Periferik ordinateur
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur periferik-ordinateur a so ur benweg informatik da lakaad an data da voned tre pe da voned e-maes pe an daou, deus unite-kalon un ordinateur.
Be so tri sort periferikoù :
- ar periferikoù input, ewid boueta an ordinateur gant data ;
- ar periferikoù output, ewid ma c'hallfe sortoù-data-so moned e-maes deus an ordinateur ;
- ar periferikoù input-output, ewid komunikaçionoù bi-direksionel.
An darn vrassañ deus ar periferikoù a so lem-laka (pe amovibl) : moaien a so da zivranchañ aneze deus an unite-kalon heb ampech homañ da labourad (nemed emà red a-wezhioù lazañ an ordinateur a-raog lemel periferikoù-so). Ewid demarriñ un ordinateur deus tip PC, ur skramm hag ur c'hlavier a so a-walc'h.
War mikro-ordinateurioù, toud ar periferikoù a vez kevreet d'ar g-kartenn-vamm dre ur c'honekteur da inseriñ :
- pe e-barzh ur pris soudet direktamant d'ar gartenn-vamm
- pe e-barzh ur pris hag a vo kaved war ur g-kartenn-astenn, ur gartenn-astenn hag a vez d'he thro sanked e-barzh ar gartenn-vamm. Ar gartenn-astenn a hall bud lem-laka, setu e vo aes da ramplaç anezi pa chomo en panne pe goude un evoluçion teknolojik.
[kemmañ] Periferikoù input
- Klavier
- Joypad
- Joystick
- Benwiji-poentiñ
- Logodenn
- Trackball
- Taolig grafik
- Akisiçion-imaj
- Scanner
- Kameskop nivereg
- Benweg-foto nivereg
- Webcam
- Akisiçion-son
[kemmañ] Periferikoù output
- Moniteur ordinateur
- Mouleres
- Enceinte-où akoustik
[kemmañ] Periferikoù input-output
- Lenneres K7 (gwezh all gozh...).
- Lenneres disketow.
- Lenneres DVD-ROM pe CD-ROM (gant/heb ar gapassite da graviñ).
- Lenneres ZIP.
- Lenneres bandennoù magnetik, ispissïal ar bandennoù DAT implijed ewid backupiñ data war ar rouedadoù.
- Modem.
- Skramm taktil.
- Alc'hwez USB (Memor flash lem-laka).
- Kartenn-rouedad.
- Kartennoù ewid konvertiñ ur signal nivereg en analojik, ha vice versa (ewid kommandiñ añsambloù elektro-mekanik : mekanikoù, robochoù, interrupteurioù, etc...).