Mor du
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur mor kreizkevandirel eo ar Mor du gant riezoù Europa hag Azia tro-war-dro : Ukraina ha Rusia en Hanternoz, Jorjia er Reter, Turkia er Su, Bulgaria ha Roumania er C'hornôg. Emañ mor Azov ur mor bihan en Hanternoz enklozet gant ledenez Krimea. Gorread an daou vor a zo 461 000 km2, ennañ 38 000 km2 mor Azov. Daou strizh-mor (ar Bosfor hag strizh-mor Djannakale) hag ur morig etrezo, mor Marmara a lez un hent betek mor Egaios p'emañ strizh-mor Kertch da dor mor Azov.
Meur a stêr a ya enni ken eo nebeut holenet dourioù ar mor. Ar stêrioù pennañ eo ar Boug, an Dniepr, an Dniestr, an Danav, ar Stêr ru (Kizil Irmak), ar Rioni hag ar Sakarya.
[kemmañ] Orin an anv
Kavet eo bet anv Mor du en XIIIvet kantved (Μαύρη Θάλασσα) pa veze graet gant ar Pontos (Πόντος), da lavaret eo ar Mor hervez Strabo. Koulskoude e implije ar C'hresianed hag ar Romaned Εύξεινος Πόντος Euxeinos Pontos, ar Mor degemerus. Un dro-zic'harvaat eo pa oa bet roet an anv kontrol Pontos Axeinos, ar mor dizegemerus (Pindaros, e derou Vvet kantved kent Jezuz-Krist). Hervez Strabo e kave ar C'hresianed ar mor-se diaes evit bevañ war e riblennoù pa oa meuriadoù "gouez" tro-war-dro.
Lod eus ar ouizieien a gred e teu ar ger Akeina eus ar ger persat, al liv du e dalvoudegezh. Evel-se e vije kozh-tre al lavar memestra, pa weler e oa un doare evit envel ar roudoù-avel dre livioù e c'heller kompren e talveze ar Mor du evit mor an hanternoz, pa dalveze ruz evit ar Su (sell ouzh anv ar Mor ruz).
Bremañ e reer gant an anv-gwan du e kazi pep yezh : turkeg Kara Deniz, rusianeg Чёрное море, bulgareg Черно море, Cherno more, jorjianeg შავი ზღვა, shavi zghva, ukraineg Chorne More, roumaneg Marea Neagră, lazeg Ucha Zuğa, oubic'heg ʃʷaʤa.