Neil Young
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Taolenn |
[kemmañ] Istor gentañ e vuhez
Miz C’hwevrer 1945 anezhi, war-nes echuiñ an eil brezel-bed. Dres d’an ampoent 'teu en-dro an isletanant Scott Young davet e vab Bob hag e wreg Edna, Rassy vez graet deus outi. 'Oa ket bet ouzh o c'haout abaoe tost da vloaz a-gichenn ma oa aet kuit deus e diad a-vec’h c’hwec’h miz goude d’e vab kentañ bet ganet, e 1942. Da Londres e voe kaset Scott da genskriver war ar brezel gant ar gazetenn Winnipeg Free Press. D’an oad a c’hwezeg vloaz, peusgoude d’e dad mont deus e vamm, hag eñv bet savet ha maget ganti a-c’houdevezh, eo aet Scott da gazetenner a vicher evit ober war-dro bann ar sportoù. A-ziwar e labour end-eün e voe piket e galon gant Edna Ragland p’en em gavas ganti, ur vaoues anezhi, troet gant ar golf hag an tennis. Kerkent hag en em gavet ganti e voe dihodet ganti penn-kil-ha-troad, ken e freuzas e zimez net-ha-pizh. Houmañ eo trede merc’h William N. Ragland, anezhañ un den genidik eus Stadoù-Unanet Ar C’hreistez aet d'ar C'hanada d’ober e zemeurañs, ba kornad-bro Manitoba, abalamour d’e vicher. Hag Edna ha mont d’e heul. D’an 18 a Vezheven 1940 eo liammet hiviziken an div familh enta, ha da tad ar plac’h nevez bezañ war-ziwall deus e vab-kaer memestra. Hemañ 'sell deus an dimez-se gant drougavis evit-gwir. D’an 12 a viz Du 1945, vo ganet Neil Percival Kenneth Ragland Young ba pennospital Toronto, kresk ‘zo bet ba'n ti ur wech c’hoazh. Pelloc’h 'teu en-dro an tad d’ar gêr da-vat. Prestik goude d’e grouadur bet ganet e ro e zilez d’e garg d’ar gazetenn a-benn ren e amzer a-bezh é skrivañ romañchoù ha chom a-gevret gant e ziegezh a-benn ar fin. Ba dibenn ar bloaz 1948 e ra an tiegezh bihan e zemeurañs ba Omenee, hi ur gêriadenn 750 a anhezidi é chom enni, ur c’hant kilometr bennaket deus kêrbenn Kanada. Ba'r maesioù fromus-se, a-hed ur stêr, e kresk Neil dibreder.
[kemmañ] Neil Young e-keñver ar re all
« An dez hidi ‘faot d’an dud, tou’n dud bezañ heñvel-bev deus Neil Young » a lâre Mick Jagger. Diouzhtu-dak e vez santet deus ar gont avi deus Neil m’eo dalc’het Mick ganti. Ar sonerien n'o deus ket c’hoant tamm e-bet da 'hont kozh (ha fall) mem' mod, sed dres pezh en doa bet lennet war ar gazetenn Rolling Stones (an heni bet embannet e 1995). Ha seul-wiroc’h e teuy da vezañ an dra-se a-benn bloavezhioù, daoust pegen displijet vefe 'vo.
A-benn fin ar bloavezhioù 1990 e teu Neil Young - hervez lod - da vezañ ar mailh pennañ war ar rock and roll ‘ta. « Hemañ eo an heni nemetañ eus an dud en oad ganeomp o kozhañ en ur zerc'hel e stumm-skrivañ ken bev-buhezek, kenkoulz hag e zoare da sevel kanaouennoù » a zisklere Randy Bachman, evitañ da vezañ lemmikoc’h an tamm e deod e-keñver e goñsorted. « Un orin a zen eo Neil Young, graet ‘n deus traoù estr evit dreist-ordinal, met kas ijinañ hag adnevezo a ra hep ehan. », hervez David Gilmour deus ar strollad Pink Floyd. Bernard Sumner zoken, deus ar strollad New Order, a ziskleir kement-mañ : « N'an gwech e-bet gant ma c’harr-tan hep ma vije barzh ennañ ur gasetennig gant Neil Young ». Ha d’e gempridi bamiñ outañ eo d’ar remziad sonerien yaouank an heni lar eo aet da batrom evit-fed an doare da redek e reuz e-hun' war-raok. « Plij’ a rafe din bezañ barnet diwar ma fladennoù o-hun’ nemetken, un tammig mem’ mod ha Neil Young » war a lâre Nick Cave. Cinnamon girl an heni vez eilkanet gant RadioHead - ur ral vez klevet anezhe eilkanañ ! - tra ma vez Oasis é sachañ Hey, Hey, My, My (into the black) evite o-hun' gant ar spi ba o dasorc’hidigezh gant-se. A-barzh fin ar gont, petra zo da lâret diwar-benn an albom diwezhañ gant Mercury Rev pe diwar an heni gant Sparklehorse ? Ha levezonet int bet gant an den a zo ba pep korn muzik amerikan a-vremañ, country etre daou veno, lo-fi hag all tout ?
En amzer-vremañ e vez arvestet ur sonadeg gant Neil Young evel ma vije anezhañ ur savadur a-gozh, da-lâret-eo : gant ar familh en e fezh. Ba miz Gouhere 2001, ba c’hoariva kozh kêr Wien, e kaver koubladoù tud ba'n tu all da zaou-ugent vloaz gante o bugale aet da grennard dija, sed an darn-vrasañ deus an dud e-kerzh e sonadeg (gant Crazy Horse d’an ampoent-mañ). Pearl Jam, Muse, Air, Bonie Prince Billy, Sigur Rós, Nirvana ha ped ha ped all, anvioù kement strollad hag a zo bet savet diwar levezon Neil Young a zo da welet war ticheurtoù ar re yaouank eno, kenkoulz ha Neil m’emañ an anv Sonic Youth da zamwel dindan e roched. Sed ar pezh ivez a lak an dud unvouezh kenetrese net-ha-pizh. War-greiz al leurenn ma zo warni ur piano-saloun hag un orglezig kozh, ne c'heller ket spurmantiñ kalz traoù estr evit totemoù indian ha gouloù-koar strewet-tout en-dro dezhe. Sed aze pezh eo ar c’hinkladur. E-kreiz 'tre an div lodennig a ra anezhañ vo Neil hag e goñsorted damaik, war-gelc’h-tout anezhe, é luskañ-diluskañ penn-kil-ha-troad, kement-se deuet da vezañ ur lid a-gehit ma oa staget ar strollad gant ar muzik tremen tregont vloaz ‘so. Pelloc’h, pa’h ay c’hoar ha gwreg ar c’haner davet ar strollad d’ar c’haniri e vo a-benn kennig gante un abadenn hag a vo pulluc’het dousik-ha-dousik ganti empenn nep a selaouo anezhi o chom par warne gant o filad son elektrik, a-verc’h torret gant un etrec’hoari a gitar folk (kanaouennoù tro-ha-tro anavezet ha chomet diembann). Diskorntroiañ a ra Neil a-dreus hag a-hed, brankodet war e gitar, evel ma vije kroget gliziennoù e-barzh ennoñ. Aet un toullad bloavezhioù hebioù dija abaoe o c’hentañ sonadeg asambles, ha bep sort traoù mat, interesant, fentus, farsus, gwallzarvoudoù hag all, a zo digouezet a-c’houde tremen tregont vloaz-hed. Evel m’emañ ar c’hiz gantañ, na petra ‘ta !, ne rann grik d’ar c’helaouennoù daoust m'en deus pladenn nevez-embannet e-bet da lakat war-wel d’an holl. Dichipot e tigas soñj deomp emañ aze evit ar muzik tra-ken. Kerkent hag echuet ar sonadeg ‘h anavezomp, a-fed o doare, an dud a oa spi gante selaou un hipi deuet deus ar mare pa oa bet levezonet an dud peusholl gant ar bladenn Harvest : stouvañ a ra ar re-se o diskouarn evit yedal an trouz tarzhus da zihan. Hep goût dezhe emaint é paoues arvestiñ ar sonadeg gant an heni nemetañ kazimant deus ar bloavezhioù 1960, gouest da zispakañ e imor dalc’hmat e-kehit m’emañ ar re all o 'hond war zisteraat e-pad ar mareoù-bloaz se. War un dro songwriter tener, guitar hero, hipi kuñv, proto-punk, muzisian blues ha tad(-kozh) ar grunge an tamm anezhañ, e veze Neil Young en tregont vloaz all e-lec’h na veze ket sell an dud, ha ‘wez-se e save ar cheñch-dicheñch da vezañ e zoare da redek e reus (dre gaer pe dre heg). Ur pennad-buhez e-giz ur romant zo bet dezhañ, dirak ar bed na oa graet peuc’h e-bet dezhañ. N’eo ket gwall greñv war an tech da vezañ ba pleg ar skouarn, ha tec’houd a ra dirak an dud gwall droet gant ar bed evel ma vije stag ar vosenn enne. Gant e reus an heni la tiskaro Neil an dud a glask abeg ingal kement hag an dud aet sot-pitilh gantañ. N’eo ked kollet nemeur e spered gant dislavarennoù 'vat, hag ouzhpenn-se eo aet da vojenn e-touesk muzisianed poblek deus Amerik An Hanternos. Ha Bob Dylan zoken, ur mestr anezhañ da gaout stok deus an dud, a ginnig e c’hourc’hemennoù dezhañ gant e albom Time Out Of Mind, heñv é kanañ : « Selaou a ran pladennoù gant Neil Young ha lâret a ra an amezeien din digresk ar son ». Bremañ e c’hellfe Neil Young loc’hañ an tamm anezhañ ba pleg e damm buhez daoust m’en doa klasket-pizh ober ar c’hontrefed ; ne oa ket war-c’hed bezañ karet gant an holl gwitibunan, met n’eo ket aet evit-se war hent ar c’henemglev. Ne vo nekon e-bet deus e gempridi evit lakat ur vuhez heñvel war-wel deomp 'vat.
[kemmañ] Diskoù e vuhez
[kemmañ] Diskografiezh
[kemmañ] Gant Buffalo Springfield
- Buffalo springfield, Atco (genveur 1967)
- Buffalo springfield again, Atco (c'hwevrer 1967)
- Last time around, Atco (eost 1968)
- Neil Young Neil's Buffalo Springfield songs (1968)
[kemmañ] Gant strollajoù all pe e-hun' penn
- Everybody Knows This Is Nowhere (1969)
- Harvest (1972)
- Time Fades Away (1973)
- On the beach (1974)
- Tonight's The Night (1975)
- Zuma (1975)
- American stars`n`bars (1977)
- Comes a time (1978)
- Rust Never Sleeps (1979)
- Live Rust (1979)
- Hawks and doves (1980)
- Re-Actor (1981)
- Trans (1982)
- Everybody's Rockin'(1983)
- Old ways (1985)
- Landing On Water (1986)
- Apetite for Destruction(1987)
- Life (1987)
- This note`s for you (1988)
- Freedom (1989)
- Ragged Glory (1990)
- Arc/weld (1991)
- Harvest Moon (1992)
- Unplugged (1993)
- Sleeps With Angels (1994)
- Broken Arrow (1996)
- Yoth (1997)
- Silver And Gold (2000)
- Road Rock (2000)
- Are You Passionate ? (2001)
- Greendale (2003)
- Prairie Wind (2005)
- Living With War (2006)
- Live at Bill Graham's Fillmore East e 1970 with Crazy Horse (2006)
[kemmañ] Gant Stephen Stills
- Long May You Run (1976)
[kemmañ] E-barzh Crosby, Still, Nash & Young
- Déjà Vu, Atlantic (meurzh 1970)
- 4 way street, Atlantic (ebrel 1971)
- So far, Atlantic (gouehere 1974)
- American Dream, Atlantic (du 1988)
- Csn box set, Atlantic (kerzu 1991)
- Looking forward, Reprise (Here 1999)
[kemmañ] Gant strollajoù yaouankoc'h
- Mirrorball (gant Pearl Jam) (1995)
[kemmañ] Daspunadeg kanaouennoù
- Decade (1977)
- Lucky Thirteen (1993)
- Buffalo springfield box set, Warner Bros Record (gouhere 2001)*
- Neil Young Greastest hits cd + dvd (2004
[kemmañ] EP
- Eldorado - (5 kanaouenn embannet nemet ba Japon hag Aostrali) (1989)
[kemmañ] Filmoù
[kemmañ] DVDoù
- Rust Never Sleeps (1979)
- Live in Berlin (1983)
- Year Of The Horse (1996 gant Jim Jarmush)
- Silver And Gold (2000)
- Road Rock v.1 (2000)
- Greendale (live & studio) (2003)
- Prairie Wind (studio) (2005)
- Heart Of Gold (2006 gant Johnatan Demme)
[kemmañ] Liammoù en diavaes
Neil Young