Minotauros
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er vitologiezh c'hresian e oa ar Minotauros pe Minotaor (Μινόταυρος e henc'hresianeg) un euzhvil dezhañ korf un den ha penn un tarv, mab da Bazifae ha d'un tarv profet gant Poseidon d'ar roue Minos.
Taolenn |
[kemmañ] Mojenn ar Minotauros
[kemmañ] Orin an euzhvil
Goulennet en doa Minos digant Poseidon reiñ dezhañ ur sin e oa da vezañ roue e-lec'h e vreur. Kaset en doa an doue un tarv gwenn burzhudus hag a oa deuet er-maez eus ar mor. Met ar roue a viras an tarv e-lec'h aberzhiñ anezhañ ur wezh choazet da roue, evel m'en doa prometet. Evit en em veñjiñ e silas Poseidon ur c'hoant direizh evit al loen e spered ar rouanez Pasifae, merc'h Helios ha gwreg Minos. Klask a reas en em barañ gant an tarv. Dont a reas a-benn gant skoazell Daidalos. Hemañ a savas ur vuoc'h faos eviti gant ur stern koad goloet gant ur c'hroc'hen buoc'h. Lakaat a reas houmañ en ur prad ma veze Tarv Kreta o peuriñ hag hemañ a c'holoas ar rouanez Pazifae kuzhet dindani. Minos a lakaas bac'hañ an euzhvil a oa bet ganet goude se gant e wreg e deun er Milendall.
En enez Kreta e ouzer e veze azeulet an tarv. Marteze ez eo ar minotaor un distumadur eus an azeulerezh-se. Adkavout a reer dodenn an tarv en unan eus mojennoù an enezenn : hini skrapadenn Europa.
[kemmañ] Marv ar Minotauros
Bep nav bloaz hervez Ploutarkos (ha bep bloaz hervez danevelloù all) e veze kaset dezhañ seizh paotr yaouank ha seizh plac'h yaouank evit digoll muntr Androgeus, mab Minos, gant Aigaios, roue Aten. Bac'het e ezent er Milendall ha debret gant an euzhvil. Ur bloavezh e lestras Teseus, mab Aigaios, gant an dud yaouank a oa da vezañ aberzet. Lazhañ a reas ar Minotaor ha dont a-benn da dec'het diouzh ar Milendall, gant skoazell Ariadne, merc'h Minos.
[kemmañ] Ar Minotauros en Arzoù
[kemmañ] levrlennadur
- Apollodoros, Bibliotheke (Levraoueg) lenn enlinenn (III, 15, 8 ; III, 3, 3-4), Epitome lenn enlinenn (I, 9).
- Hyginus, Fablennoù lenn enlinenn (XXXVIII).
- Virgilius, Aeneis lenn enlinenn (VI, 24).