Eurioù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Eurioù (Ὤραι e gregach) zo doueezed an amzer o tremen e mojennoù Hellaz kozh. Merc'hed e oant da Zeus ha Temis. Hanter-c'hoarezd e oant d'ar Moirai. Da gentañ n'eo ket rannoù an deiz, met rannoù ar bloaz, e oant, ha ne oa nemet teir anezho.
Taolenn |
[kemmañ] O anv
- E gregach e oa Hórai.
- E latin e oa: Horae.
Teir zo anezho hervez Hesiodes: Eunomia, Dike, Eirene. Un tamm mat luzietoc'h avat eo o istor.
[kemmañ] Tri remzi
Gant Homeros int Porzhierezed an Oabl hag o c'hefridi eo digeriñ ha serriñ dorioù peurbadel an Olimp. Reoliañ buhez an dud a reont ivez.
[kemmañ] Kentañ remziad
E mojennoù Hellaz ne oa nemet teir Eur, pe teir Rann-Vloaz, da gentañ : *Talatte (pe Tallo), doueez an Nevezamzer,
- Afkso, (Αυξώ e gregach) pe Auxesia, a dalveze "kresk ar plant", a veze azeulet gant Hegemone en Aten evel unan eus an div C'harit.
- Karpo (pe Xarpo)Carpo (Καρπώ), Carpho or Xarpo, a oa plac'h ar frouezh hag an Diskar-amzer.
Tud Hellaz n'enevent nemet Nevezamzer, Hañv, ha Diskar-amzer. Diwezhatoc'h e voe lakaet ar Goañv. Komzet e vo eus ar pevar rann-vloaz diwar neuze.
Goude-se e voe rannet an deiz e daouzek rann keit ha keit, kresket e voe niver an Eurioù (an doueezed) betek daouzek gant ar varzhed, ha graet e voe an Daouzek C'hoar anezho.
Alies e vezont gant an Doueed, gante e voe skoliet Hera, Dionysos, Afrodite, Hermes, Aristea . Dezho e voe da vont d'an Ifernioù da gerc'hat Adonis da Afrodite. Gant Afrodite e vezent dalc'hmat pa veze an doueez o'n em fichañ.
En arzoù e veze gwelet ar remzi kentañ evel merc'hed yaouank hoalus e-kreiz bleunioù ha glasvezh hag arouezioù puilhded. Azeulet e vezent gant labourerien-douar Hellaz.
[kemmañ] Eil remzi
An eil remzi zo ennañ
- Eunomia, Ευνομία e gregach, a oa doueez an urzh vat pe al lezennoù; hi peunan all a zo lakaet da verc'h da Hermes hag Afrodite.
- Dike , ar Justis
- Eirene, (Ειρήνη pe Eirênê e gregach) a oa doueez ar peoc'h, a oa Pax gant ar Romaned.
O-zeir int doueezed al lezenn hag an urzh vat, a zalc'h ar gevredigezh en he sav hag en he c'hempouezh. E kêrioù Aten, Argos hag Olympia e vezent azeulet er penn kentañ.
[kemmañ] Trede remziad
Hervez oberourien zo e oa un trede rummad Horae. Be e oant:
- Ferousa, doueez an atantoù
- Euporia, doueez ar puilhder
- Ortosia, doueez ar c'hreskiñ hag ober berzh .

[kemmañ] O boazioù
Alies e vez an Eurioù gant ar C'harited pe gant Nimfezed: ar varzhed a gomz anezho evel merc'hed yaoauank koant o taénsal gant dilhad ne dapont ket izeloc'h eget pennoù o daoulin, pegwisket gant saeoù hir , o terc'hel rezin , pennoù-ed, barroù e bleuñv.
[kemmañ] Menegoù
An Eurioù zo meneget gant:
- Homeros
- Hesiodes
- Pausanias
- Apollodoros
Sur les monuments, elles paraissent toutes du même âge : leur tête est couronnée de feuilles de palmier qui se redressent.
Lorsqu'on fixa quatre Saisons, l'art introduisit à son tour quatre Heures, mais les représenta dans des âges différents, avec de longues robes et sans couronne de palmier. L'Heure du printemps fut représentée sous la figure d'une adolescente aux traits naïfs, à la taille svelte et mince, aux formes à peine accusées. Ses trois sœurs augmentent en âge par gradation.
Les Heures présidaient à l'éducation des enfants, et réglaient toute la vie des hommes : aussi les voit-on assister à toutes les noces célébrées dans la mythologie.
Les Athéniens leur offraient les prémices des fruits de chaque saison. Ce culte gracieux ne fut pas transporté à Rome, où cependant Hersilie, la femme de Romulus, fut considérée comme la divinité présidant aux Saisons. On l'appelait Hora.
Les modernes représentent les Heures avec des ailes de papillon ; Thémis ordinairement les accompagne, et elles soutiennent des cadrans, des horloges, ou d'autres symboles de leurs attributions dans la fuite rapide du temps.
[kemmañ] An Daouzek Eur
Evit daouzek Eur an deiz, a oa merc'hed da C'hronos (an Amzer) (hervez Nonnos Panopolis) pe da Helios ( hervez Quintus Smyrna), ne oant nemet dek da gentañ-penn. Setu o anvioù, adalek ar gouloù-deiz petek ar c'huzh-heol :
- Auge, ar Gouloù-deiz,
- Anatole, pe Anatolia, ar Sav-Heol
- Musika pe Mousika, ar Sonerezh, pe eur ar seniñ hag ar studi,
- Gymnasia ou Gymnastika, koulz an embregerezh-korf,
- Nimfe, eur ar c'hibellañ hag an emwalc'hiñ,
- Mesembria, kreiz an deiz, ar C'hreisteiz
- Sponde, eur ar banneoù goude merenn
- Elete, an Ec'hoaz, ar c'housk goude kreisteiz, pe ar bedenn,
- Akte (pe Kipris gouez da lod ), an Enderv, pe eur ar pred hag ar blijadur,
- Hesperis, an Abardaez
- Dysis, mare ar c'huzh-heol
- Arktos, ar gouloù diwezhañ.
Oberourien zo ne reont ket anv eus Arktros met eus Chora, an Dañs.