Poellad frank
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An dro-lavar "poellad frank" a zo evit treiñ an hini saoznek "free software". Amjestr an dro-lavar-se e saozneg pa "free" a dalvez evit "frank" hag evit "digoust" ivez.
Pa oa krouet al lavarenn-se gant Richard M. Stallman e oa kaoz eus ar frankiz evit an holl (arveridi pe diorrenerien) seveniñ, eilañ, dasparzhañ,, studiañ, kemmañ ha gwellaat ar seurt poellad-se.
E gerioù resisoc'h ez eus kaoz eus peder frankiz roet da neb zo e kerz ar poellad ha displeget e-barzh an aotre-implij a zeu gantañ.
- ar frankiz evit arveriañ ar program evit pep implij (frankiz 0)
- ar frankiz evit studiañ penaos e ya ar program en-dro ha evit azasaat da bep ezhomm (frankiz 1) ; ret eo kaout ar c'hod-tarzh evit ober an traou-se
- ar frankiz evit addasparzhañ eiladurioù hag evel-se reiñ harp d'e nes (frankiz 2)
- ar frankiz evit gwellaat ar program hag evit embann e welladurioù ha dre-se lakaat ar gumuniezh da dennañ frouezh diouto (frankiz 3); evit-se ret eo kaout ur mont-tre digor d'ar c'hod-tarzh.
Taolenn |
[kemmañ] Gwrizioù
Ar frankizoù-se a oa ez-reolenn eus 1960 da 1980 e metoù an urzhiataerezh ha ne oant ket dibarderioù. Kod ar sistem oberiañ a oa roet d'ar brenidi kenkoulz hag ar gwir kemmañ tra pe dra lakaet splann war skrid.
Er mare-se, ne vije bet kavet un embregerezh, pa gouste un urzhiataer kement ha gopr ur sterniad ugent bloaz-pad, a vije prest kouezhañ dindan kazel-ye an oberiataer.
Ken kemmet e oa ar sistem oberiañ (un DOS bennak e anv) implijet gant urzhiataerioù-kreiz an embregerezh Total ma yaent en-dro gant un sistem liesprogramek ha ne oa ket bet savet ar perzh-mañ en derou. (orin : 01 Informatique, 1978).
[kemmañ] Resisadennoù
- Evit displegañ pennaenn ar poellad frank, e c'heller keñveriañ anezhñ ouzh ur rekipe :
Diwar pennaenn ar frankiz eo bet roet deoc'h ar rekipe dre n'ouspet moïen (kelaouenn, neb a lavar deoc'h hag all) ha n'eus rebech ebet da vezañ lavaret gant den pe zen... Droad ho peus reiñ anezhañ da zen pe zen ha ouzhpenn-se e c'hellit kemmañ tra pe dra hervez ho plijadur. - Hervez pennaenn ar poellad nann-frank, strishoc'h e vez ho kalloud : ret eo paeañ un aotre-implij evit ober gant ar rekipe en ur c'hegin hepken hag evit ho peg nemetken. N'eus ket ret eilañ pe kemmañ. Hag ouzhpenn, munudoù ar rekipe n'int ket war wel, nag evidoc'h nag evit an holl.
Dre astenn e vez graet gant endalc'h frank m'eo posubl braslenn hag eilañ endalc'h teuliadoù'zo ha suroc'h c'hoazh m'eo posubl kemmañ an endalc'h da neb a fell dezhañ, da skouer gant endalc'hioù dindan an Aotre-implij hollek Teulierezh Frank GFDL, evel re ar Wikipedia. Koulskoude e vez lavaret gant lod n'eo ket ken frank ar GFDL (hervez tud o seveniñ ar raktres Debian).
Patrom ar poellad frank a zo aet war wel er bloavezhioù '90 ha gant Linux a zo gwelet bremañ evel ur mod-produiñ en e blom hag a ya da glokaat ar modoù all.
[kemmañ] Un nebeut poelladoù frank anavezet-mat
War ar bajenn-mañ e weler roll ar poelladoù frank pennañ (da vezañ kendalc'het)
- Linux
- Apache : Lec'hienn Apache Software foundation (e saozneg)
- Firebird
- Firefox
- Mozilla
- Mysql : Lec'hienn Mysql (e saozneg)
[kemmañ] Un nebeut mentrezhoù roadennoù frank
N'eus bevenn ebet diouzh ur breou anavezet evit implij ar mentrezhoù-mañ
- Audio : Vorbis, FLAC
- Compression : gzip, bzip2, lzma
- Image : PNG, SVG, MNG, OpenOffice.org (.sxd)
- Tableur : OpenOffice.org (.sxc)
- Texte : ASCII (.txt)
- Texte formaté : TeX, OpenOffice.org (.sxw), Abiword
- Video : Matroska (.mkv), XviD, Theora
[kemmañ] Istor
Gourdad ar poellad frank a oe Unix pa oe posubl, ijinañ un toullad bras a adstummoù evit ar sistem oberiañ-mañ. Mammennoù all eo bet mezarc'hioù (libraries e saozneg) krouet gant embregerezhioù'zo. Da skouer, an ACM skrivet en Algol pe reoù krouet gant IBM evit e urzhiaterezhioù kentañ pe reoù DEC evit ar PDP pe reoù Data general evit ar Nova.
[kemmañ] Frankiz hag evezhiañs
Krouerien ar poellad frank o doa miret en o spered ar pezh eo erruet gant ar sistem Unix p'en deus aet da vezañ bruzunet en ur niver bras a zoareoù ken dizurzh e oa bet an diorren. Linus Torvalds en deus pouezet bras, dre skouer, ma vo lakaet da genglotañ produioù evit endro Linux evel Gnome ha KDE. Klenglotañ a reont bremañ gant ur c'holl bihan er mont-endro.
[kemmañ] Liammoù diabarzh
- Free Software Foundation ;
- GNU ( "GNU is not UNIX" ) : raktres bras kentañ evit ar meziant frank ;
- Licence publique générale GNU : aotre-implij foran gentañ evit ar meziant frank ;
- Richard Stallman : an den arouezel evit ar meziant frank ;
- Linus Torvalds : krouer ar maen-azez (urzhiaterzh) Linux hag e roas lañs d'ar vrud a dapas ar meziantoù frank e fin ar bloavezhioù 1990;
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Ar renabl DMoz dwb ar meziant frank
- Termenadur ar meziant frank
- An aotre-implij foran GNU GPL et l'« American Way » gant Richard M. Stallman
- Article d'Eric Raymond (frank eo an destenn, evel just !)
- Perak e vije mat d'ar meziantoù frank chom diberc'henn gant Richard M. Stallman
- Evit kompren ar meziant frank diwar skouer ur rekipe
- Ar preder a c'hell bezañ a-dreñv da ventoù ar fichennaouegoù
- Levrig ar meziant frank
- Framasoft : renabl ar meziant frank (e galleg)