chomet omp ar fri war ar gloued », hervez Munky. Kinniget e vez neuze da Jonathan d’ober un taol-esae gant ar strollad. Ket gwall entannet, a-du eo memestra Davis. Diviz a ra Creep da c’hoari Alive, ur sonerezh krouet ganto. « ha kroget en deus da ganañ war hor sonerezh » a lavar Munky. « Gouiet hon eus diouzhtu e oa an hini a glaskemp ». Erfin e chenchas anv ar strollad ha Jonathan Davis a voe kemeret e-barzh KoЯn. Gallout a reomp ouzhpenn en em anavezent Fieldy ha Jonathan, rak o zadoù a c’hoarie er memes strollad. Pa oant bugale, Fieldy a oa drouk a-walc’h gant Jonathan : « laer a rae din ma z/t-shirtoù » a zisklerias divezatoc’h ar c’haner. Gouzout a reomp ivez e oa Fieldy « bourev » Jonathan pa oant er skol asambles.
[kemmañ] Pladennografiezh
[kemmañ] KoЯn
Ur bloavezh goude LAPD, endalc’het e vez Jonathan Davis er strollad, diviz a reont ar sonerien chench anv ar strollad evit KoЯn ha sinan ar bladenn KoЯn da epic. Ar bladenn gentan-man, produet gant Ross Robinson (lezanvet ar 6vet den) a ginnig ur metal gant ur son pouner, ar pezh a zo skoazellet gant ur son izgitar 5-kordenn c’hoazh pouneroc’h ha pozioù du hag a zeskriv bugaleaj ar c’haner, evel ar ganaouenn Daddy (an daouzekvet kanaouenn) hag a gomz eus ar poan en deus gouzañvet Jonathan Davis pa n’eo ket bet kredet gant e dud p’en doa lâret dezho e oa bet gwallgaset en un doare reizhel. Lâret e vez eo ar bladenn-man a gasas giz an neo-metal er bloavezhioù 90, da skouer e implij an izgitar 5-kordenn (implijet gant Fieldy), pe c’hoazh ar gitar 7-kordenn (implijet gant Head ha Munky).
[kemmañ] Life is peachy
E 1996 eo embannet eil pladenn KoЯn, produet, ur wech ouzhpenn gant Ross Robinson. Sonioù ar bladenn-se a zo mui-pe-vui ar memes-re ag reoù ar bladenn gentan, met gant pozioù c’hoazh duoc’h : Jonathan a gomz enno eus e vuhez en e destennoù a zeu da vezan muioc’h-muian heugus (gwallgaset en un doare reizhel pa oa bugel, lakaet a-gostez gant e c’hamaradoù-skol, digomprenet gant e zud…). Ur berzh gwir en deus bet ar bladenn-man, pergen blamm d’ar single a.d.i.d.a.s. Kanaouennoù evel « Good god » pe « Kill you » a zo deuet da vezan kanaouennoù mojennek evit faned ar strollad.
[kemmañ] Follow the leader
E 1998 e vez embannet o zrede pladenn gant KoЯn. Produet e voe gant Steve Thompson, Toby Wright hag ar strollad : souezh a reont gant ur sonerezh du ha pounner, pozioù dour-glas ha sonioù hip-hop. Faned a-leizh a voe displijet gant kanaouennoù levezonet gant ar rap evel Children of KoЯn, All in the family pe c’hoazh Cameltosis. Ar c’hanaouennoù-se a zo o zri duoioù etre KoЯn hag, er memes urzh, Ice cube, Fred Durst (Limp bizkit) ha Tre (The phracyde). Ar strollad a grog neuze un droiad (hag a zeuio da vezan ur festival bloazhiek) : The family values tour, gant strolladoù o kemer perzh evel Limp bizkit, Orgy, Rammstein…
[kemmañ] Issues
Ar pevare bladenn-man, produet gant Brendan O'Brien, a voe embannet e 1999. Kavet e vez ennan un emdroadur e sonerezh KoЯn : ar c’hanaouennoù ‘zo hesonek kennan ha mesket gant endroioù pounner. Ur berzh mat a voe graet gant ar bladenn, met rannet eo ar faned gantan. Diviz a ra neuze ar strollad d’ober un ehan, blamm da skouer da gudennoù yec’hed David Silveria. Profit a ra Fieldy evit enrollan e bladenn solo kentan, Fieldy's dream. E-pad an amzer-se e labour Jonathan war sonerezh ar film Queen of the damned gant Richard Gibbs.
[kemmañ] Untouchables
Pempvet pladenn ar strollad, produet gant Michael Beinhorn, a zo bet enrollet gant ar memes spered eget hini Issues, met gant un aergelc’h a zo bet labouret gwelloc’h. Embannet e 2002, KoЯn a zistro goude tri vloavezh. Ar bladenn-mañ a ranno c’hoazh muioc’h ar faned, blamm d’ar fed eo kalz hesonekoc’h ar bladenn-man eget ar bladennoù kentañ.
[kemmañ] Take a look in the mirror
Un distro war o mennozhioù e seblant ar strollad bezan graet gant ar bladenn-man embannet e 2003, hag a ginnig ur sonerezh feuls-kennan, hep an efedoù implijet war Issues pe war Untouchables. An duo etre ar rapour Nas ha Jonathan war ar ganaouenn Play me a zo marteze kanaouenn wellañ ar bladenn. Unan eus pladenn feulsoc’h ar strollad, met ivez unan eus an nebeutan labouret, ar strollad en deus disklêriet n’en deus ket graet leun a strivoù e-pad an enrolladenn. Memestra, kanaouennoù evel Right now, Break some off pe c’hoazh Y'all want a single a ziskouez mat n’en deus ket KoЯn kollet e nerzh abaoe Issues. Produet eo bet ar bladenn-man gant ar strollad e-unan dre ma ne ouient ket gant piv e c’hellent labourat, met ivez ha dreist-holl peogwir o doa c’hoant bezan o-unan e penn an traoù.
[kemmañ] Greatest hits vol. 1
Evit echuiñ gant o c’hevrad 7 pladenn gant epic, KoЯn a embann e zastummadeg kentan e 2004, hag a ouzhpenn enni 2 ganaouenn nevez, Word up et Another brick in the wall er memes spered hag evit ar bladenn diwezhañ, met o mank a nerzh hervez tud’zo. Ar ganaouenn kentan a zo un adkemeradenn eus ar strollad amerikan Cameo, pa vez an eil un adkemeradenn eus ar strollad Pink Floyd. Hennezh a blijo kalz d’ar faned, rak kanet eo 3 lodenn ar ganaouenn gant KoЯn, (an trede lodenn a zo an hini anavezetañ).
[kemmañ] See you on the other side
D’ar 6 a viz Kerzu e vez embannet pladenn diwezhañ KoЯn : ur wech ouzhpenn e vez souezhet an holl gant ar bladenn-se a ginnig sonioù e spered Untouchables, gant hensonioù hag un aergelc’h labouret-kenañ, See you on the other side a lak memestra da sonjal er sonerezh indezat kentoc’h eget en heavy, hag a oa stil pennañ Untouchables. E-pad an enrolladenn, kuitaat a ra Head ar strollad, blamm en deus kavet hervezan ar feiz e Doue. Adalek an deiz-man, laosk a reas ar strollad a-gostez evit en em rein penn-da-benn d’e gredenn. Div ganaouenn a voe c’hoariet e „a-raok-kentan“ (euh... nan?) e-kerzh an troiad european en hanv 2005 : Twisted transistor, single kentan ar bladenn, hag Hypocrites, ur ganaouenn a gomz eus an Iliz, ar pezh a dalv n’eo ket c’hoazh echu an istor gant Head. Ar ganaouenn Twisted transistor, single kentan, a zo bet anavezet dre e c’hlip, e-lec’h e vez o mignoned x-zibit, lil'jon, David Banner ha snoop dog o zrevezan anezho. Ar ganaouenn Coming undone a zo bet dibabet da vezan eil single ar bladenn.
[kemmañ] Videoioù ha DVDoù
- Who then now? : Video ofisiel kentan KoЯn, kavet e vez enni atersadennoù, filmadennoù risklerez ha 4 klip.
- Deuce : Un DVD, holl klipoù KoЯn betek ar bladenn Issues ennan, ha sekansoù diwar-benn buhez ar strollad er studio, e zroiad… ouzhpenn da se e vez kavet en DVD-man « Who then now? », hag a oa dijà bet embannet e VHS.
- KoЯn live at hammerstein, N.Y.C. : Kentan DVD live ar strollad. Enrollet eo bet an DVD e-pad abadenn-lans ar pempvet bladenn, Untouchables. Tremenet e voe an abadenn er memes amzer e salioù sinema er bed a-bezh, ar pezh a zo ur pezh teknologel nevez-flamm !
[kemmañ] Istoriouigoù vihan
- Anv ar strollad a voe kavet gant Jonathan Davis. Gantan e vez displeget orin an anv-man en DVD Deuce. Da mare krouadur ar strollad, kontet e oa un istor iskiz hag un tamm dislonkus : e-pad ur fest, bez e oa daou zen heñvelreviad oc’h en em pokañ. A-greiz-holl, unan eus an daou a grogas da lipat revr an hini all. Kemeret gant un droug-bouzelloù, hennezh a gac’has e-barzh genoù e vignon. Ar paour-kaezh, o klask en em dizober, en defe adkavet ur greunenn maiz (corn e saozneg) en e gennoù. Heuget gant an trouzioù-trepasoù-man, kinnig a reas Jonathan anv KoЯn (corn skrivet evel e skrivfe ur bugel). Asantet e voe gant ar re all. Menoz an Я a zo deuet pa oa Jonathan o skrivan ul logo : skriv a reas an R gant an dorn kleiz, ha skrivet e voe an R en tu fall hep ober espres-kaer.
- Head a vez lezanvet e-giz-se blamm da ment e benn, hag a zo bras kennan hervez ar sonerien all.
- Jonathan Davis a zo lezanvet « HIV » abaoe ar skolaj, e-lec’h ne oa ket karet e look new-wave. E moanded hag e neuz un tamm lallig (a-wechoù e lake eye-liner) en deus roet dezhan al lezanv-man rak an holl a grede en doa ar SIDA. Tatouet en deus al lizherennoù H-I-V war e vrec’h kleiz.
- Abaoe eo aet kuit Head, Munky a gav gwelloc’h ne vefe ket ar gitarour nevez war al leurenn e plas Head. E-pad an abadenn, ar ganaouennoù o deus ezhomm a div gitar an aliesan, neuze e c’hoari Rob Patterson a-drenv an amplaerioù. Ret eo gouzout eo aet Patterson un tamm en a-raok war al leurenn e-pad an droiadoù diwezhan, met n’eo ket e plas Head, ha dougen a ra maskl ur c’honifl ( !).
- Munky a zo lezanvet e mod-se blamm da bizied e zreid hag en em zistok en un doare direizh, evel ur marmouz (monkey pe munky e saozneg)