Media
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An term "media" a so bet kemered ewid roiñ un hano d'un nebeud moienoù komunikañ ijined ewid kass titouroù da miliadoù pe milionoù à dud. Tro-dro 1920 eo bed kroued ar ger gant ar saosnegerien, pa o-doa int gweled ar radio en em ziorren ha tizhoud ar bobl war skeul ur vro a-bezh.
Taolenn |
[kemmañ] Etimoloji
An term kentañ a so "mass media" ('mass' = « massoù-tud », 'media' = liester deus 'medium', ur ger latin ewid « moaien »). Ne vez ked implijed kemend-all mui ar lavarenn en he phezh.
[kemmañ] Ster
Talvoud a rà ar ger ewid ar moaienoù kommunikañ -mañ :
- ar Wask :
- ar journalioù
- ar magazinoù
- an anrejistramanchoù war disk
- ar sinema
- ar radio
- ar television
- an Internet, nemed amañ n'eus ked kaos deus ar moaian teknik (ar protokol TCP-IP, heni an Ethernet...), med deus an oll servijoù ijined ewid kass titouroù : e-mail, World Wide Web, IRC (Internet Relay Chat), FTP (File transfer protocol) ha kement a so...
Kroued zo bed iwe, ba fin ar 20ved kantved, an term « multi-media » ewid lâred binwiji gouest da zispakañ traou deus meur à natur (skrid, son, imajoù).
[kemmañ] Istoar
Ganed eo bed ar media er 20vet kantved, pa oa bed kaved possubl, diwar progreioù an teknikoù, da skignañ titouroù dre :
- moullañ war ur skeul bras (cf. ar moullerezh)
- gwaskañ diskoù du ha CD-ioù memes mod
- anrejistriñ sonioù gant bandennoù magnetik
- tennañ filmoù sinema aes-tre
- telefoniñ (ewid ober bruderezh, pe ewid kas enfluañsiñ an dud)
- kass ar vouezh, ar son, ha an imajoù da miliadoù à dud dre ar radio, an tele, an Internet.
Red eo pouesañ war kavadenn an teknikoù elektronik ba penn kentañ ar 20ved kantved : ur reson vras int bed ewid diorrôadur ar radio hag an tele, ha goude-se c'hoazh, ewid niverisañ son, skrid hag imajoù. An teknikoù niverisañ a so bed implijed da gentañ ewid an telefon ha goude ewid an tele, ar radio, ha ewid lakaad an ordinateurioù da goms etrese kouls dre an orjalenn ha dre ar gwagennoù elektromagnetik.
[kemmañ] Implij ar media e-barzh ar gevredigezh
Investissañ arc'hant e-barzh industri ar mediaoù a zegass un distro o heuliañ ur plan linear : gounidoù a vez diwar beb skwerenn gwerzhed : ar c'houstioù dre unanennoù a zigresk pa gresk ar c'hantiteoù. Setu perag zo bed saved pinvidigezhioù ken bras gant meur à antrepris media.
Ba kevredigezhioù demokratik ec'h hall (pe e dle ?) ar mediaoù bezañ tued da servij ar bobl (en o thouesk an elektourien) ewid titouriñ an dud war traou en balañs e-barzh ar gevredigezh : oberioù ar gouarnamant, oberioù an antreprisoù, traou da ewezhiañ, beb sort all... Lod a so jaled gant konsañtracion ar mediaoù a weler muioc'h-muiañ, beteg soñjal emà, diwar ar fedoù-se, an demokrassi en danjer.