Pax
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Pax (a dalvez kement ha "peoc'h" e latin) a voe lakaet da zoueez gant ar Romaned en amzer Augustus. Krouet e oa diwar skouer Eἰρήνη, unan eus Eurioù Hellaz.
Un templ dezhi a oa war Campus Martius a veze graet Ara Pacis anezhañ, hag unan all war ar Forum Pacis.
Peurvuiañ e veze skeudennet gant ur barr olivez, ur vazh-roue, pe ur c'horn-puilhded (cornucopia e latin) . A-wechoù e veze lakaet da arouez d'an Nevezamzer ivez.
N'eus ket da veskañ anv an doueez
- gant ar Pax Romana, a denn d'ur marevezh a beoc'h en istor
- gant ar PACS, un ensavadur gall.